Tag Archives: Rowling

Cormoran Strike 2 : Le ver à soie, Robert Galbraith (J. K. Rowling), Rouantelezh Unanet (2014)

En eil levrenn-mañ eus troioù-kaer Cormoran Strike hag eus e genlabourerez Robin, e teuer da anavezout donoc’h an tudennoù. Ar pep retañ o vezañ bet lavaret dija, e tremener war dachenn ar munudoù. Gouzout a oar J. K. Rowling lakaat he zudennoù da vont war-raok, ha n’eus ket afer da gavout hir e amzer gant al lennadenn-mañ.

Ar souezh bras am eus bet, koulskoude, da zivinout abred-mat gant piv e oa bet graet an taol. Dre ma ne c’hoarvez koulz lavaret morse din, ha ne gredan ket e vije savet dastornelloù en va fenn e-pad ar vakañsoù, e vijen techet da grediñ ez eus ur gwan bennak e-barzh an itrik, ur c’hempouez n’eo ket bet kavet, evel el levrioù-enklask evit ar vugale : perak e vez komzet eus an dra-mañ-tra mard eo evit chom hep e implijout diwezhatoc’h ? Ne lavarin ket sklaeroc’h va soñj evit nompaz diflourañ plijadur an dizoloadenn d’ar re o dije c’hoant… Nemet un taol-degouezh e vefe ? Kontant e vijen da gaout ali al lennerien, ma z’eus…

Forzh penaos, tre evel e-barzh Harry Potter, n’eo ket er steuñvenn emañ talvoudegezh al levrioù-mañ. E pinvidigezh psikologiezh an tudennoù, e gwirionded o emzalc’h, o gwanderioù hag o denelezh ne lavaran ket. Da briz ebet ne ziouerfen lennadenn an trede hini.

 

Advertisements

L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

Romant-polis kentañ J.-K. Rowling eo, dindan an anv-pluenn Robert Galbraith peogwir he doa c’hoant da c’houzout penaos e vije degemeret he levr hep diazezañ e soñj war brud Harry Potter. C’hwitet an taol, evel-just. Re a c’hlaou en doa an ti-embann da rastellat evit chom feal d’ar promesa graet d’ar skrivagnerez… Ha ret eo din anzav ne vijen ket bet o lenn L’appel du coucou pa n’em bije ket gouezet e oa bet skrivet ganti. Ne gavan ket desachus an titl, ha tremen a ra ar bras eus an istor en ur metoù n’on ket tomm outañ : hini ar c’hiz.

Cormoran Strike, haroz ar romant, zo detektiv prevez. 7 levr diwar e benn he deus bizet J.-K. Rowling skrivañ ; erru eo d’an trede embannet en deiz a hiziv.

D’ar mare ma krog ar romant emañ Cormoran en ur pleg diaes. Soudard a vicher eo bet en Afghanistan, m’en deus kollet un tamm eus ur c’har. Emañ o paouez kuitaat ar vaouez a gare hag a oa o chom en he zi. N’en deus ket arc’hant, ha rouez eo al labour. Ur sekretourez, Robin, a zeu da sikour anezhañ dre zegouezh ha ne gred ket he lakaat er-maez diouzhtu daoust ma n’en dije ket peadra d’he mirout pell. Chom a ra gantañ amzer e enklask diwar-benn ur vaouez yaouank du, manikin diouzh he micher, a zo tremenet dre brenestr he ranndi. He breur John ne fell ket dezhañ asantiñ da zisoc’hoù ar polis a gomz eus un emlazh ; sur eo eo bet drouglazhet.

Kaset on bet gant va c’huriusted e penn kentañ, o klask er pajennadoù munudoù a c’helle degas soñj eus amzer-dremenet glorius J.-K. Rowling hag he Harry Potter. Kavet em eus, evel-just, evel e kentañ kejadenn Robin ha Cormoran, pe e kleñved ar vamm a red penn-da-benn ar romant… Met buan em eus paouezet gant ar jeu-se evit en em reiñ korf hag ene d’al lennadenn. Dreist eo tudenn Cormoran, en deus bevet a-walc’h a draoù evit gellout hevelebiñ gant n’eus forzh piv. Soutil eo al liamm a vez gwiadet etre eñ hag e sekretourez tamm-ha-tamm. Paket on bet gant an itrik da vat ha n’em eus ket gellet diskregiñ dioutañ a-raok gouzout an diskoulm. Teuzet eo ar sell kritik a daolen war an traoù da heul. Ur romant-polis mat he deus savet J.-K. Rowling, pa n’eo ket chomet war live ar fedoù nemeto ; aet eo don e psikologiezh an tudennoù hag ar pezh a stag an eil re ouzh eben -evel m’he doa graet en Une place à prendre, met gant un istor dedennusoc’h a-bell.

Gant se, on sur e lennin an heuliad a-bezh bremañ !


Harry Potter and the cursed child, J. K. Rowling, bro-Saoz (2016)

harry potter 8Souezhet e oan abalamour d’ar stumm dibabet gant J.K. Rowling evit an eizhvet levrenn-man. Kredin a raen ne vije ket ken efedus hag ur romant, e vankfe traoù, ne gavfen ket va c’hont. Komprenet em eus buan, en ur lenn, ne oa ket gwir : disonjet em boa e c’hoarvezfe an istor e lec’hioù mil anavezet ganin, hag e vije he zudennoù pennan mignoned a-gozh din… Ur poent evit ar stumm !

N’eo ket ul levrenn vihan bet embannet evit rein o gwalc’h da gumuniezh “fan” Pottermania avat. An eizhvet Harry Potter, ne lavaran ket. Nag a ebat, goude an holl vloavezhioù-se, o tizoloin unan nevez !

Kavet em eus fin an istor, enni lammoù en amzer gras d’un “distroer-amzer” evel an hini a implije Hermione en trede levrenn : gant se, ha daoust ma vije mab yaouank Harry, Albus Potter, e kreiz ar jeu, e c’heller adkejan ouzh lod eus an tudennoù orin, en o zouez re a varv diwezhatoc’h. N’an ket da spoilan muioc’h…

Kalz suspens zo e meur a lec’h, ha from ivez. Degaset eo d’ar sklêrijenn traoù kozh a oa chomet war galon an dud ivez.

Ar pezh em eus kavet skoüs, el levr-man, dreist pep tra, eo ar mailhoni a ziskouez J. K. Rowling war bsikologiezh he zudennoù. Tregernin a ra o zrivliadoù e kalon al lenner. Bez ez eus enno ur reizhded ral, a ro he friz d’an oberenn. Gouest eo bet, betek ar fin, da lakaat Harry, Ron, Hermione ha Draco da greskin en oad ha da zarevin.

Echu eo gant Harry Potter, emezi. Ne vo levr all ebet goude hennezh. Trist on, met breman m’em eus echuet anezhan, e komprenan ivez eo bet lavaret pep tra.

Trugarez J.K. Rowling, evit an hunvre brav-se en deus luskellet ac’hanon ken pell !

Spi em eus e vo tu da welet ar pezh-c’hoari e galleg un dezi bennak…


Harry Potter 1, 2, 3, 4, 5, 6, 7 ; Joanne Kathleen Rowling, Bro-Saoz (1997-2007)

Harry1

Pa m’ bije un “épouvantard” da lakaat da dec’hout kuit e soñjfen en deiz m’em eus dizoloet Harry Potter. Tridus eo da vat. N’hellan ket kompren penaos e c’heller ijinañ bedoù ken diwirion ha ken gwirion war un dro. Ur voem eo. Un estlamm. Ur marzh.
harry2
Ar pep gwellañ eo e pad an huderezh pelloc’h eget al lennadenn gentañ, peogwir em eus bet kement a blijadur oc’h adlenn anezho holl e saozneg hag e oan d’an nebeutañ ken strobinellet.
Resis, deskrivet munut, pinvidik
harry3
Dav eo din anzav e lennan buan ar c’hrogadoù Quidditch a gavan hir un disterig alato.
harry4
Ne daolan ket nemeur a evezh ouzh an itrik ; kavout a ra din eo spontusoc’h c’hwi-oar-piv pa vez komzet diwar e benn eget pa vez sellet outañ tal-ouzh-tal ; ha ne vourran ket re ouzh an istorioù spont dre vras. Holl binvidigezh al levrioù-se, evidon, zo en en-dro, er bed he deus krouet J.K.Rowling, e familh Ron, e Poudlard, en tudennoù a eil renk…
harry5
Deuet eo a-benn da lakaat ar vugale da vrasaat a levrenn da levrenn gant gwirheñvelded, a gav din.
harry6
<n'on ket bet dipitet gant ar fin, kavet en deus din he doa raktreset mat pep tra ar skrivagnerez, ha souezhet brav on bet gant afer Rogue !

…Pa serran Harry Potter en em santan evel emzivadez !

harry7