Tag Archives: Racontars

Racontars arctiques, Jørn Riel, bro-Danmark (1974-2009)

1-jorn-riel-la-vierge-froideE danek eo bet skrivet al levrioù-mañ. Perzh en doa kemeret Jørn Riel en ur gefridi skiantel e Groenland, lec’h ma oa chomet e-pad 16 vloaz da vevañ. Eus ar pezh en doa gwelet ha klevet du-hont en deus tennet an 10 levrenn-mañ, enno testennoù berr etre kontadennoù ha danevelloù.2-jorn-riel-safari-arctique

Setu amañ an heuliad a-bezh (diaes eo lakaat urzh en embannadurioù) :4-jorn-riel-cure-denfer

1) La vierge froide et autres racontars – 1974

2) Un safari arctique et autres racontars – 1975

6-jorn-riel-gros-bobard3)5-jorn-riel-voyage-nanga La passion secrète de Fjordur et autres racontars – 1976

4) Un curé d’enfer et autres racontars – 1977

5) Le voyage à Nanga : un racontar exceptionnellement long – 19817-jorn-riel-canon-lasselille

6) Un gros bobard et autres racontars – 1986

7) Le canon de Lasselille et autres racontars – 1988

9-jorn-riel-la-circulaire8) Les 8-jorn-riel-ballade-haldurballades de Haldur et autres racontars – 1993

9) La circulaire et autres racontars – 1994

10) Le Naufrage de la Vesle Mari et autres racontars – 1996

Gwelloc’h eo lenn anezho en urzh, peogwir e vez implijet an hevelep tudennoù atav, hag e tesker anavezout anezho tamm-ha-tamm. Anv a vez alies eus an traoù c’hoarvezet kent.

Mezvierien, gerioù gros, seks, gevier, marv, gwad, feulster, setu dre vras ar pezh a gaver el levrioù-mañ. Koulskoude e red enno ur varzhoniezh hep he far, hag ur fent hollvezant. Ha n’eus ket da grediñ eo deuet an istorioù evel ma teu e teu gant ar skrivagner, gwelet e vez en navet levrenn pegen brav en deus rakwelet ha skoulmet an traoù. Dibab a ra ar skrivagner e c’herioù gant aked, ar pezh a zegas kalz a fars a-wezhioù. Bamus eo, e gwirionez.10-jorn-riel-vesle-mari

Ral eo din lenn testennoù ken divoutin, deskiñ kement a draoù, ha c’hoarzhin a galon ken frank ! Ur bennoberenn vedel, n’hellan ket kompren perak n’eo ket anavezet muioc’h hag eo ret en em gavout ganti dre zegouezh… Ur rummad eo e vije ur pec’hed chom hep e lenn.

Advertisements