Tag Archives: philosophie

Harry Potter et la Philosophie : petit traité à l’usage des Moldus, David Baggett, Shawn Klein, William Irvin, Pascal Loubet, Stadoù Unanet (2006)

Harry_Potter_et_la_philosophieA bep seurt levrioù a gaver war sujed ar saga Harry Potter. Hennezh a brofit eus e vrud evit dielfennañ lod eus an danvezioù filozofel a c’heller tennañ dioutañ. N’on ket tik ouzh ar prederouriezh, a gavan start da gompren peurliesañ, met tremen a ra aesoc’h pa vez liammet ouzh ur romant a anavezan dre an eñvor gant al lies em eus lennet anezhañ !

N’em eus ket kavet gwallzedennus an holl demoù a zo anezho e-barzh, mont a ra decrescendo koulz lavaret gant ur penn kentañ kalz gwelloc’h eget ar fin (pe aesoc’h da gompren pa ne vezer ket arbennigour, moarvat). Ar pennad em eus kavet an dedennusañ zo diwar-benn Hermione gwregelourez : lavarout a ra ez eus ur barelezh dreistordinal e bed Harry Potter. Pe e vije paotr pe blac’h an dud, ne ra diforc’h ebet. Kavout a reer merc’hed gant n’eus forzh peseurt karg, uhel pe izel, hag e kampionad Quidditch ar bed zoken. Ne vez ket komzet eus kudennoù kevatalded etre paotred ha merc’hed, ar barelezh zo direbech. Dre se, n’en em sant ket lakaet a-gostez ar merc’hed a lenn al levr-se. Ken dedennus all eo ar pennad a c’houlenn hag-eñ eo moral ar fed ne daolfe pled den ebet ouzh strivoù Hermione da reiñ ur statud dereat d’an “elfes de maison”. E gwirionez, n’eo ket. Hag ar respont roet gant Ron : Plijet eo ar re-se gant o buhez, ne fell ket dezho cheñch statud, n’eo ket degemerabl kennebeut pa ouezer e c’helle sklaved du reiñ ar memes respont : dont a ra diwar un hir a wask. Pa z’eer pelloc’h en istor e weler e paeo tudennoù Harry Potter evit se : gant Kreattur e vo treitouret Sirius ha kaset d’ar marv ; ma ne vije ket bet laosket er stad truezus-se, ne vije ket en em droet war an tu fall marteze. Ur bern studiadennoù all a seurt-se a zo. Unan a ziskouez en devez aon Harry atav p’en em gav rak un dañjer bennak, met ne chom ket da dortal pa vez anv da saveteiñ unan bennak koulskoude, ober a ra ar pezh en deus d’ober, daoust d’e aon.

Dedennus-tre e oa, siwazh eo bet skrivet al levr-mañ a-raok fin ar saga ha ne gomz nemet diwar-benn ar pemp levrenn gentañ. Ar pennadoù zo bet skrivet holl gant tud sot gant ar rummad-levrioù-se ha dre se n’on ket sur e vije gwall skiantel an hent-preder, tuek forzh penaos. Met n’eo ket ur gwall afer evit unan a zo sot gant al levrioù-se dija !

Advertisements

La philosophie pour les nuls, Christian Godin, Frañs (2006)

La philosophie pour les nuls“Da lakaat etre daouarn an holl” a c’heller lenn war ar golo. Ur pezh mell gaou : ar vugale, ar gozhidi, ar maouezed gwan o do poan o lenn anezhañ gant ar ponner m’eo : 1025 g ! ret bezañ motivet mat ! Grrr…

En abeg da se em eus tremenet kalz a amzer o lenn anezhañ, diouzh an noz hepken pa ne oan ket evit e zougen d’am heul e pep lec’h.
Ul levr talvoudus eo bet evidon pa n’anavezen ket kalz tra war ar sujed. Ur seurt Istor eus ar filozofiezh eo. Anat eo en deus klasket an oberer bezañ eeun, met ar pezh a gomz diwar e benn n’eo ket, ha chomet on nec’het a-wezhioù o klask heuliañ hentoù soñjoù tud ‘zo ! Souezhet on bet alies, gant mennozhioù Sartre da skouer, n’eo ket e mod-se e ijinen anezho goude bezañ bet lennet un nebeut levrioù lennegel gantañ en va yaouankiz (La nausée ha Huis-clos, a soñjan), emichañs n’em boa intentet netra d’ar mare-se. Iskis eo peogwir e pegen a-wezhioù ouzh un arguzenn bennak hag nebeut goude ouzh unan kontrol. Ur skiant gwall luziet eo ar prederouriezh a gav din, ha n’eo ket al levr-mañ n’eus troet va soñj. Diamen e kaven traoù ‘zo ivez.
Spered an dastumad eo farsal, skrivañ war un ton skañv : hep se n’em bije ket gellet mont betek fin moarvat. Koulskoude n’on ket bet plijet re gant fent ar skrivagner, ur fent gros, dindan ar gouriz alies, re nebeut lennegel en ur mod. E stil ivez a gaven amsklaer gwezhioù ‘zo, ret lenn meur a wezh lod eus ar frazennoù. Ur ster o doa bewezh, met pas diouzh ar c’hentañ sell.
Mat eo teurel ur sell ledan war an danvez. Hogen n’eo ket a-walc’h lenn ur wezh al levr-se evit kompren ar prederouriezh : boued zo e-barzh, met diaes da ziazezañ. Me soñj din e vije da lenn meur a wezh a-raok tremen da draoù luzietoc’h war sujedoù pisoc’h.