Tag Archives: nevez

Traoù nevez, Yann Gerven (2013)

traou nevezD’ur mare bennak e kave din em boa graet tro skridoù Yann Gerven, marteze em boa graet ur re gofad anezho, ne vezen ket mui desachet ganto, ha pa vezen rediet da lenn unan bennak em beze diegi oc’h ober.

Tremenet eo ar mare-se, evit doare, peogwir en ur lenn an torkad danevelloù-mañ em eus c’hoarzhet va gwalc’h. Aet eo fent ar skrivagner war soutilaat gant an amzer, ha ma kaver atav krennarded da benndudennoù an darn vrasañ eus danevelloù al levr, dedennusoc’h em eus kavet an temoù. Diwar daolennoù pe tud brudet e tenn e awen, Istor ivez, gwezh ha gwezh all, tro da rastellat skiant, sevenadur dre vras hag a ro ar santimant d’an unan da vezañ gouiziek.

Ul levr a blant imor vat en hini e lenn eo eta : saourus-kenañ eo mont da heul an holl zaveoù eo pebret an istorioù ganto. N’en deus ket e barr ar skrivagner evit plantañ un ambiañs, teurel un diviz bev-buhezek, brastresañ un dudenn dibar dindan ur rannbennad. Leun a ijin eo e fentigelloù, pa gred risklañ eus “O ! Nann” da “Onan !” lakaomp (darbet eo bet din mougañ gant ar c’hoarzh !) War-zihun e chom an evezh, pa c’hell kavadennoù yezh pe stumm en em gavout n’eus forzh peur, e It Themis, sa’r rest na pa ve ken. Al lenner, goude skrabañ e benn ur pennadig, a sklaera e letern en un taol. Ur gwir blijadur neuronel zo gant ar bleustradennig.

Unan bennak eus an danevelloù zo war un ton donoc’h, evel Gustave Nadaud vs Rouget de l’Isle, dedennus ha saourüs-mat ivez. Peadra da brouiñ n’eo ket gennet ar skrivagner war ur stil nemetañ, ma oa ezhomm.

Gant un danevell, nemeti, on bet dipitet : Hag Ava a vane dilavar. N’eus nemet an titl anezhi em eus kavet dispar.

A-hend-all, n’on ket evit deskrivañ ar joa hag ar birvilh em eus bet o lenn al levr simpa-mañ. M’en dare hag-eñ n’eo ket torkad danevelloù gwellañ hor mestr-bourjiner, a-benn ar fin !


E peoc’h an nevez-hañv, Per Denez (2007)

e peoch an nevez hanvTeir danevell zo el levr-mañ : an hini gentañ a ro hec’h anv d’al levrenn zo ken hir hag ur romant bihan a 70 pajennad bennak. Bez ez eus anezhi un itrik polis klasel, doare Agatha Christie, plijus-tre da lenn ha lusket brav en un endro kaer, bro-Roazhon en nevez-amzer.

N’eo ket deuet ken brav an div zanevell all gant ar skrivagner. E fin pep hini e kaver un istorig kaset a-zoare ha sorc’hennus, met dont a ra goude meur a bajennad digoradur, tostoc’h ouzh eñvorennoù yaouankiz eget ouzh n’eus forzh petra all. Ne lavaran ket eo borodus da lenn, met ne ouezer ket re petra gortoz na petra emaer o lenn. Digempouez-bras int ma z’eus danevelloù anezho, ha ma n’ez eus ket, e vije bet gwelloc’h e reiñ da c’houzout. Chom a reer gant ar santimant bezañ lennet skridoù distumm un tammig.

Pa ne vije nemet evit E peoc’h an nevez-hañv, e talv al levr e lennadenn koulskoude.


Ur bed nevez, Poulossier / Audic / Le Verge (2013)

ur bed nevezN’on ket bet entanet tamm ebet gant al levrig-mañ.

N’eo ket ur romant met div zanevell… ar pezh n’eo ket meneget war ar golo.

An hini kentañ anezho Kael hag ar Gorriganed zo dedennusoc’h eget eben hervezon. Frammet eo dindan eizh pennad ha santout a reer ur gwir c’hoant da sevel ur romantig. N’eo ket bountet re bell avat : ar skrivagner yaouank a gont un istor faltazius boellek, met ne oar ket c’hoazh plantañ un ambiañs. Un arridennad fedoù eo kentoc’h. Lennet e vez hep displijadur.

An eil Ur bed nevez n’eo ket un danevell met ur gontadenn, enni boudiged o vont e darempred gant ar bed gwir. N’on ket objektivel : ne vourran ket ar c’hontadennoù dre vras. Honnezh pa muioc’h eget ar re all. Ha gwan eo ar fin.

Kompren a ran mat eo bet skrivet an testennoù-se gant liseidi ha ne fell ket din e mod ebet digalonekaat anezho : lorc’h e vije ennon o kaout skolidi gouest da sevel seurt skridoù. Va barnadenn zo unan a-ziavaez avat, hini n’eus forzh peseurt lennerez a bren al levr dre zegouezh lakaomp ! Ha gant ar savboent-se eo pell al levr-mañ da vezañ hini gwellañ an dastumad.

Skrivet eo an div destenn en ur gwenedeg skañv, aes evit ar re n’int ket boaz c’hoazh ouzh ar rannyezh emichañs.


Eur vro nevez, Jeffrey Shaw (2002)

N’em eus ket kavet gwallzedennus ar romant kentañ-mañ bet skrivet gant Jeffrey Shaw. An istor zo klasel : ur paotr yaouank paour a vro-Skos a lak e anv da vont da labourat war vor pa chom e familh da greviñ gant an naon. Erruet e Kanada, e sach e skasoù diouzh skipailh al lestr evit ober e dreuz e-unan, lakaet m’en deus en e benn prenañ un tamm douar dezhañ evit lakaat e familh da zont ha da gaout ur vuhez gwelloc’h du-hont.
Pep tra a c’hoarvez d’an haroz a vez gortozet hag a zo bet lennet e lec’h all a-raok, ne zegas ket kalz tra an istor eta. Met n’eo ket kement-se a lak al levr da vezañ kavet re hir gant al lenner : ar stil anezhañ ne lavaran ket. Ponner eo ken ez eo, brizh gant ar pikoù-estlamm, ha donder ebet dezhañ.
D’an nebeutañ n’eo ket diaes al levr da lenn, met n’eo ket kenkoulz eget an daou romant en deus skrivet Jeffrey Shaw war-lerc’h : ur fazi eo echuiñ gant hennezh. Moarvat eo aet ar skrivagner war wellaat gant an amzer, a-fed ijin d’an nebeutañ.