Tag Archives: Mor

Rouanez ar pleg-mor, Serj Richard (2017)

Dont a ra al levr-mañ da heul Ken tost d’an teñzor, a implij an hevelep tudennoù. Ken pouezus all eo an endro : kêr ha bae St Brieg. Desket e vez traoù diwar-benn ar pesketa ha buhez tud an arvor, gant ur pouez bras roet d’ar sevenadur.

N’eus netra da rebech : pinvidik ha flour ar yezh, un itrik poellek. Koulskoude, n’eo ket gwall blijus da lenn. Marteze abalamour ma n’eo ket an harozed gwir harozed, n’int ket studiet pizh. Poan em eus bet oc’h en em stagañ outo, daoust ma ne oant ket dianav din. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal el levrioù “lenn” a lennen pa oan bihan, ma ne oa penntudennoù nemet peogwir e oa ret evit lakaat ur bern gouiziegezhioù da vezañ lonket. N’eo ket tre e mod-se e welan an traoù : ar blijadur lenn da gentañ, ar peurrest da heul, mar bez tu, ha ma n’eus ket, n’eo ket sañsubl. Ma vez graet ur valeadenn e bro St Brieg e-kerzh ar romant, e vank a lusk, a suspens, hag an istor karantez ha ne vez nemet damveneget he dije dellezet muioc’h a breder, marteze ? Un afer pouezañ n’eo ken, p’emañ an holl aozennoù amañ. Madik eo, hep mui ken.

Advertisements

Rederien mor, Alice Luron, Antoine Le Fée, Blaise Guillotin, Myriam Guillevic (2017)

Peder danevell, kinniget gant pevar den yaouank, savet tro-dro da dem ar mor. Pep hini anezho a ginnig un endro, ur stil hag un ambiañs disheñvel-mik koulskoude.

Brodiñ a ra Alice Luron, e Distro maouez Kersaozon, tro-dro d’ur vojenn bobl en em strob garv gant ar vuhez gwir.

Kontañ a ra Antoine Le Fée terzhienn an emgann en Istor ur bleiz-mor kozh un danevell faltazi-harozek em eus kavet tost hec’h aergelc’h ouzh hini an heuliad Game af Thrones. Echuiñ a ra gant ur bimpoellenn klasel a-walc’h.

Desachet eo bet muioc’h va evezh gant an div zanevell ziwezhañ.

Ar Chase, gant Blaise Guillotin, zo un destenn skiant-faltazi ma weler ur vagad tud yaouank nevez engouestlet e-barzh an arme o vont da stourm ouzh morviled a zo un dañjer evit ar vro. Ar soñj a zo dreist, an istor kontet brav, gant kalzig a vunudoù hag ur preder ispisial ouzh temz-spered ar penndudenn em eus kavet plijus. Hag awenet e vije bet gant Orson Scott Card, pe un degouezh e vije ?

Gant Myriam Guillevic e cheñcher ton ur wezh c’hoazh. Kontrol d’ar pezh a laosk an titl da zivinout ez eo Morganezed un danevell realist, tostoc’h ouzh ar pezh a vez lennet e brezhoneg diouzh boaz. Renet mat eo, gant ur fin dic’hortoz. Titouret mat eo Myriam Guillevic, evel Blaise Guillotin, war ar bedoù a zeskrivont, n’eo ket chomet o labour diwar-c’horre. Ur gudenn teknikel a zo, marteze, gant an doare da sortial eus ar c’harr e Morganezed, a sell ouzh gwask an dour ? Met ar soñj diazez a zo mat hag an danevell a echu gant ur bann spi.

Emichañs e roio kalon an embannadur kentañ-mañ d’ar peder c’hreunenn skrivagner da vont pelloc’h gant ar skrivañ : atav e vo kavet tud kontant d’o lenn.

 


P’emañ ar mor o regel…, Per Denez (2001)

Barzhaz Per Denez a zo bet embannet tamm-ha-tamm gantañ e kelaouennoù, a-hed e vuhez, dreist-holl. Al levr-mañ zo ar c’hentañ hini a stroll barzhonegoù dezhañ.

Div lodenn splann zo el levr : unan gant e varzhonegoù yaouankiz, a ginnig oberennoù akademek en doa skrivet evit e zanvez gwreg. Goude-se en deus troet kein Per Denez ouzh an doare-se da sevel gwerzennoù evit en em dreiñ ouzh ar gwerzennoù dieub, a chomo ganto betek fin e vuhez.

Plijet on gant e destennoù, dre vras, re an eil lodenn dreist-holl. Alies e vezan fromet gant hini pe hini. An doare-gwerzaouiñ a implij a zo tanav ar vevenn anezhañ etre ar c’homz-plaen hag ar varzhoniezh. C’hoari a ra un tammig gant ar sonioù, ha teurel a ra evezh ouzh dibennoù e varzhonegoù, skoüs alies. Santet e vez eo bet skrivet lod testennoù diouzh red ar bluenn, ur bluenn abil, gouest da reiñ arlivioù munut. Mankout a ra din ur seurt kempouez a-wezhioù, ul labour donoc’h marteze.

Skrivet aes, lennet aes, n’eus ket da glemm. Gwelloc’h e kavan, avat, Per Denez e gomz-plaen eget Per Denez e varzhoniezh.


Stourm e mor Skos, Clyde Dlugy-Belmont (2015)

N’eo ket gwall hir al levr, div lodenn ennañ, stag an eil ouzh eben.

Ur c’hwezh istorel zo war an dezrevell, kontet war un ton farsus hag o luchañ war-zu ar moliac’h : koktel Pirate des Caraïbes, lakaomp, met diawen. Ar pezh a ro d’al levr-mañ ul liv ispisial eo an emgannoù war vor niverus a vez kontet ennañ. Ar fent implijet n’on ket kizidik outañ tamm ebet : seurt private jokes diwar-benn ar vrezhonegerien hag o sevenadur a-wezhioù… Anat eo e vez ar skrivagner en e vleud en divizoù, e-keñver al lodennoù dezrevellet en em luzia spontus enno : n’eus frazenn ebet he dije ul liv naturel.

N’eo ket ur stil a vezan desachet gantañ diouzh boaz, dija. Displijet-bras on bet gant an istor, em eus bet poan oc’h echuiñ. Ne gomprenen ket ur siseurt er yezh implijet er pajennadoù kentañ; em eus dleet lenn hag adlenn a-rannbennadoù evit kavout penn pe benn d’an traoù. Ha ne vijen ket gouest da gontañ an itrik, daoust m’em bije komprenet ar gerioù : n’em eus kavet krog ebet enni, elfenn ebet d’am zedennañ.

Evit plijout d’an holl, eo ret bezañ fur a foll, a lavarer…  c’han d’en em zizober eus al levr-mañ ne welan interest ebet ennañ.


An Utopia, Thomas More, Rouantelezh Unanet (1516)

Graet eo bet troidigezh pennoberenn Thomas More e brezhoneg gant Fañch Morvannoù. Pouezus eo e venegiñ, peogwir eo gantañ eo bet savet ar pennad-digeriñ hir a ginnig buhez Thomas More, ha notennoù puilh e-kerzh an destenn o tisplegañ liammoù istorel, o resisaat an ton, ar fent, hag o reiñ resisadurioù diwar-benn an droidigezh. Labouret en deus diwar al latin, met en ur sellet ivez ouzh troidigezhoioù e yezhoù all (saozneg, galleg…).

Teir lodenn a zo el levr-mañ a-benn ar fin : Buhez Tomas More gant Fañch Morvannoù da gentañ, a zo war un dro gwallzedennus ha marzhus. Al lodenn-man em eus kavet plijus-kenañ ha diellet a-zoare.

Goude-se e krog an droidigezh da vat. Rannet eo e div lodenn. El levrenn gentañ e vez kinniget ur seurt diviz etre Rafael Hytlodaios, un dudenn ijinet, ha Tomas More e-unan. Diaes-kenañ e vije da gompren hep notennoù puilh Fañch Morvannoù : bep eil frazenn e kaver un dave d’an endro istorel, da fedoù c’hoarvezet nevez ‘zo, kritikoù diwar-benn ar politikerezh ha kement ‘zo. Fonnus eo an danvez, met un tammig arabadus, p’eo da lenn evel ma studier ha neket evel ma studier. Ret eo mont goustadik, kemer amzer da ziazezañ an titouroù, da geñveriañ, d’o adlakaat en o flas e-keñver an Istor…

Er c’hontrol, an eil levrenn, a ginnig aozadur peurvat ar vuhez war “Enezenn an Utopianed”, a vez lennet ken aes ha tra. Perzhioù un oberenn faltaziek modernoc’h ha skañvoc’h he deus. Distagoc’h eo diouzh he amzer, ha dre-se, aesoc’h da veizañ. Ret eo lavaret e ouezer, goude bezañ lennet al levrenn gentañ, ouzh petra e ra dave Tomas More. N’eus ket ezhomm da lakaat kement a notennoù ken, ar pezh a aesa al lennadenn a-galz, daoust ma ne vijer ket dilezet penn-da-benn gant Fañch Morvannoù a gendalc’h gant e zisplegadennoù pa vez ret.

Ul levr eo hag en deus bet pouez en istor, mat eo e vije bet lakaet e brezhoneg en un doare lennabl. Danvez-studi eo kentoc’h ha danvez-beajiñ, met talvezout a ra ar boan. Saourus eo troidigezh ha displegadennoù Fañch Morvannoù ennañ.


bili er morLenn Bili er mor zo en em leuskel da vont d’un doug klasel : un dastumad danevelloù, mod kozh, evel ma veze graet da vare Gwalarn ha betek fin an XXvet kantved hardi.

Plijus eo penn-da-benn, dous-c’hwerv, farsus a-wezhioù met don ivez hep bezañ skrijus gwezh ebet. Skoet on bet gant an tostidigezh em eus gellet santout gant tudennoù ‘zo, maouezed anezho alies. Gant ebat em eus bevet o buhezioù amzer un nebeut pajennadoù. Dielfennet e vez eus ar c’hentañ o luskoù diabarzh. Ur preder war ar skrivañ a zo, war ar vuhez dre vras, war ar yezh, fent ivez e Mousc’hoarzh glas Melen (nag on pljet gant an titl-mañ !!) da skouer. Va danevell muiañ-karet eo hini kentañ al levr, unan a gaver enni brezhoneg ha galleg mesk-ha-mesk, ha gant gwir abeg : Kenavo Matilda, au revoir ! Un heklev iskis a ra gant va buhez, met soñjal a ra din e c’hell meur a hini en em anavezout enni just a-walc’h. Bili ar mor em eus kavet dedennus-tre ivez, daoust ma kavjen drol atav, ha gant n’eus forzh peseurt skrivagnerien, pe vije John Irving, pe Du Bellay, pe Annie Coz-Cosquer, kaozeal eus skrivañ e skridoù, evel pa vije ur seurt “private joke” etre lennerien ha skrivagnerien : un implij ledanoc’h a welan d’al lennegezh. Met estreget an tem-se a zo en dastumad Bili ar mor, hag en desped din e kouezhan er pej hag e tlean anzav e kavan interesus an tem-se bep tro memestra.

Evit abeg pe abeg e vezer sachet ingal gant ar soñj eo un dastumad kentañ : liesdremmoù an danevelloù, dibab an temoù  marteze. N’eus forzh, kaset e vezer gant ar guriusted, ha gant ar spi e vo heuliet gant reoù all da zonaat an ton anezho kar traoù brav a zo er re-se dija.


Strafuilh ar mor, Koulizh Kedez (2009)

strafuilh ar mor Tapout krog en ul levr gant Koulizh Kedez ne vez ket anat. An dastumad danevelloù-mañ n’emañ ket e-touez e levrioù luzietañ, daoust da se em eus dleet implijout meur a wezh geriadurioù e-ser o lenn, ha c’hoazh em eus laosket a-gostez un toullad bras a c’herioù ne gaven e hini ebet anezho, hag un toullad bras all a c’herioù gant ar c’hoant da vont war-raok a-benn ar fin, traken.

Marzhus eo al labour graet war ar yezh. Santet e vez eo bet troet ha distroet pep frazenn, koublet pe strollet ar gerioù diouzh o son kement ha diouzh o ster. Barzhoniezh e komz-plaen eo en ur mod. Ur froud birvidik a zeu dindan pluenn ar skrivagner, ar pezh a zo brav.

Koulskoude n’on ket evit intrañ e ved da vat. En tu all eus diaesterioù ar yezh e kav din eo frammet laosk e zezrevelloù. Ne seblantont ket mont war-raok ha ne ziskouezont bizañ tizhout pal all ebet, alies, eget ebatal gant ha dre ar yezh. Ar pezh en deus lakaet ac’hanon da soñjal e lod pezhioù sonerezh eus eil lodenn an XXvet kantved : plijus da studiañ ha da seniñ evit an hini en deus ul live uhel, met displijus da glevet.

Lod eus an danevelloù zo aesoc’h o c’hompren eget lod all (Kablus, Emgousk Maria, Lezenn ar bidenn) hag em eus bet plijadur o lenn anezho. Lod all zo chomet kevrinus a-walc’h evidon, Henn da skouer. Dre vras e vezan lakaet diaes gant ar bedoù lor hag an astud a bled skridoù Koulizh Kedez ganto : soñjet em eus a-wezhioù e karfen gellout lenn e yezh implijet da draoù all. E zanevelloù em eus doujañs outo, met ne lakaont ket ac’hanon da dridal.

Sklêrijenn a daol ar goudeskrid war perak ha penaos an torkad danevelloù-mañ, hag en un doare ledanoc’h, war gefridi ar skrivagner. Dedennus bras eo eta.

Ur mailh eo Koulizh Kedez evit lakaat live al lennegezh vrezhonek par da hini ar yezhoù bras. Ul labour a galite a ra. N’on ket sur en dije kavet e lennerien avat. Ret e vije studiañ don seurt levrioù : ur blijadur lennek zo da dennañ diouto. Evit diverrañ e amzer e-pad ar vakañsoù, gwelloc’h tremen hebiou avat !


Kestell traezh evit kezeg ar mor, Yann-Ber Piriou (2001)

Kestell traezh evit kezeg ar mor
Tost-tost ouzh va c’halon al levr barzhonegoù-mañ hag ar bladenn-arc’hant a ya gantañ, lec’h ma vez klevet ar barzh e-unan o tibunañ un nebeut barzhonegoù, eilet gant sonerezh Didier Squiban ouzh ar piano. Mouezh Yann-Ber Piriou zo don ha brav tre, hag ar sonioù ijinet war ar prim gant ar soner a ya mat tre gant an testennoù, un estlamm ! Da dañva a-nebeudoù avat, kement-se a c’houlennoù war ster ar vuhez, an amzer o tremen, an denelezh, a c’houlenn bout daskiriet war e bouezig kuit da blantañ enkrez ennoc’h.
El levr e karan an doare m’en deus Yann-Ber Piriou da adlavaret an traoù evel e kanaouennoù. Gouzout a ra dibab mat ar gerioù, plantañ e nadozioù el lec’h resis a raio mat deoc’h, evel un akuponkter. Me soñj din e ra se en un doare naturel, rak ne ziskouez ket e varzhonegoù bezañ frammet strizh : n’int ket mentet atav, na gwerzennaouet atav, na kempouez atav kennebeut. Ar gerioù a implij zo eeun alies, ar stummoù yac’h. Dre vras e santer preder un den o koshaat hag a daol ur sell seder a-walc’h war e amzer dremenet hag e donkadur. E demoù, e c’herioù, a oar bezañ modern, met dreist-holl int peurbadel.
Lennet em eus al levr en un tenn (goustadig) ar wezh kentañ, met ar pep saourusañ eo leuskel anezhañ da straniñ evit pigosat ar bomm-mañ-bomm pa vez amzer. Barzhonegoù ‘zo o vezañ berr-tre eo aes !
Va re muiañ-karet : Gwelloc’h… ; Desket hon eus… ; Mamm an avel… ; Soutien pédagogique ; Teuziñ… ha kement ‘zo ! ne gavan ket dreist E-touez ar bleunioù hag ar gwez, re a glichedoù enni evidon.


Heol, mor ha muntr, Laurence Lavrand (2007)

Heol mor ha muntr

Ar pep gwellañ en istor-mañ eo e tremen e Mayotte hag e lak da zizoloiñ lec’hioù pell. Ijinet mat eo pa ne ziviner ket piv eo ar muntrer a-raok pajennoù ar fin. Ne oa ket bet prientet a-walc’h al lenner ouzh ar pezh a c’hoarvez el linennoù diwezhañ avat, met n’eo ket re bouezus. Farsus em eus kavet doare an enseller da c’houlennata an dud, en ur en em staliañ war al lec’h m’eo bet tremenet an darvoud, e-touesk an dud : soñjet ‘m eus en Agatha Christie… Re a hed a lak Laurence Lavrand etrezi hag he zudennoù marteze, n’eo ket aes en em santout tost outo daoust ma vije roet kalzig a vunudoù diwar-benn o buhez prevez. Ur romant mat eo da ziverrañ an amzer koulskoude.