Tag Archives: que

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Qu’est-ce que je fais là, Bruce Chatwin, bro-Saoz (1988)

quest ce que je fais laIskisat levr, en em gavet etre va daouarn dre zegouezh e-kerzh e bourmenadenn dre ar bed : ul levr-beajer eo, bet prenet a-ratozh gant unan bennak evit e lakaat da straniñ lec’h-pe-lec’h dezhañ da vezañ lennet gant ar muiañ posubl a dud (Bookcrossing).
Ma rafen seurt traoù, en em soñjfen mat war titl al levr a gasan da roulañ e vuhez, em eus soñjet, ha dre ma n’anavezen ket ar skrivagner em eus bet c’hoant da deurel ur sell war hennezh.
Anat eo an dibab : ur skrivagner-beajer e oa Bruce Chatwin. Tremenet en deus e vuhez o kantreal e pep lec’h er bed. Strollet en doa e-unan an testennoù a gave skrivet ar gwellañ evit sevel an dastumad-se. Levrioù all a gaver dindan e bluenn, hennezh a ziskouez bezañ an hini diwezhañ peogwir eo marvet e barr e oad, diwar ur gleñved divoutin paket gantañ e bro-Sina.
N’eo ket unvan al levr. Dre vras e kaver tri seurt testennoù : testennoù o kontañ kejadennoù, eskemmoù buhezek ha tost gant tud, dister a-wezhioù. Ar re-se a vez mat atav. Testennoù all diwar-benn tud brudet (kalz pe nebeut) eo bet Bruce Chatwin o sevel goulennoù diganto, war meur a gevandir. An testennoù-se, m’int skrivet gant ur bluenn asur, n’on ket bet dedennet ganto holl : hervez personelezh an den aterset e oa, e gwirionez. Unan eus ar re wellañ evidon zo diwar-benn Madeleine Vionnet, gwrierez awenet. Kontañ a rae Chatwin e-touez e vignoned tud evel Howard Hodgkin pe George Ortiz, met bet eo o tivizout gant tud evel André Malraux, Werner Herzog, Ernst Jünger, ha tud all eo ur blijadur klevet anv anezho evit ar wezh kentañ, ha gouzout diwar o fenn : Donald Evans, a live war timbroù ; Maria Reiche, ur vaouez he deus gouestlet he buhez ouzh ar pampa…
Testennoù muioc’h politikel a zo ivez ha n’on ket bet bamet ganto holl. Tro en doa bet Bruce Chatwin da heuliañ Indira Gandhi e-pad he c’houzad evit an dilennadegoù, an dezrevell-se zo farsus peogwir e tiskouez ur vaouez ha ne ra forzh gant tud he fobl hag a zo koulskoude azeulet ganti… Tapout a ra bro-C’hall he fegement diwar-benn he rol e brezel Aljeri hag an doare m’he deus graet ouzh an aljerianed goude ar brezel, e Marsilha peurgetket, e-barzh La très triste histoire de Salah Bougrine. Peurliesañ e kaver ur fent soutil en testennoù. Unan eus ar re wellañ war ar poent-se zo diwar-benn ar yeti. Bet eo Bruce Chatwin oc’h heuliañ e roudoù, ha darbet en em gavout fri-ouzh-fri gantañ, war a seblant. Ne oar ket e-unan petra da soñjal…
Stamboc’hus eo lenn an holl destennoù-se, ken disheñvel an eil diouzh egile, en un tenn. Ma adlennan al levr-mañ diwezhatoc’h (m’en em gavan gantañ adarre, peogwir em eus roet e frankiz dezhañ en-dro) n’on ket sur eo gant an hevelep testennoù e vin desachet, hervez ar broioù en deus c’hoant al lenner da ergerzhout, an temoù tost ouzh e galon, ne c’hell ket al levr-mañ bezan lennet er memes mod gant an holl.
Ar pezh a vank evit reiñ stag d’an holl destennoù-se eo ul linenn-stur (lod eus an testennoù a oa bet skrivet evit kazetennoù doare Garden, lod all evit ar familh…). Kontrol da Gao Xingjian e Menez an Ene, ne ziskouez ket ar beajer m’eo Bruce Chatwin bezañ o klask muioc’h eget ar gejadenn merket, a gas da benn gant doujañs. Dedennus eo peogwir eo speredek an den. Met evidon, boaz da stagañ ouzh ar beajoù ur ster speredel, n’eo ket trawalc’h… marteze.


Y’a que les ânes qui s’appellent Martin, Agnès Bismuth, Frañs (1999)

Y'a que les ânes qui s'appellent Martin
En em gavet dre zegouezh gant an titl farsus-se el levraoueg, dav dezhi, er sac’h ! ha lennet kerkent hag erruet er gêr kement hag ober : berr ha dudius eo ar romant, ha skrivet bras tre. Troioù-kaer ur baby-sitter yaouank a vro-saoz oc’h erruout en un ti tri bugel ennañ, met… tad na mamm ebet ! klañv eo ar re-se ha dic’houest da sevel evit he degemer. Ar vugale, an hini brasañ anezho e CM moarvat, a ra war-dro pep tra e-barzh an ti hag a heñch ar plac’h yaouank hervez o c’hoantoù, dre ma pad ar c’hleñved…
Un istor spontus eo ma ne seller nemet ouzh an itrik, met kontet eo gant kalz a fent hag a skañvded, daoust ma vije gwirion emzalc’h ar vugale hag ar plac’h yaouank (ha kalz nebeutoc’h hini an dud “klañv”). Martin, ar mab henañ, a gont peurliesañ, gant fazioù fentus a gompren pe a reizhskrivañ ; a-wezhioù e seller ouzh an traoù hervez savboent ar baby-sitter ivez : honnezh n’eo ket ur mailh war ar galleg, normal eo, deuet eo evit deskiñ, pa soñjer mat… met abalamour da se e vo touzet brav !
Ul levrig mat, diverrus, digant ur skrivagnerez ne ziskouez ket en em gavout : netra gwelloc’h da ziskuizhañ.
Genidik eo Agnès Bismuth eus bro-Dunizi met deuet eo da vevañ e Frañs.


Moins que zéro, Bret Easton Ellis, Amerika (1985)

Moins que zéro
Kentañ romant ar skrivagner, mignon da Donna Tartt, eo (hennezh a vountas anezhi da skrivañ) : hini ur paotr yaouank 20 vloaz. Ne vez ket santet e-barzh ar skritur, a zo brav, resis ha didruez. E-barzh an tem e vez avat pa heuilhomp ur studier war e vakañsoù tro Los Angeles lec’h m’emañ e dud o chom, e-touez ar yaouankizoù a-oad gantañ. A fest da fest, a barty da barty, a ostaleri da ostaleri omp kaset eta en amzer-vremañ dre bennadoù berr evel klichedoù ur prantad vakañsoù. Koulskoude n’eus levenez ebet er romant-mañ, kriz spontus eo. An holl dud yaouank-se, paour-kaezh pinvidien ma z’int o ruziañ eus ur poull-neuial prevez d’egile, ne gavont ster ebet d’o buhez a glaskont reiñ ul liv bennak dezhi en ur evañ ha kemer drammoù a bep seurt. Ar garantez, ar marv, ar c’hastaouiñ, ar jahinañ memes a goll eus o nerzh hag eus o ster. Gwall enkrezus eo da lenn eta, daoust ma ne vije ket toull peogwir e vez treuzet ar romant gant goulennoù-bezañs, dister o flas e genoù ul lonker drammet bennak marteze, met a ra un hir a hent e penn al lenner. Ur romant bihan skoüs eo a chomer intret gant e aergelc’h betek mel e eskern ur wezh aet e-barzh. Brrr !