Tag Archives: Shulman

La malédiction Grimm 3 : Le cauchemar Edgar Poe, Polly Shulman, Stadoù Unanet (2016)

Cheñchamant ambiañs evit an trede levrenn-mañ. Ken pell emañ an harozez, Sukie, o chom eus New-York, ma ne z’aio ket homañ da labourat e Daspugn traezoù amprestabl Kêr New-York ar wezh-mañ. E foarioù traoù kozh ez a gant he zud evit gounit o zamm kreun. Du-hont e raio anaoudegezh gant tud eus an Daspugn, deuet da glask objedoù hud da lakaat en o dastumadegoù ispisial. An dastumadeg muiañ-implijet er romant-mañ eo ar C’horpus Lovecraft, ennañ traoù o tont eus levrioù gant tastamantoù. Netra gwall souezhus evit Sukie, he deus ur c’hoar-tasmant hec’h-unan, hag a zo o chom e ti kozh ur voereb… iskis.
Tanav eo ar vevenn etre bed ar re varv hag hini an dud bev, er romant-mañ. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal er pezhioù-sonerezh a vez skrivet “Gant stil…(unan bennak)”. Ha graet eo brav, gant ur bern daveoù da skrivagnerien eus an XIXvet kantved ur wezh ouzhpenn. Krouet e vez ur seurt darempred-familh ganto. Dedennus eo an istor, ma reder war-lerc’h un teñzor kuzhet gant laeron-vor ar familh. Ha lemmoc’h-lemmañ eo pluenn Polly Shulman, erru en he bleud da vat gant ar bed he deus krouet. Emichañs ne z’aio ket he awen da hesk re vuan !

Advertisements

La malédiction Grimm 2 : L’expédition H.G. Wells, Polly Shulman, Stadoù Unanet (2013)

Evit diskoulmañ itrik al levrenn gentañ e oa bet ret mont da furchal e-barzh un dastumadeg ispisial all : an dastumadeg Wells. E-barzh honnezh e vez strollet objedoù tennet eus oberennoù skiant-faltazi. Just a-walc’h, ar c’hrennard a zo e-kreiz ar jeu el levr-mañ, Leo, a zo barrek-kenañ war ar bitellat. Ambochet eo gant Daspugn traezoù amprestabl Kêr New-York, goude m’eo en em welet, e-unan, war ur vekanik da vont en-dro e-barzh an amzer bihanaet, o touarañ dirak e fri war e vurev.
Kalz gwelloc’h eo an eil levrenn-mañ eget an hini gentañ, hervezon. Marteze peogwir e plij muioc’h din ar skiant-faltazi eget ar marvailhoù ! Met krog eo ar skrivagnerez da gavout he merkoù ivez, kredabl. Dedennusoc’h eo an tudennoù hag an avañtur. Tro a zo da implijout meur a dra tennet eus romantoù Wells, Jules Verne ha skrivagnerien all, ha da zaremprediñ tud istorel. Dreist eo kemer harp war skrivagnerien evit sevel un istor nevez, peogwir e ro c’hoant da addizoloiñ an oberennoù kozh ha ne vezont ket lennet nemeur gant ar re yaouank a-vremañ.


La malédiction Grimm, Polly Shulman, Stadoù Unanet (2012)

Awenet eo bet Polly Shulman gant he micher a levraouegez evit ijinañ hec’h istorioù. Emañ kalon ar rummad yaouank-mañ en ur seurt levraoueg bras : Daspugn traezoù amprestabl Kêr New-York. Er romant kentañ-mañ e tispleg d’al lennerien, dre ar munud, penaos ez a en-dro ar prestiñ-distreiñ objedoù -e gwirionez, n’eo ket levrioù a vez pledet ganto el lec’h-se, met traoù a bep seurt : boteier, dilhad, podoù-te, binviji sonerezh, rikoù keginañ ha kement ‘zo. En draezaoueg-se ez eus ivez dastumadoù “ispisial” a vez miret enno objedoù dreist-ordinal. En La malédiction Grimm e reer anaoudegezh gant an dastumadeg Grimm, a zo enni objedoù hud o tont eus marvailhoù. Ur gudenn a zo gant lod anezho, ha setu ma z’a un dornad implijidi yaouank da glask ren an enklask, ar pezh n’eo ket diriskl.
El levr-mañ eo e vez graet anaoudegezh gant al lec’h, a zo dispar. An harozed, dezho da vezañ adwelet a-wezhioù el levrioù da zont, ne vint ket atav ar memes re : e spered Polly Shulman, evit doare, n’eus ket a romant hep un istor karantez bennak etre ar grennarded-harozed, ar pezh a zispleg e vije ret cheñch anezho e pep levr. Gant ar savboent-se on bet un tammig hegaset, kavet em eus re chuchu an itrikoù roz-se, er romant kentañ-mañ dreist-holl. Met ul levr evit ar grennarded eo, ha va bugale, a oan o lenn an istor dezho, n’int ket bet direnket gant se, er c’hontrol.
Disheñvel-kenañ eo an ambiañs a levrenn da levrenn. Honnezh kentañ a chom penn-da-benn e bed ar c’hontadennoù, daoust ma tremenfe en hor c’hantved. Kavadennoù dedennus ‘zo : an harozez he deus ul lezvamm n’eo ket gwall chalet ganti, hag ur bikez a hanter-c’hoar. Un hailhonez a sikour er straed eo a ro dezhi un alc’hwez da vont da labourat e Daspugn traezoù amprestabl Kêr New-York… Implijet e vez objedoù hud ar c’hontadennoù gant ar grennarded da dizhout palioù personel bihan ; farsus a-walc’h eo. Kavet em eus mat a-walc’h al levr, hep bezañ entanet : chom a ra evit ar grennarded, kontrol da levrioù all evit an oad-se hag a c’hell bezañ ken dedennus evit ar re vras hag evit ar re vihan.