Tag Archives: Sell

Son ar sell, Herri ar Borgn (2009)

N’em eus ket kavet ken aes-se mont tre el levr-mañ. Renket eo ar barzhonegoù a-demoù ennañ, ha kregiñ a ra gant al lodenn Natura. Rimoù klasel, aketus, war demoù eeun : dubeed, lann, sapin… ur spered tost a gaver en-dro e fin al levr, el lodenn anvet Ar Skorv. O vezañ n’on ket plac’h an natur, ne vezen ket maget kalz gant seurt boued.

Koulskoude e teu war-wel tamm-ha-tamm un drolinenn spisoc’h-spisañ eus ar skrivagner. Dre e endro a zepegn gant karantez, ha dre an dud a zoug pri outo. Un den kizidik ouzh braventez ar bed, a vag truez, doujañs, a heul nevezentioù hor flanedenn gant dastornelloù e santoud. Un humanour, leun a spi daoust ma vije skodeget a-wezhioù gant soñj, arvest pe arnodad ar marv. Un den desket ivez, a c’hoari gant e anaoudegezhioù da binvidikaat e skridoù. Un hoal ispisial a zegas implij ar gwenedeg, a oar Herri ar Borgn lakaat da blegañ ha da sujañ d’e ezhommoù. Plijet on bet, kazi, gant an holl varzhonegoù a zo e kreiz al levr : Dervennig ar feministed, Kae kuit, Dibenn Gwengolo, Adtommiñ ur c’hwil-Doue

Muioc’h en em adkavan -ral eo !- e-barzh barzhoniezh Herri ar Borgn eget e-barzh gomz-plaen, ha fromet don on bet gant lod eus ar skridoù-mañ. Tost eo ar barzhonegoù-mañ da vuhez an dud, aes da lenn, aes en em adkavout enno. Poblek int en ur mod, evel ma c’helle bezañ Levr al labourer, d’ur mare ma veze poblek barzhoniañ ha degemer barzhoniezh.

Advertisements

Sell a-dreñv war eun oberenn, Mikael Madeg (1990)

Sell a-dre war eun oberenn

Iskis eo, chomet oa engravet em fenn e oa al levr-se eus 1987 met ne gavan meneg nemet eus 1990 war ar rouedad… N’eus forzh : un dra zo sur, re abred e oa evit teurel ur sell a-dreñv peogwir en deus skrivet kalz muioc’h war-lerc’h eget a-raok !
Hegasus eo Mikael Madeg, m’en dare hag-eñ n’eo ket dre ma ra e vrabañser gant ar pezh a lakaomp-ni da berzhioù fall, n’heller ket chom hep bout inervet gant ar pezh a skriv (pe gant an doare m’en deus d’e skrivañ, ha n’eo ket eus ar yezh a gomzan !) ha koulskoude ez eus ur bern traoù dedennus en e levrig.
Da gentañ evit unan zo boaz da lenn e levrioù, eveldon, e ro alc’hwezioù evit kompren gwelloc’h an den. Anv a ra eus e zeizlevr, eus ar fed en dije desket ar brezhoneg war an diwezhadoù. Ha eñ barrek war ar galleg, n’en deus skrivet netra e galleg, ne skriv nemet e brezhoneg (hag e yezhoù bihan all ur wezh an amzer evel ar C’hembraeg), ha puilh ! Diskouez a ra dija an tech en deus da briziañ ar pezh en deus skrivet diouzh ar pouez (en ur gontañ an niver a levrioù !), pezh a gavan bubu ken ez eo !
Me gav din en deus skrivet a-walc’h a draoù ha dedennus evit dellezout bezañ studiet, met domaj eo e rafe ar studiadenn-se e-unan peogwir e lazh ar c’hoant a c’hellfe kaout tud all da stagañ e-barzh. N’en deus ket desket c’hoazh eo post mortem e vez graet tro buhez hag oberenn ar skrivagnerien, ha dre se eo droch un tamm. Ma vez taolet ur skleur gant al levrig-mañ eo muioc’h war ar fed e vije un istrogell ar skrivagner eget war e oberenn…