Tag Archives: Priel

Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.

Advertisements

An teirgwern Pembroke, Jarl Priel (1957)

An teirgwern pembroke
E gwirionez e oa bet skrivet al levr e galleg da gentañ gant Jarl Priel : Le trois-mâts errant, hag embannet e 1931. Me gav din eo unan eus an oberennoù gwellañ em bije lennet biskoazh e brezhoneg, koulskoude ne gav ket din o dije soñj gallegerien ‘zo eus an embannadur gentañ… Ne renkañ ket anezhañ e-barzh an troidigezhioù eta. Forzh penaos e oa un azasadur.
Un strolladig a vourc’hizien a Landreger en em vod evit lakaat an taolioù da dreiñ. Mont a reont e darempred e mod-se gant bagad martoloded an teirgwern Pembroke a oa dianket 15 bloavezh kent hep na vije bet gouest den da zisplegañ petra oa c’hoarvezet. Pep den eus ar bagad a zeu da gontañ e istor a-raok advevañ e varv… Betek ma vo diluziet pep kevrin… Met tomm e vo ivez da lêr an droerien daolioù… Lakaat a ra ac’hanon da soñjal en 10 petits nègres gant Agatha Christie. Ar suspens zo espar, n’eus levr brezhonek all a vije kement anezhañ e-barzh. Ar stil zo dreist, labouret ha klasel-meurbet gant ur brezhoneg pinvidik ha blazet c’hwek ; an ambiañs zo eus ar c’hentañ, evel e danevelloù spouronus Maupassant… Laouen-meurbet e oan pa oa bet adembannet e 2002 : lenn a ran anezhañ bep 10 vloaz gant ur jourdoul dideuz !