Tag Archives: Malmanche

An Antekrist, Tangi Malmanche (1950)

Ur pezh-c’hoari nebeut anavezet, digant unan eus hor c’hlaselañ dramaourien.

Kavet em eus plijus lenn un doare personel eus an istor, anavezet dreist-holl dre ar werz dediet da Fontanella er Barzaz Breiz. Ober a ra kazh an divizoù, dreist-holl p’emañ Mari vihan er jeu. Plijet on bet oc’h en em gavout er manerioù gant an tudennoù hag oc’h ijinañ an endro gras da zidaskaliezhioù deuet brav o tisplegañ ar c’hoarioù-gouleier pe ar sonioù a-dreñv. Mat eo, emaer er jeu.

Bez em eus bet tro d’en em c’houlenn hag-eñ ne oa ket Mari ur seurt pimpatrom eus an doare ma weler Anna Breizh, en ur mod. Ur plac’hig glan, uhel he fenn, bras he c’halon ; ur skouer a vertuz, memes evit ar re a glask profitañ diouti… Ur skeudenn a dizh ar gwenn hep mar eta. Met ur savboent personel n’eo ken, n’eo ket skrivet tamm ebet en destenn.

Evit distreiñ d’ar pezh-c’hoari, ret eo din anzav n’em eus ket komprenet gwall vat da be lec’h en doa c’hoant Malmanche da gas an dud gant e istorioù teologel. Ententet em eus an dezenn, met n’he deus ket kalz ster evidon, ha n’he c’havan ket pouezus. Padal eo war se en doa c’hoant Malmanche da zesachañ an evezh dreist pep tra… Pep hini a raio e soñj, forzh penaos eo berr ha diskuizhus da lenn.

Advertisements

En ur lenn Tangi Malmanche, Morgan ar Menn (2015)

en-ur-lenn-tangi-malmancheStrollet eo bet gant Morgan ar Menn ar pennadoù niverus he doa skrivet a-zivout Tangi Malmanche hag e oberenn, evit kelaouennoù pe kolokoù : ar rebech nemetañ em bije d’ober d’al levr-mañ eo e vez adlavaret kalz an traoù, pa vez ret adlec’hiañ an den hag e oberenn bep tro, met war un tu all ez eus perzhioù didaktek gant ar fed lenn meur a wezh ar memestra, ha n’eo ket un draen a-benn ar fin.

Daoust ma anavezfen skridoù brezhonek Tangi Malmanche pell ‘zo em eus desket ur bern traoù. Dedennet bras on bet gant ar c’heñveriañ etre embannadennoù brezhonek ha gallek Marvailh an ene naonek, da skouer. Talvoudus dreist pep tra eo al levr-mañ d’ar re n’o deus ket bet ar guriusted da vont da gantreal e-barzh skridoù gallek ar skrivagner : diazezet he deus Morgan ar Menn he studiadennoù war e oberenn a-bezh, un dibab a ro ur sell ledanoc’h ha klokoc’h war an arzour hag istrogell ma oa ar skrivagner. Mat eo dizoloiñ mammennoù e awen, ha gouzout petra a zo e-barzh An Antekrist, pezh-c’hoari a-zivout Fontanella, pe e-barzh ar romant galleg An tour plom.

A-bouez eo ivez ar stagadennoù a zo bet lakaet e fin al levr, enno an testennoù berr a vez graet meneg anezho e-kerzh ar studiadennoù.

Ur blijadur eo bet din lenn an dastumad-mañ, ha n’eo ket diaes tamm ebet da heuliañ pe da gompren, daoust ma ne vefe ket hoalus bras e ditl. Ul levr n’heller ket dioueriñ d’ober donoc’h anaoudegezh gant unan eus hor brasañ skrivagnerien.