Tag Archives: Riou

Dogan, Jakez Riou (1943)

Ar pezh-c’hoari-mañ n’eo ket da renkañ e-touez oberennoù bras Jakez Riou. Berr-kenañ eo, dija, ha n’eus ket kalz danvez enni.

Gwelet a ran anezhañ kentoc’h evel ur farsadenn, ur “private joke” etre daou vignon o doa miret spered lamponed : Jakez Riou ha René-Yves Creston, en doa graet an tresadennoù da heul an destenn (e-touez tudennoù ar pezh-c’hoari ez eus un arzour, anat eo perak). Ar re-se n’int ket bet adkemeret evit an embannadur-mañ, ar pezh a zo domaj. N’o doa ket klasket an daou vignon lakaat embann o “oberenn” kennebeut. Kavet o doa farsus-kenañ an darvoud, a ouezent marteze muioc’h eget ar pezh ne lavaront diwar e benn, ha savet e oa bet ar pezh-c’hoari evit reiñ ton dezhañ ha c’hoarzhin etre mignoned.

Un nebeud damc’herioù farsus a zo, eskemmoùoù skañv, lakaat a ra da c’hoarzhin pe de vousc’hoarzhin, ar pezh a oa ar pal. Interest pennañ ar skrid n’emañ ket amañ ken en deiz a-hiziv, a gredan. Sikour derc’hel soñj eus an taol disujidigezh aroueziek ma oa tarzhadenn monumant ar vezh, ne lavaran ket.

Advertisements

E bro Yvonne, Jean Ropars hag Yvonne Riou (1995)

Roparz-Jean-E-Bro-Yvonne-T2-Livre-875075757_MLNe ouezan ket penaos e oa en em gemeret Jean Roparz evit lakaat Yvonne Riou da gontañ he buhez ken hir amzer : ar pezh a zo sur eo en deus duet 5 levrenn stank gant hec’h eñvorennoù.

Ganet e oa bet Yvonne e bro-Leon er bloavezhioù 20. Fraezh e oa chomet enni amzer he bugaleaj, ha kontañ a ra gant forzh munudoù, heñchet gant goulennoù ha ne weler ket anezho. Lennet e vez al levr tre evel pa vije bet skrivet ganti hec’h-unan.

N’em eus ket soñj da vezañ lennet ken hir a levriad eñvorennoù diwar-benn ur vuhez ken “munut” ma c’hellan lavaret (n’eo ket bet Yvonne o klask he bara nag o stourm e arme Napoleon, lakaomp). Kement tra a lavar a sell ouzh ar gevredigezh e oa ganet enni, ur gevredigezh aet da get bremañ, ha n’eus levr all ebet o vont ken don en deskrivañ a ra eus ar gevredigezh-se. Pizh e vez sellet ouzh kement darvoudig eus ar vuhez : skol-lojañ ar seurezed, pouez ar relijion e buhez an dud (bras-meurbet, betek ur poent hor bije poan oc’h ijinañ ma ne vije ket skrivet du war gwenn), labourioù an atant ha soursi ouzh al loened, penaos e veze desavet ar vugale, sekselezh, ha kement ‘zo. Un testeni dibar eo diwar-benn buhez ar gouerien (ar wilioted, evel ma lavar-hi), ha, war va meno, un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh, pa oa diazezet ar gevredigezh-se war al labour a-lazh-korf forzh penaos, pe vije evit gwazed, merc’hed pe vugale…

Laouen eo Yvonne eus an doare m’eo bet desavet koulskoude. Er stern strizh-se eo deuet a-benn da gavout he c’hempouez, ha diskouez a ra bezañ leun he c’halon a vennozhioù e-keñver he c’helenn kristen. Lorc’h zo enni, p’eo deuet eus ar gwellañ an deskadurezh-se eviti. D’ur mare bennak koulskoude, e sav ouzh ur beleg, an hini a lavar dezhi he deus dibabet fall he gwaz da zont : diskouez a ra eo deuet a-benn da stummañ mennozhioù dezhi hec’h-unan a-benn ar fin ! marteze… kar he familh hag ar gevredigezh zo a-du ganti, n’eo ket un akt a stourmerezh kennebeut.

E-touez ar re (niverus) em eus lennet, an eñvorennoù-se eo ar re a zeskriv ar gwellañ tro-spered an dud, ar pezh a vroude anezho, ken war ar pemdez hag evit an degouezhioù dreistordinal. Gwallzedennus em eus kavet anezho, daoust ma padfe al lennadenn (dleet em eus troc’hañ anezhi e meur a damm, kuit d’ober ur re gofad). E penn kentañ e oan souezhet bras gant brezhoneg Yvonne, anezhi un “terminal speaker” : ur c’hementad bras a c’herioù a lavar e galleg, gerioù eeun, hon eus ni nevez-vrezhonegerien ur par dezho o tond diouzhtu war beg hon teod. En em voazet on, ha goude ul levr pe zaou, em eus merzet e raen ur sapre eostad a c’herioù ha frazennoù talvoudus daoust da se : war  boent ar yezh ivez ez eus kalz pinvidigezhioù da dennañ eus an eñvorennoù-se.

Lakaet e oant bet e galleg e 1991 ha pedet e oa bet Yvonne d’un abadenn-dele gant Bernard Pivot da heul : ur bern tud, moarvat, o doa en em anavezet en he c’homzoù. Marvet eo e 2013.

Kavet e vez levrenn gentañ E bro Yvonne en-linenn amañ. Dedennus eo ar c’hentskrid evit kompren talvoudegezh labour Jean Roparz hag Yvonne. Kavout a ra din n’eo ket aet pell a-walc’h hennezh en e labour war an destenn koulskoude : sur-mat en deus tennet traoù lavaret div wezh hag a oa kichen-ha-kichen met laosket en deus reoù all pell a-walc’h an eil re diouzh ar re all, techet ma oa Yvonne evel kement den en em gont da zont en-dro war ar fedoù pouezusañ. Fellet ez eus bet da Jean Roparz, ouzhpenn, leuskel ur roudenn eus lusk an diviz, ha lakaet en deus ur rummad trifikoù bep tro ma chome Yvonne o klask he gerioù. 5 levriad-pad a ra re, hag heuget e vezer goude ur prantad, n’heller ket mui anduriñ ar poentadur-se !

Paeañ a ra an dalc’husted avat, ha ne vo ket didalvoud ho strivoù ma z’it betek penn.


An ti satanazet, Jakez Riou (1944)

En ur skrivañ ar romantig-se ne oa ket pal Jakez Riou sevel un oberenn lennegel : paeet e veze evit sevel ur romant-kazetenn, hag e rae, netra ken… hag awenet pe get.
Bouilh eo an oberenn e gwirionez ha n’eus ket kement-se a bennadoù re hir daoust ma vije dizingal un tamm. Ar gudenn, evidon-me, zo kentoc’h gant ar foñs ar wezh-mañ c’hoazh. Klask a ra lakaat an dud da c’hoarzhin, ha me laka eo bet efedus pa veze lennet a sizhun da sizhun. Blaz ar c’hozh zo war e fent avat, n’eus netra soutil ennañ. Ar santimant em eus e krede e oa ret bout ponner evit lakaat ar gouerien, ar bobl, da c’hoarzhin, pa oa danvez ennañ da skrivañ traoù ken soutil ha Geotenn ar Werc’hez… Me gav din ez eus un islonk etre an div oberenn-se. Ret eo lavaret e oa degemeret mat an doare fent-se : traoù heñvel em eus kavet meur a wezh e skridoù Loeiz ar Floc’h, moarvat e rae berzh…


Lizer an hini maro, Jakez Riou (1925)

Brudet mat eo Jakez Riou : c’hoant a sav en Yann Lenner d’ober tro e oberennoù, n’int ket ken niverus-se… Met diaes eo kavout Lizer an hini maro en deiz a hiziv.

Ma n’emañ ket en ho levraoueg e c’hellit lenn anezhañ war Embannadurioù an Hirwaz

Seksi eo an titl ha kavet en doa din e kroge mat al levr o vezañ m’eo bev-birvidant e dudennoù en un en-dro depegnet kaer gant Jakez Riou : ar pezh a zeu ar gwellañ dindan e bluenn eo an natur. War ar poent-se eo skrivet mat ha plijus da lenn. Met un degouezh n’eo ken, kazimant. N’eo ket eus an natur en doa c’hoant Jakez Riou da gaozeal, eus ar mezvierezh ne lavaran ket. Un hir a sarmon a-enep ar boeson eo ar romant-mañ, evel ma oa ar c’hiz d’an ampoent. Gwir eo e oa peadra d’en em chalañ gant ar reuz a zegase e Breizh goude ar brezel 14, ha lennet ‘m eus meur a skrid gant Loeiz ar Floc’h (a-raok hennezh, eta) oc’h embann ar memes soñjoù. Krediñ a rae Jakez Riou en em zreuskase ar mezvierezh a rumm da rumm, gant se n’eus spi ebet da gaout evit e dudennoù a zo tonket da echuiñ fall n’eus forzh pegen liammet e oamp outo… Gant un tem ken stag ouzh e amzer en deus koshaet fall al levr. Ar yezh, hi, n’he deus ket koshaet ha talvoudus eo lenn ar romant eviti.
Tost en em santan ouzh ar skrivagner pa liv an natur ha drezi melkoni ha trivliadennoù denel, evel ma raio diwezhatoc’h e Geotenn ar Werc’hez. N’on ket trec’het gant e fent a gavan gros ha pout avat. Ma c’hoarzhit, kontrol din, a galon vat gant e farsadennoù e vezoc’h plijet gant e eil romant : An ti satanazet.