Tag Archives: Luron

Rederien mor, Alice Luron, Antoine Le Fée, Blaise Guillotin, Myriam Guillevic (2017)

Peder danevell, kinniget gant pevar den yaouank, savet tro-dro da dem ar mor. Pep hini anezho a ginnig un endro, ur stil hag un ambiañs disheñvel-mik koulskoude.

Brodiñ a ra Alice Luron, e Distro maouez Kersaozon, tro-dro d’ur vojenn bobl en em strob garv gant ar vuhez gwir.

Kontañ a ra Antoine Le Fée terzhienn an emgann en Istor ur bleiz-mor kozh un danevell faltazi-harozek em eus kavet tost hec’h aergelc’h ouzh hini an heuliad Game af Thrones. Echuiñ a ra gant ur bimpoellenn klasel a-walc’h.

Desachet eo bet muioc’h va evezh gant an div zanevell ziwezhañ.

Ar Chase, gant Blaise Guillotin, zo un destenn skiant-faltazi ma weler ur vagad tud yaouank nevez engouestlet e-barzh an arme o vont da stourm ouzh morviled a zo un dañjer evit ar vro. Ar soñj a zo dreist, an istor kontet brav, gant kalzig a vunudoù hag ur preder ispisial ouzh temz-spered ar penndudenn em eus kavet plijus. Hag awenet e vije bet gant Orson Scott Card, pe un degouezh e vije ?

Gant Myriam Guillevic e cheñcher ton ur wezh c’hoazh. Kontrol d’ar pezh a laosk an titl da zivinout ez eo Morganezed un danevell realist, tostoc’h ouzh ar pezh a vez lennet e brezhoneg diouzh boaz. Renet mat eo, gant ur fin dic’hortoz. Titouret mat eo Myriam Guillevic, evel Blaise Guillotin, war ar bedoù a zeskrivont, n’eo ket chomet o labour diwar-c’horre. Ur gudenn teknikel a zo, marteze, gant an doare da sortial eus ar c’harr e Morganezed, a sell ouzh gwask an dour ? Met ar soñj diazez a zo mat hag an danevell a echu gant ur bann spi.

Emichañs e roio kalon an embannadur kentañ-mañ d’ar peder c’hreunenn skrivagner da vont pelloc’h gant ar skrivañ : atav e vo kavet tud kontant d’o lenn.

 

Advertisements