Tag Archives: Monfils

Contes pour petites filles libertines, Nadine Monfils, Bro-Veljik (2011)

Merc’hedigoù, likaouer : daou c’her enep. Hag ur jener dic’hortoz evit lennegezh erotel, hini ar c’hontadennoù, pas ken pell-se eus ar sujed pa soñjer mat met en un doare kuzh er c’hontadennoù-pobl, tra m’eo hollvezant en testennoù-mañ.

Plijet on bet kalz gant lod anezho, leun a ijin hag o tistilhañ un aergelc’h ispisial-kenañ, en o zouez Le thé à l’orange, Le noyau de pêche, Une petite fille bien sage, Le ruban de velours rose, La petite fille qui ne disait jamais rien, Lettre à ne pas mettre entre toutes les pattes… Ur rummad all em eus kavet dedennus, ar c’hontadennoù a luc’h war-zu ar spont : Le monsieur qui attendait, Une petite fille bien sage, La clef, Le cimetière des poupées, Les yeux verts… E istorioù ‘zo e c’hoari ar skrivagnerez gant ampartiz, hag alies gant kalzig a fent : Le fil d’Ariane, La nouvelle… Gwezhioù all e kave nre ziskouezus, pe re chuchu, an istorioù.

Peurliesañ e vezen skoet gant an ijin a zispak ar skrivagnerez, oc’h implijout traoù tennet eus bed ar vugaleaj (poull-traezh, loened, c’hwezigelloù, margodennoù, poupinelloù, mekanikoù…). Ur gontadenn nemeti, war ouzhpenn 15, a adimplij tem unan hengounel, Luduennig : Cendrillon 2011. Echuiñ a ra gant fent du. Soñjal a ra din e tenn o awen an istorioù-mañ diwar hunvreoù, muioc’h eget diwar eriunelloù.

Re souezhet on bet, emichañs, gant al lennegezh dic’hortoz-se evit bezañ entanet. N’em eus ket kavet fall an torkad en holl koulskoude. Lakaat a ra diaes a-wezhioù, gant e vibiliaj binimus. Evit ur wezh e vez kouplet lennegezh hag erotelezh. Reiñ a ra tro da addizoloiñ arz ar c’hontadennoù en ur elumiñ en-dro ar guriusted a oa hon hini pa oamp bihan. Perak pas ?

Da chom hep profañ d’ar vugale avat, anat.

Advertisements