Tag Archives: Paul

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

La poussière des corons, Marie-Paul Armand, Frañs (1985)

Ganet eo Marie-Paul Armand er vro a gomz diwar he fenn, ar Pas-de-Calais. Ar romant-mañ eo hini kentañ he resped skrivagnerez, ma ne gonter ket an istorioù evit ar vugale he doa lakaet embann a-raok. An hini gwellañ eo ivez, an hini nemetañ tapet gantañ ur priz lennegel bihan, ar priz Claude-Farrère, e 1986.

Dediet eo d’he zud ha d’he zud-kozh, mengleuzerien a-vicher.

Lennet e vez ken aes ha tra, evel ma suner ur madig karamel. Un disterig re sukret eo ivez ! Kontañ a ra buhez ur vaouez e bro ar glaou. Ganet eo Madeleine d’ar 1añ a viz Genver 1900 : dedennusat deiziad, a bermet dezhi koll he zad er brezel kentañ ha gwelet he mab o vont d’an eil. Test eo ivez eus an holl wallzarvoudoù bras er mengleuzioù hag eus an diskrogoù-labour hir pe verr a luske buhez ar vengleuzerien. Ur vuhez kalet ha trist alies, met o tiskouez ivez kalz a genskoazell er “c’horon”-où, ha familhoù unvanet ha karantezus ken ne vezont gwelet nemet er romantoù.

Skeudenniñ a ra a-feson ar vuhez er metoù dreist-ordinal-se, hep bezañ e mod ebet ur bennoberenn lennegel, evel-just. N’eo “nemet” ur romant rannvroel hep fougaserezh. Lennet e vez gant plijadur memestra, ha gant kalz a zaeroù, pa vezer tener a galon…

 


Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Hervé Gouedard (2013)

serusier ul livour e breizhUr souezh eo pegen aes eo levrioù Herve Gouedard da lenn, dezho da implijout ur yezh pinvidik ha peurlipet, ken a-fed ereadurezh, ken a-fed geriaoueg. Lakaat a ran se war gont ar stil eta : ur stil dispar en deus. En em santout a ra al lenner en e vleud gant e istor, kerkent hag ar pajennadoù kentañ. Ha seul souezhusoc’h e kavan, m’eo ur stil un tammig diamzeriet. En em ziskouez a ra ar skrivagner en e oberenn, reiñ a ra e soñj, gervel a ra al lenner. Ha c’hoari a ra eus an efedusañ.

Kontañ a ra ar vuhezskrid-mañ buhez Paul Sérusier eta, gant forzh munudoù hag un tamm muioc’h diouzh ret, evit c’hwezhañ buhez en dudenn. Estreget un daolenn ziavaez a vez roet : barrek eo Herve Gouedard d’en em lakaat e plas e dudenn, da ijinañ ar pezh en doa santet, da reiñ da gensantout hiraezh pe entan…. Met graet e vez en un doare onest : pa ijin traoù Herve Gouedard en lavar. A-hend-all, e c’heller fiziout en e enklask pizh : bet eo o weladenniñ kazi an holl lec’hioù a gomz diwar o fenn, da skouer. Ken brav e oan higennet, m’on bet oc’h en em staliañ dirak va urzhiataer d’ur mare bennak evit gwelet an taolennoù hag al lec’hioù niverus a veze graet anv anezho e kerzh ar skrid.

Strobinellet on bet gant va lennadenn, ha gwalc’het va c’hoant-gouzout diwar-benn un arzour n’anavezen diwar e benn nemet e anv. Un taol-kaer a levr !


L’inceste et l’incestuel, Paul-Claude Racamier, Frañs (1995)

l'inceste et l'incestuel racamierBredvezeg ha bredelfennour e oa Racamier. El levr-mañ e tiorren un deorienn savet gantañ diwar-benn ur meizad a ro dezhañ an anv a “incestuel”, un anv ha n’eus ket anezhañ c’hoazh e brezhoneg. Ober a rin gant “endro gwadserc’h” da c’hortoz gwelloc’h.

Penaos deskrivañ ar meizad-se ? Evit bezañ berr, ne z’a ket betek ar gwadserc’h. Anv a ra eus an endro, atav ar memes hini, a vez er familhoù ma c’hell c’hoarvezout gwadserc’hoù. Kontrol d’ar pezh a c’heller soñjal, n’en em gavont ket e n’eus forzh peseurt familh, met e familhoù ma z’eus un endro a-du, lakaet e plas war daou pe dri remziad. Ma ‘m eus komprenet mat eo familhoù ma z’eus bet ur c’hañv diaes da ziazezañ, sekredoù kuzhet, ha gwadserc’hoù er remziadoù a-raok (met pas atav). Ur meskaj etre ar remziadoù a vez kavet ingal ivez, etre izili ar familh ha tud a-ziavaez kement-all. Marteze e tisonjan traoù ‘zo.

Hep na vije graet ar jestr, eo ken kleñvedus en “endro gwadserc’h” hag ar gwadserc’h e-unan. Digeriñ a ra an hent da gleñvedoù bredoniel niverus, hag ivez d’ar gwadserc’h, gwezhioù ‘zo, hep na vije gouest tud ar familhoù-se da zigeriñ o daoulagad.

Reiñ a ra hentoù al levr-mañ da adlenn buhez e familh ha da brederiañ war ar c’hudennoù a zo en e greizon, gant ur savboent a gemer e kont n’eo ket an hinienn nemetken met e dud, breudeur ha c’hoarezed, tud-kozh… Talvoudus a-walc’h eo.

Koulskoude n’em eus ket kavet tamm ebet e oa plijus da lenn. Ha, kontrol d’ar pezh a c’hellfer soñjal, n’eo ket peogwir e oa re skiantel pe re deknik. Skrivet eo evel ul levr lennegezh, hag ar paotr en em gav, ur souezh ! C’hwezhet-meurbet eo e stil, hag hollvezañs e ego dreistmentet oc’h en em ziskouez bep eil frazenn a noazh ouzh komprenidigezh an dezenn a ginnig. Brabañserezh-tout ! Ar c’hontrol-mik eus ar pezh a c’hortozan digant ur skrid dezhañ hiraezh skiantel… Peadra da zihuniñ ennon ar rakvarn re aes : evel ar bomperien techet da c’hwezhañ tangwallioù, n’eo ket dre zegouezh e tibaber ar vredvezegiezh…

Fin, evit unan ne vag ket doñjer ouzh ar stil, dedennus eo memestra…


Der siebte Tod, Paul Cleave, Zeland Nevez (2006)

Der siebte Tod von Paul Cleave

Der siebte Tod von Paul Cleave

Embannet e oa bet ar thriller-mañ dindan an titl The Cleaner ha lakaet e galleg dindan hini Un employé modèle. Brudet bras eo bet kerkent hag embannet, daoust ma vije romant kentañ Paul Cleave.

Tremen a ra an istor e Christchurch, ar gêr e oa bet ganet Paul Cleave enni. War ar poent-se on bet dipitet un tammig : ma pourmener er gêr e lec’hioù a zo anezho e gwirionez, ne santer e mod ebet emaer e Zeland Nevez. Gellet a rafe an thriller-mañ bezañ er Stadoù-Unanet pe e bro-Saoz, ne weler diforc’h ebet, ar pezh a gavan drol un tamm peogwir e lenner war Wikipedia ez eus ur meskaj bras a ouennoù tud e Zeland-Nevez.

An istor zo mat-tre, gwallzedennus hag aes da lenn. Ur savboent dreistordinal zo dezhi, p’emañ kontet an istor gant ar muntrer e-unan : gant se e vije aon da gaout ez afe ar thriller da istorig dous… tamm ebet ! Un taol-kaer eo a-berzh ar skrivagner p’eo deuet a-benn da blantañ ur gwir suspens er jeu en ur c’hoari gant kodoù ar jener-se. Kalz luzietoc’h eo ar steuñvenn eget na gredfec’h er penn kentañ, ivez… evel-just.

Klask a rin heuliañ ar skrivagner-mañ : un dra dreistordinal zo gant e romantoù, hervez. Tremen a reont holl er memes gêr, hag adimplijout a reont tudennoù ‘zo eus an eil d’egile, evel m’en doa graet Balzac gant e gComédie humaine. Der siebte Tod (The cleaner) en deus ur romant-gevell, Cemetery Lake, a dremen war un dro gantañ hag a lod senennoù berr gantañ zoken : magañ a ran kuriusted evit labour ar skrivagner donezonet m’emañ Paul Cleave.

Lakaet eo bet e romantoù e meur a yezh, galleg en o zouez : Un employé modèle eo anv hennezh er yezh-se.