Tag Archives: Medar

An tri Aotrou, Tad Medar (1981)

Lakaat a ran al levr-mañ da glasel n’hall ket bout dic’hizet.
Taolenniñ a ra an Tad Medar ar vuhez en deus anavezet en e yaouankiz e bro-leon, dindan pennadoù berr o renkañ an traoù dre demoù. Skritur lemm, daoulagad ken lemm all, un den lemm a spered e oa ivez pa ya e daolennoù un tammig pelloc’h eget an dezrevelliñ eeun : trifennek eo ar gevredigezh a ginnig deomp, renet war un dro gant an Aotrou Doue, an Aotrou person hag an Aotrou maner, asambles pe o sachañ pep hini diouzh e du hervez…
Ar brezhoneg a ra gantañ en e levr a blij din kalz. Eeun kenañ eo, aes da lenn, met blazet mat ha leun a skeudennoù. Ur bern traoù zo da dennañ dioutañ evit o adimplijout war-lerc’h.
Me gav din e tlefe bezañ kinniget aliesoc’h al levr-mañ d’an dud a zesk brezhoneg : simpl, yac’h hag o tepegnañ mat sevenadurezh Breizh gwezhall. Met mat eo evit n’eus forzh piv n’e anavez ket c’hoazh, ha mat ivez da adlenn diouzh ho c’hoant !