Tag Archives: pleg

Rouanez ar pleg-mor, Serj Richard (2017)

Dont a ra al levr-mañ da heul Ken tost d’an teñzor, a implij an hevelep tudennoù. Ken pouezus all eo an endro : kêr ha bae St Brieg. Desket e vez traoù diwar-benn ar pesketa ha buhez tud an arvor, gant ur pouez bras roet d’ar sevenadur.

N’eus netra da rebech : pinvidik ha flour ar yezh, un itrik poellek. Koulskoude, n’eo ket gwall blijus da lenn. Marteze abalamour ma n’eo ket an harozed gwir harozed, n’int ket studiet pizh. Poan em eus bet oc’h en em stagañ outo, daoust ma ne oant ket dianav din. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal el levrioù “lenn” a lennen pa oan bihan, ma ne oa penntudennoù nemet peogwir e oa ret evit lakaat ur bern gouiziegezhioù da vezañ lonket. N’eo ket tre e mod-se e welan an traoù : ar blijadur lenn da gentañ, ar peurrest da heul, mar bez tu, ha ma n’eus ket, n’eo ket sañsubl. Ma vez graet ur valeadenn e bro St Brieg e-kerzh ar romant, e vank a lusk, a suspens, hag an istor karantez ha ne vez nemet damveneget he dije dellezet muioc’h a breder, marteze ? Un afer pouezañ n’eo ken, p’emañ an holl aozennoù amañ. Madik eo, hep mui ken.

Advertisements