Tag Archives: Nan

Nan heb e dad, Mikael Madeg (2011)

nan heb e dadKalz perzhioù mat zo gant ar romant-mañ daoust ma vije digempouez a-fed temoù : a-wezhioù e c’hellfer krediñ eo evit skolajidi, pa vez anv eus buhez Nan er skolaj pe eus e istorioù karantez (ha c’hoazh : pa vije al levr e galleg e vije troc’het lodennoù ‘zo gant an embanner moarvat). Mammenn mojennoù Breizh, implijet kalz, a vije kavet dedennus gant bugale bihanoc’h, pe c’hoazh gant arbennigourien war ar sujed. Tud all a c’hellfe bezañ dedennet gant ar brezhoneg nemetañ, pinvidik ha dedennus ma z’eo gant ur roll gerioù leon e fin al levr. Evidon n’on ket sot gant ar c’hontadennoù neuze on bet plijet muioc’h gant al lodenn wirion eget gant ar moliac’h, em eus kavet re eeun. Moliac’h jentil eo, hep enebourien, bep tro ma c’houlenner un dra bennak e teu…

Un iskis a gaoteriad eta, dibosubl da renkañ dindan un etikedenn bennak met plijus a-walc’h da lenn.

Advertisements