Tag Archives: skrilh

Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù.

En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, mentoniezh, lizherennegoù… luchañ a reont war-zu ar surrealism a-wezhioù.

Re uhel eo al live yezh da lakaat ar barzhonegoù-mañ etre daouarn ar vugale hep na vijent skoazellet gant unan bennak, emichañs. Un teñzor e vo evit o c’helennerien avat ! Hag evit an dud gour int un drugar, skañv ha bouetus war un dro.

Ar pezh a lavaran amañ n’eo nemet evit lodenn gentañ al levr : skridoù Yann Varc’h Thorel e-unan. Karet em bije kenderc’hel ganti a-hed al levr, met ne oa ket a-walc’h anezho moarvat. An eil hanterenn a zo enni troidigezhioù barzhonegoù dreist-holl : diwar ar galleg (Keineg, Corbière…) pe diwar ar sinaeg, kalzig. Brav int ivez da lenn, met n’eo ket ar memestra, ha domaj e kavan na vezañ ket meneget war golo al levr e oa estreget krouidigezhioù personel ennañ. Ur gontadenn pe ziv, troet diwar ar sinaeg ivez, zo en em gollet e-touez ar peurrest… Direnket on bet gant diouer unvaniezh testennoù al levr-mañ.

Daoust da se eo bet ur souezhadenn vrav din dizoloiñ ar barzh awenet-mañ, dezhañ un ton personel ha didrabas. Ul lagad a zalc’hin warnañ diwar vremañ.

Advertisements

Skrilh an oaled, Charles Dickens, Bro-Saoz (1845)

Kentañ embannadur e brezhonek eus an droidigezh-mañ gant Youenn Drezen a oa e 1930, a-bennadoù a sizhun da sizhun en Le courrier du Finistère lec’h ma laboure evel kelaouenner. An eil zo ur c’haierad A4 eus ar gelaouenn Skol, an niverenn 63, deuet er-maez e 1975. Me garfe e vije adembannet e stumm ul levr ur wezh bennak pa vo diviet ar re-se.
Etre ar gontadenn hag ar romant emañ an oberenn, gant he zudennoù pimpatrom. Tremen a ra e fin ar bloaz, ha labouret e vez tro da c’hoarielloù. Ur c’houblad karantezus, ur babig koant, ur paourkaezh kozhiad o vevañ e-unan en e lochenn goad gant ur verc’h dall eus ar c’haerañ hag eus ar jentilañ, ur patron drouk a daol e soñj en ur plac’h yaouank koant… An ton zo o tont eus an hengoun dre gomz gant ur c’honter o kemer al lenner da dest, o farsal. An istor hec’h-unan a lak ac’hanon da soñjal e kanaouennoù Theodor Botrel, reuzeudik ken ez int. Nemet e echu mat, ar wezh-mañ. Plijet on bet kalz gant an deskrivadurioù munut, gant an ambiañs mod kozh, gant ar gwirion m’eo an divizoù hag emzalc’h an dud alies (pas atav : da skouer e kavan iskis e tec’hfe kuit Dot hep kaozeal gant he gwaz, nemet evit mad an itrik e vije). Romantel mat eo, met skrivet ha troet mat ivez, ha ma ne vagit ket allergiezh ouzh blaz an XIXvet kantved, kreñv war an oberenn, oc’h sur da gaout ebat.