Tag Archives: pour

Contes pour petites filles libertines, Nadine Monfils, Bro-Veljik (2011)

Merc’hedigoù, likaouer : daou c’her enep. Hag ur jener dic’hortoz evit lennegezh erotel, hini ar c’hontadennoù, pas ken pell-se eus ar sujed pa soñjer mat met en un doare kuzh er c’hontadennoù-pobl, tra m’eo hollvezant en testennoù-mañ.

Plijet on bet kalz gant lod anezho, leun a ijin hag o tistilhañ un aergelc’h ispisial-kenañ, en o zouez Le thé à l’orange, Le noyau de pêche, Une petite fille bien sage, Le ruban de velours rose, La petite fille qui ne disait jamais rien, Lettre à ne pas mettre entre toutes les pattes… Ur rummad all em eus kavet dedennus, ar c’hontadennoù a luc’h war-zu ar spont : Le monsieur qui attendait, Une petite fille bien sage, La clef, Le cimetière des poupées, Les yeux verts… E istorioù ‘zo e c’hoari ar skrivagnerez gant ampartiz, hag alies gant kalzig a fent : Le fil d’Ariane, La nouvelle… Gwezhioù all e kave nre ziskouezus, pe re chuchu, an istorioù.

Peurliesañ e vezen skoet gant an ijin a zispak ar skrivagnerez, oc’h implijout traoù tennet eus bed ar vugaleaj (poull-traezh, loened, c’hwezigelloù, margodennoù, poupinelloù, mekanikoù…). Ur gontadenn nemeti, war ouzhpenn 15, a adimplij tem unan hengounel, Luduennig : Cendrillon 2011. Echuiñ a ra gant fent du. Soñjal a ra din e tenn o awen an istorioù-mañ diwar hunvreoù, muioc’h eget diwar eriunelloù.

Re souezhet on bet, emichañs, gant al lennegezh dic’hortoz-se evit bezañ entanet. N’em eus ket kavet fall an torkad en holl koulskoude. Lakaat a ra diaes a-wezhioù, gant e vibiliaj binimus. Evit ur wezh e vez kouplet lennegezh hag erotelezh. Reiñ a ra tro da addizoloiñ arz ar c’hontadennoù en ur elumiñ en-dro ar guriusted a oa hon hini pa oamp bihan. Perak pas ?

Da chom hep profañ d’ar vugale avat, anat.

Advertisements

Requiem pour un ange 1 : Les quatre fins dernières, 2 : Le jugement des étrangers, 3 : L’office des morts, Andrew Taylor, bro-Saoz (1997, 1998, 2000)

Ur rummad a dri romant-polis, a c’heller lenn pe pep hini diouzh e du, pe an eil da heul egile… pe, zoken, war-gil, eus an trede d’an hini kentañ ! Peogwir en deus dibabet ar skrivagner distreiñ pelloc’h en amzer, a vuzul ma ya e heuliad war-raok. Itrik Les quatre fins dernières zo lec’hiet en hon amzer-ni, hini Le jugement des étrangers er bloavezhioù 70 hag hini L’office des morts er bloavezhioù 50. Liammet eo an teir istor gant daou familh a bledont ganto.

Les quatre fins dernières em eus kavet gwallzedennus. An hini gwellañ eus ar rummad eo, dezhañ ur suspens espar. Diaes e oa mirout al lañs evit an eil romant, Le jugement des étrangers, marteze. Mat eo, hep bezañ dreist, hag an darvoudoù ne z’int ket liammet ken brav etrezo. Divinet e vez re vuan ar pezh a c’hoarvezo. Goude se e kav pep tra e blas reizh gant L’office des morts, a zo deuet brav-tre gant ar skrivagner. Kenkoulz eo hag al levrenn gentañ.

Hegaset on bet gant disteradoù a gaven kammamzeriet, el levrenn ziwezhañ peurgetket (met marteze e fazian). Er bloavezhioù 50, ur vamm a lavar d’he merc’h 4 bloaz mont da vroustañ he dent a-raok mont da gousket. Gouzout a ran e oa bet ijinet ar broustoù-dent kantvedoù ‘zo, met ne gredan ket e vijent bet implijet ken alies-se, na gant bugale ken yaouank, d’ar mare-se e bro-Saoz (a-hend-all, e vije broustoù-dent gant ar Famous Five, neketa ?). Hag un den kozh, klañv, a vez anv da gas anezhañ da welet “mezeg-boas” unan bennak. Ur meizad modern-kenañ, evel an droienn d’e envel (médecin-traitant e galleg). N’eo ket kalz tra, met degas a ra soñj pegen pouezus eo gwirian pep tra pa skriver traoù istorel, ha pa ne vijent ket gwall gozh.

Kavet em eus plijus ar rummad, gant un ambiañs labouret brav warni, itrikoù luziet ha liammet a-feson etrezo. Romantoù-polis a-zoare ez int, da ziduiñ e amzer hep terriñ re e benn, un tammig memestra, just ar pezh zo ret !


Deux jumelles, Enid Blyton, bro-Saoz (1941-1945)

deux jumellesKement hag ober em eus lennet ar c’hwec’h levrenn a ya d’ober ar rummad, en urzh :

Deux jumelles en pension

Deux jumelles et trois camarades

Deux jumelles et une écuyère

Hourra pour les jumelles

Claudine et les deux jumelles

Deux jumelles et deux somnambules

Gant titl ar pempvet hini em boa ijinet he doa graet Enid Blyton ur pont etre Claudine ar “Club des 5” hag honnezh, met faziet e oan : n’eo ket tamm ebet an hevelep plac’h.

Ur rummad a-ratozh-kaer evit ar merc’hed eo. Tremen a ra pep tra en ur skol-lojañ evit ar merc’hed, live skolaj dre vras. Ur seurt Harry Potter hep hudourez nag enklaskoù, kea ! Ha daoust ma ne vije anv ebet a relijion e-barzh eo levrioù kentelius-tre.

Koulskoude em eus bet ebat o lenn ar rummad : stil Enid Blyton zo startijenn ennañ hag an itrikoù a sav etre ar merc’hed a zeu da vezañ gwallzedennus daoust ma vijent dister. Ur studiadenn temzoù-spered eo da gentañ tout ha dont a ra brav ganti. Evel-just, evel en he holl levrioù, eo ret en em lakaat en-dro e temz-spered ar mare m’int bet skrivet, na deurel ket pled ouzh ar rakvarnioù graet diwar-benn an dud, ouzh plas dediet pep hini er gevredigezh hervez e renk, ouzh ar c’hlichedoù diwar-ben ar frañsizien ha kement ‘zo, met en ur mod eo unan eus perzhioù mat ar romant ivez, reiñ ur skeudenn eus ar vuhez en ur skol-lojañ er mare-se, daoust ma vije bravaet. Ha souezhus eo lenn an dra-se en deiz a hiziv peogwir e weler e veze laosk ar brid war moue ar c’hezekenned yaouank. Ne veze ket pouezet tamm ebet war ar memes traoù ha bremañ e desavadur ar vugale. Desavet e vezent a-fed moral dreist-holl, pa vez kreizennet pep tra war an diogelded ganeomp. Peadra zo d’en em soñjal.

War a ouezan ne oa ket gwall varrek Enid Blyton gant he bugale dezhi, ur souezh eo e vije deuet a-benn ken brav da gompren ha da zeskrivañ bugale hec’h amzer.


La philosophie pour les nuls, Christian Godin, Frañs (2006)

La philosophie pour les nuls“Da lakaat etre daouarn an holl” a c’heller lenn war ar golo. Ur pezh mell gaou : ar vugale, ar gozhidi, ar maouezed gwan o do poan o lenn anezhañ gant ar ponner m’eo : 1025 g ! ret bezañ motivet mat ! Grrr…

En abeg da se em eus tremenet kalz a amzer o lenn anezhañ, diouzh an noz hepken pa ne oan ket evit e zougen d’am heul e pep lec’h.
Ul levr talvoudus eo bet evidon pa n’anavezen ket kalz tra war ar sujed. Ur seurt Istor eus ar filozofiezh eo. Anat eo en deus klasket an oberer bezañ eeun, met ar pezh a gomz diwar e benn n’eo ket, ha chomet on nec’het a-wezhioù o klask heuliañ hentoù soñjoù tud ‘zo ! Souezhet on bet alies, gant mennozhioù Sartre da skouer, n’eo ket e mod-se e ijinen anezho goude bezañ bet lennet un nebeut levrioù lennegel gantañ en va yaouankiz (La nausée ha Huis-clos, a soñjan), emichañs n’em boa intentet netra d’ar mare-se. Iskis eo peogwir e pegen a-wezhioù ouzh un arguzenn bennak hag nebeut goude ouzh unan kontrol. Ur skiant gwall luziet eo ar prederouriezh a gav din, ha n’eo ket al levr-mañ n’eus troet va soñj. Diamen e kaven traoù ‘zo ivez.
Spered an dastumad eo farsal, skrivañ war un ton skañv : hep se n’em bije ket gellet mont betek fin moarvat. Koulskoude n’on ket bet plijet re gant fent ar skrivagner, ur fent gros, dindan ar gouriz alies, re nebeut lennegel en ur mod. E stil ivez a gaven amsklaer gwezhioù ‘zo, ret lenn meur a wezh lod eus ar frazennoù. Ur ster o doa bewezh, met pas diouzh ar c’hentañ sell.
Mat eo teurel ur sell ledan war an danvez. Hogen n’eo ket a-walc’h lenn ur wezh al levr-se evit kompren ar prederouriezh : boued zo e-barzh, met diaes da ziazezañ. Me soñj din e vije da lenn meur a wezh a-raok tremen da draoù luzietoc’h war sujedoù pisoc’h.