Tag Archives: reporter

Les aventures de Boro, reporter-photographe 1 : La dame de Berlin, Dan frank ha Jean Vautrin, Frañs (1987)

Levrenn gentañ ur rummad a 8 eo honnezh. Skrivet a zaou zorn, bez he deus da haroz Boro, ur yuzev hungariat a zo bet awenet kalz e grouerien gant al luc’hskeudennour Robert Capa evit sevel e dudenn.

Ur seurt romant-avañturioù-polis istorel eo La Dame de Berlin. Kregiñ a ra just a-raok na errufe Hitler e penn bro-Alamagn. Pourmen a ra an haroz dre Europa. Livet-kaer, romantel, dreistordinal eo e droioù-kaer ha n’heller ket enouiñ o lenn anezho. Ur stil o deus ar skivagnerien, a zegas fent da vareoù dic’hortoz ; un implij ampart eus ar galleg ivez, ur geriaoueg pinvidik war meur a live-yezh hag ur blijadur o c’hoari gant ar yezh, dre vras.

Ar pezh am eus kavet dedennus eo an endro istorel dreist pep tra, betek bezañ direnket un tammig gant ar fed e lak anat ar skrivagnerien eo bet skrivet al levr goude an darvoudoù istorel. Da lavaret eo ne glaskont ket lakaat al lenner da zisoñjal e ved dezhañ ha da splujan korf hag ene en istor a gontont, kentoc’h e tegasont soñj re alies eus ar pezh a zo o vont da c’hoarvezout. Emzalc’h pep haroz a glot muioc’h gant hini unan a oar petra eo bet an Istor, eget gant unan a vije paket e kreiz an tourmant hep bezañ re sur pelec’h kas e gammedoù. Gant se, n’eo ket ken gwirheñvel ha m’en dije gellet bezañ.

Ur meskaj deuet brav, gant un dakennig a Gorto Maltese, kalz Istor, fent forzh pegement, suspens pa vez ret, dilammadennoù niverus-meurbet… Un evezh pizh zo bet roet d’an doareoù treuzdougen el levrenn-mañ : kirri ker, tren, zeppelin… An harozed, dibabet mat, a zo gwezh pinvidik, gwezh paour, kement hag ober un dro glok eus kevredigezh ar mare. Gant ur stil disheñvel-mat, e kavan kerentiezh etre al levr-mañ hag hini Timothée de Fombelle, Vango.

Lennegezh poblek a live uhel, a lavarfen. Gwelet e vo m’eo bet gouest ar skrivagnerien da zerc’hel gant o lusk diaoulek el levrennoù a heul, daoust ma vo ret d’an amzer mont war-raok ha, marteze, tizhout bloavezhioù n’eo ket ken pinvidik ar vouedenn da dennañ diouto hag hini ar bloavezhioù tregont e Frañs hag Alamagn.

Advertisements