Tag Archives: Rhinehart

L’homme-dé, Luke Rhinehart, Stadoù-Unanet (1971)

Romant brudetañ ar skrivagner George Powers Cockcroft, e anv-pluenn Luke Rhinehart, eo L’homme-dé.

Tennet eo eus buhez ar skrivagner, tamm-pe-damm. Da vare ur bodad-stummañ diwar-benn ar frankiz eo en doa divizet leuskel un diñs da gemer divizoù pouezus evit e vuhez.

En ur lenn ar romant-mañ em eus digoret va daoulagad war ar fed eo madober an tudennoù unan eus skoulmoù diazez ar sevel romantoù. An dudenn-mañ n’eo ket eñ a zibab e vuhez, met un diñs. Kollet e vez sont gant al lenner tamm-pe-damm abalamour da se, pa vez ar fed ober dibaboù, mat pe fall, pebr an holl istorioù skrivet, ha kalon an hevelebidigezh.

N’em eus ket bet kalz ebat o lenn ar romant, skrivet eo gant an diñs (hag ez eo !), da lavaret eo digempouez a-walc’h, gant cheñchamantoù lusk ha savboent niverus. Ha diaes eo lenn ur romant ne z’a da neblec’h pa ne zeuer ket a-benn da gompren personelezh ar penndudenn. Met an tem anezhañ a ya pell, seul vui m’eo tamm-pe-damm un istor wir. Ar fed en dije lakaet ar skrivagner ur bredelfennour da haroz e istor a bermet mont pelloc’h eget an darvoudoù ha dielfennañ don an traoù. Ha pa soñjer mat, n’eo ket sot tamm ebet an doare.

A-hend-all eo ur romant a lak e benndudenn da vountañ war ar bevennoù a bep seurt lakaet dezhañ gant ar gevredigezh, kement ha lavaret eo dichadennet a-fed sekselezh, feulster hag a bep seurt. Diaes eo da lenn ivez peogwir e lak ar bed a anavezomp, hor reteroù kevredigezhel, da vrallañ.

Da lenn evit digeriñ dremmwelioù nevez, dic’hortoz.

Advertisements