Tag Archives: Réinventer

Réinventer la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2000)

Al levrenn gentañ a zisplege petra eo bannoù treset, penaos ez eont en-dro, peseurt perzhioù mat pe fall o deus e-keñver mediaoù all. Dre he sujed e oa nebeutoc’h en arvar da goshaat.

Gant al levr-mañ e klask Scott McCloud tresañ un dazont, pe meur a hini, dezho. Sevel a ra martezeadennoù. Ha se, 18 vloaz ‘zo : kement ha lavaret eo dic’hizet un tammig ar pezh a gont diwar-benn istor ar stlenneg (fin, dic’hizet n’eo ket, met anat eo ne z’a ket pell a-walc’h an displegadennoù evidomp-ni bremañ)…

Daoust da se, en em ziskouez pellwelour, ha gwellaour ivez. Unan eus perzhioù dibar an hir a zisplegadenn-mañ, eo ar feiz en deus Scott McCloud e-barzh an dazont, ijin an dud, ar Genrouedad… plijet ken-ken on bet gant e savboent war ar produioù niverel (difenn ar bannoù-treset dizanvezelekaet zo kement ha stourm evit a romantoù niverel, neketa ?), da skouer. Met ne c’heller ket bihanaat e oberenn d’an dra-se, pinvidik-meurbet eo.

Entanet on gant e labour. Kleuziañ a ra pell-tre, displegañ a ra eus ar c’hentañ, koñseptoù hag em bije bet mil boan o lenn anezho en ur stumm levr klaseloc’h, marteze. Petra eo an arz ? Penaos e vez gwallet, gant piv, perak ? Penaos talañ ?…

Seul souezhusoc’h eo din bezañ ken gwallzedennet, ma n’on ket ul lennerez bannoù-treset touet. Neuze e kredan eo ul levr mat evit n’eus forzh piv, memes ar re a zo pell eus ar bed-se. Ur wezh fourret e fri e-barzh, n’eus ket tu ken d’e zibegañ. Ur marzh !

Advertisements