Tag Archives: purgatoire

Biel Elies : Un chanoine au purgatoire, Mikael Madeg (2013)

biel-elies-2Buhez hag oberenn ar skrivagner leonad Biel Elies a vez kinniget el levr-mañ e galleg gant Mikael Madeg.

Dedennus-tre eo, pa n’eus ket bet skrivet kalz traoù all diwar e benn : chom a ra pep tra da zizoloiñ. Divizet em eus lakaat al levr-mañ da bennad-digeriñ d’al lennadennoù a rin e brezhoneg eus oberennoù ar skrivagner (ar pezh a gavan anezho, d’an nebeutañ). Efedus-tre eo bet evit reiñ youl din d’en ober ha mall zo warnon kregiñ ganti.

Plijadurus eo al lodenn gentañ, a gont buhez Biel Elies. Soñjal a rae din ez afe decrescendo an interest gant roll an oberennoù met faziet e oan : pep testenn meneget a vez kinniget gant un deskrivadur ha soñj Mikael Madeg, ar pezh a lak al levr da chom pinvidik betek ar fin. Dielfennadurioù a bep seurt a zo ivez.

Un dra em eus kavet iskis er penn kentañ eo bezañs Mikael Madeg er pezh a skriv en e studiadenn : n’eo ket un doare klasel da resteurel seurt enklaskoù, ha lakaet e oan diaes gantañ er penn kentañ. Goude bezañ tizhet fin al levriad eo cheñchet va soñj : en ur lemel pilpouserezh an “ni” skolveuriel e kav din en deus gellet mont donoc’h en dielfennañ, tostaat muioc’h ouzh kalon an den hag an oberenn. Ouzhpenn deskiñ ur bern traoù e reomp anaoudegezh gant Biel Elies, evel gant ur mignon kinniget gant unan all. Mat eo bet din.

Ar youl da chom hep disoñjal tra-pe-dra a lak an traoù da vezañ adlavarus a-walc’h tro ar fin : kasaüs un tamm, met efedus evit eñvoriñ.

Advertisements