Tag Archives: Manuel

Iru Gudari, Manuel de la Sota (1933), hag Aotrou Maer Zalamea, Pedro Calderon de la Barca (1651), Bro-Spagn

Daou bezh-c’hoari troet diwar ar spagnoleg gant Youenn Drezen. Setu perak int bet strollet en hevelep levr, daoust ma vije bet skrivet an eil tri c’hantved bennak a-raok egile.

Embannet eo bet Iru Gudari e Breiz Atao e 1938-1939. Pouezet en doa endro ar brezel war an dibab en doa graet Youenn Drezen da dreiñ an oberenn-mañ, sur a-walc’h. Ur pezh-c’hoari dedennus eo dre m’eo kar-e-vro. Diskouez a ra euskariz en em sant keodedourien eus o bro ha n’eus ket anezhi war ar c’hartennoù ofisiel. Betek mervel eviti. Kavet em eus eeün ar soñj , hag hegasus a-walc’h ar fin aroueziek, diouzh doare an amzer. A-hend-all ez eo bev an destenn ha plijus da lenn, reiñ a ra d’en em soñjal war dibaboù Youenn Drezen e-pad ar brezel.

Evit Aotrou Maer Zalamea, embannet e oa bet e Gwalarn e 1942. Soutiloc’h eo an tem pledet gantañ, enor an unan a-enep da enor ar strollad, hervez Aleksandr ar Gall a ginnig an testennoù. N’on ket sur em bije komprenet va-unan. Lennet em eus ur pezh-c’hoari klasel, birvidik, gant ul leurenniñ a-feson ha darvoudoù fentus mareoù ‘zo, daoust ma vije grevus lod all. Marteze n’eo ket gwall splann din peogwir e kavan dic’hizet an dodenn. Ma vije ur gentel da dennañ eus ar pezh, evidon, e vije kentoc’h n’o deus spi ebet an dud vihan da dennañ o spilhenn, tra ma c’hell ar re o deus an disterañ elfenn a veli ofisiel en ober. Gant se, e vir an destenn un dalvoudegezh a-vremañ.

Forzh penaos eo dedennus ha dudius al levr da lenn, ha pa ne vije nemet evit prederiañ war an dibaboù yezh graet gant Youenn Drezen en div oberenn-mañ.

Advertisements

Pa ne varver ket en aner… seizh danevell troet gant Per Denez (1997)

pa-ne-varverKemeret unan hag unan eo mat-tre pep danevell eus an dastumad-mañ. Lakaet on diaes un tamm gant ar fed ne vije ket unvan o zemoù, nag o stil, nag ar prantad m’int bet skrivet. Al liamm nemetañ etrezo eo ar fed o dije plijet kalz da Ber Denez da vare pe vare eus e vuhez (lod a oa bet troet abred, evel Aquis Submersus tro 1950, ma ne fazian ket). Kentoc’h eget un dastumad, e welan al levr-mañ muioc’h evel un diretenn da renkañ hiniennoù.

Ar seizh danevell-mañ a gaver e-barzh :

Istor Gunnel, gant Pelle Molin eus bro-Sveden (fin an XIXvet kantved)

An Digoll, gant an iwerzhonad James Joyce (hanterenn gentañ an XXvet kantved)

Daou Voujik Bihan gant Nikolai Schedrin, eus bro-Rusia (fin an XIXvet kantved)

Karantez gant an hungarad Tibor Dery (XXvet kantved)

Pa ne varver ket en aner gant ar c’hatalan Manuel de Pedrolo (XXvet kantved)

Ar Vretechenn Veur gant Honoré de Balzac (XIXvet kantved)

Aquis Submersus gant an alaman Theodor Storm (XIXvet kantved)

Feuls betek re em eus kavet Daou Voujik bihan hag An digoll, daoust ma vijent mat-tre e-keñver ambiañs. Lakaat a ra Ar Vretechenn Veur da soñjal e skridoù ‘zo gant Edgar Poe… ha gant lod eus re Ber Denez ivez, ar pezh a zo poellek. Un danevell glasel hir eo Aquis Submersus, diwar-benn karantez dibosubl ha pouez ar pec’hed : eus ar c’hentañ ivez. Soutil ha tener eo Karantez, war un tem a vez labouret nebeut warnañ, an distro eus an toullbac’h. An danevell he deus roet hec’h anv d’an torkad zo un danevell stourm, da lenn en ur geñveriañ gant stad an traoù e Breizh sur a-walc’h : n’on ket kendrec’het gant ar pezh a gredan kompren, ur meni meulgan d’ar stourm armet, re eeun e kavan an traoù, met kontet mat eo memestra hag en ur glask kempouez prederiadennoù disheñvel an daou benndudenn, ar pezh a ro danvez preder.

Permetiñ a ra an dastumad-mañ anavezout gwelloc’h Per Denez evel den ha skrivagner, kompren gant petra eo bet skoet hag awenet hag heuliañ un tammig e hentoù krouiñ.

 


Manuel de civilité pour les petites filles à l’usage des maisons d’éducation, Pierre Loüys, Frañs (1926)

manuel de civilite pierre louysSetu gwir hudouriezh, a-benn ar fin, kuzhet e vez e lec’hioù dic’hortoz a-wezhioù 🙂

N’eo ket gwall hir al levrig, a-boan 30 pajennad en ur gontañ un nebeut skeudennoù ha n’eo ket stank an destenn ennañ tamm ebet. Un heuliad frazennnoù berr pe verroc’h a gaver e-barzh, sañset reiñ kuzulioù d’ar merc’hed vihan met o klask o hent etre erotelezh ha pornografiezh.

Peadra zo da souezhiñ gant al lennegezh-mañ ha ne zouj tabou ebet ; koulskoude, n’heller ket bezañ feuket da vat : hollvezant eo ar fent. Anat eo emaer amañ o vourjinañ hag o tornata fañtasmoù etre tud deuet. Hag e komprener ne oa hon holl vombardioù kozh nemet strouilhed touet, ar pezh ne vezer ket atav evit raksantiñ pa seller ouzh o luc’hskeudennoù gwenn-ha-du ken sirius, mourroù hag all.

Skañv, farsus ha … rostus eo.

Penaos an diaoul em eus gellet dianaout ken pell seul zedennusat skrivagner ?


Mekanoskrid an eil orin, Manuel de Pedrolo, Katalonia (1986)

mekanoskridN’on ket bet kendrec’het diouzhtu gant ar romant-mañ, peurlennet ganin,  ha ret eo bet din prederiañ a-raok divizout e oa deuet a-benn ar skrivagner eus e daol a-benn ar fin.

Un argemm ouzhpenn eo war an tem : marv eo an holl dud war an douar, ret eo adpoblañ anezhañ, degouezh a ra mat kar just a-walc’h e chom daou vugel, ur plac’h pevarzek bloaz hag ur paotrig nav bloaz. Ul levr skrivet evit krennarded e tiskouez bezañ.

An dibarded eo ar stil : skrivet eo en un doare reut, hep engouestl a-berzh ar skrivagner, pe vije en darvoudoù reuzeudik pe er sekselezh, n’eus enni takenn ebet a erotelezh. Niverennet eo ar rannbennadoù e-barzh ar pennadoù, ar pezh a gaven iskis-mat. Dont a reer a-benn d’en em voazañ ha da lenn en un tenn goude ur prantad met chomet on penn-da-benn al levr o klask an abeg a gement-se. Ha setu m’em eus kavet.

Un imitasion eus ar Bibl eo 🙂

Er rannbennad diwezhañ eo displeget sklaer a-walc’h e oa Alba ha Didac an Eva hag Adams nevez hag eo gant Alba eo bet adpoblet an douar goude an drasterezh en doa diouennet mabden. Deuet eo ar mekanoskrid n’ouezer ket penaos betek ennomp goude bezañ skrivet hag adskrivet gant tud dianav… sklaer eo pep tra.

Un taol-kaer eo e-keñver al liamm etre ster ha klorenn eta.

Met n’eo ket aes rannañ trubuilhoù ha levenezioù an tudennoù gant kengompren pa vezont lennet en ur stil kelaouiñ : enouus e c’hell bezañ gwezhioù ‘zo zoken.

N’on ket sur tamm ebet e c’hell krennarded a-vremañ kompren ar serr-lagad ouzh ar Bibl hep bezañ heñchet kreñv war ar mennozh… ha memes o c’houzout, ‘m eus aon ne vijent ket tregaset gant se. Plijout a raio kentoc’h d’ar c’hozh lennerien eveldon moarvat… hag o doa lennet ar Bibl ez-yaouank.

Ne lavarfen ket eo ur bennoberenn koulskoude : ne gavan ket al levr dedennus a-walc’h en holl. Met mat eo da zizoloiñ.


Teod ar balafenned, Manuel Rivas, bro-Chalisia (1996)

Teod ar balafenned Bihan tre eo an dastumad danevelloù-mañ bet lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, met plijus tre da lenn ivez. Ar pemp danevell zo e-barzh a lak al lenner da zizoloiñ ur skrivagner galisian kizidik a oar plantañ un aergelc’h dindan nebeut a c’herioù, hag a oar ivez da belec’h en deus c’hoant da gas pep istor, en ur yezh labouret evit bezañ eeun, a soñjan. Barzhoniel a-walc’h eo ivez, en temoù paneveken. Ha don, war un ton skañv.
Domaj eo ne vije ket muioc’h da lenn… ur wezh all marteze ? Gwelet em eus e Wikipedia en deus skrivet Manuel Rivas kalz a romantoù ivez.