Tag Archives: quand

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Quand les sirènes se taisent, Maxence Van der Meersch, Frañs (1933)

Ar skrivagner Maxence Van der Meersch a oa brudet-kenañ pa oa bev, koulskoude, ne vez dalc’het soñj anezhañ nemet gant tud e rannvro en deiz a-hiziv : Norzh ar Frañs. Evit dizoloiñ ar vro-se eo em eus dibabet ar romant-mañ. Kontañ a ra war an tomm un diskrog-labour hir a oa bet e 1931 e labouradegoù ar gwiad. Ma oa bet ganet ar skrivagner en ur familh en e aes, ne oa ket heñvel evit e wreg, a oa micherourez. Peadra zo da grediñ e oa titouret mat-tre eta. Diskouez a ra dre un dibab tudennoù, kazi holl eus an hevelep “porzhiad” penaos e vez bevet ar prantad amjestr-se gant an hiniennoù hag ar familhoù. An dud-se, a oa paour dija, a grog da greviñ gant an naon. Sevel a ra fulor enno. Dichadennet e vez o drougivouloù.

Kavet em eus ar romant-mañ tost-kenañ da Germinal. Met gwir eo n’em eus ket adlennet hennezh abaoe 35 bloaz bennak, ar pezh ne aesa ket ar c’heñveriañ. Kempouez eo an istor, paket e vezer gant tonkad an tudennoù dibabet. Echuiñ a ra gant fin ar grev, ha gant ur meni happy end.

En ur glask titouroù diwar-benn ar skrivagner em eus dizoloet eo renket ar romant-mañ e-touez ar romantoù “proletaer” – kentañ tro din klevet an anv. Meur a hini em eus lennet dija, avat. Levezonet e vije ivez gant feiz kristen ar skrivagner. Ne gav ket din e vije santet nemeur, nemet a vare da vare : ur pennad a skouer-vat diwar-benn ur vandennad paotredigoù “vis enno” a gas o devezhioù o treveziñ ar skouerioù fall a welont e sinema ar c’harter (westernioù, lakaomp) en deus laosket ac’hanon gant va c’henoù digor war nav eur. Displijet on bet ivez gant ur seurt doug a ziskouez Van der Meersch d’ar feulster. Fellet a ra dezhañ diskouez, betek re, betek ma teufe da vezañ direnkus. Evel-just n’eo ket dic’houzañvabl, emaomp er bloavezioù 30, met n’em eus ket kavet yac’h an nebeut lodennoù-se.

Pozitivel eo va bilañs koulskoude. Mat eo ar romant evit anavezout Norzh bro-Frañs d’ar mare-se, eus an diabarzh, tu ar beorien. An tiez renket dre “borzhiadoù” a seblant bezañ skouer. Diwar-benn an diskrogoù-labour hag emzalc’h ar vicherourien eo e vez desket ar muiañ.

3 bloaz goude Quand les sirènes se taisent en doa bet Maxence Van der Meersch ar priz Goncourt evit e romant L’Empreinte du dieu.


Quand est-ce qu’on arrive, Howard Buten, Amerika (2002)

Quand est-ce qu'on arrive

Levrioù all gant Howard Buten, Quand j’avais cinq ans je m’ai tué, Le coeur sous le rouleau compresseur ha Monsieur Butterfly, em eus lennet meur a wezh hag a chom em levraoueg evit pell c’hoazh.
Daoust hag-eñ on taget gant ar gozhni ? N’on ket bet plijet kalz gant hennezh, na gant Il faudra bien te couvrir, adtommet eo ar geusteurenn a gav din, ha disteraat a ra huderezh e levrioù kent dizoloiñ e deknik-gwriat.
E mod-se, pa ne beger ket en istor, e c’heller sellet ouzh ar c’hrafoù. Unan mil implijet gantañ eo an diviz bouzarded : unan a lavar un dra bennak d’unan all, hag a “respont” en ur heuliañ e soñjoù dezhañ, ar pezh a zegas d’e soñj pezh zo bet lavaret gant an hini kent. Lakaat a ra da soñjal er c’hoari “ti ar re foll” a reer er c’hreizennoù-vakañsiñ evit ar vugale. Arabat respont d’ar goulenn zo bet savet ouzhoc’h, met d’an hini ‘oa bet savet d’unan all a-raozoc’h.
Maneal a ra an diviz bouzarded gant kalz a varzhoniezh.