Tag Archives: Oates

Zombi, Joyce Carol Oates, Stadoù Unanet (1995)

Soubidigezh kentañ e bed Joyce Carol Oates evidon, gant ar romant berr-mañ ha n’emañ ket e-touez e re vrudetañ.

Eeün eo ar soñj, eeün ar skritur. Kontañ a ra ur serial-killer e bemdez, hep rikamantoù, hep klask lakaat da c’henel e kreizon al lenner santadoù a suspense pe a druez. Kontañ a ra diouzh e vod dezhañ e-unan, ur skrid ha n’eo sañset bezañ lennet gant den hag a ziskouez anezhañ evel m’emañ, didro -merzet e vo ijinadennoù-skrivañ deuet brav a ziskouez ne heul ket an dezreveller lojik an dud all.

E penn kentañ on chomet pellik oc’h en em c’houlenn : met da belec’h e kas seurt lennegezh ? Seurt istorioù hon eus lennet dija, ha n’eus netra da glask doñvaat ene al lenner, tudenn ebet a c’hellfe tridal evitañ ! Ur souezh e oa din. Ha paket brav on bet gant ar fin, dic’hortoz.

Gant ar romant-mañ e kuita jener ar thriller-où hentoù ar gentel voral, a heul peurliesañ e oberennoù kement a skrivagner all. Ar fin-se he deus laosket ac’hanon gant va naon, ha lakaet ac’hanon d’en em soñjal kalz. Ha gant se he deus kavet va c’houlenn ur respont sklaer : ya, degas a ra ar romant-mañ un dra bennak nevez, talvezout a ra ar boan e lenn.

Advertisements