Tag Archives: livres pas

Comment parler des livres que l’on n’a pas lus, Pierre Bayard, Frañs (2007)

Comment-parler-des-livres-que-lon-na-pas-lus-_6149En dastumad “Paradoxe” eo bet embannet ar skrid-arnod-mañ, hag ur paradoks ez eo e gwirionez, a roe c’hoant din da zizoloiñ diabarzh hennezh abaoe pell.
Tachenn al lenn hag al levrioù zo krignennet gant ur bern rakvarnioù, ur bern tabou-ioù, ar pezh a sant Pierre Bayard eveldon. Pa soñjer mat, perak ne vije ket kaozeet diwar-benn levrioù n’int ket bet lennet ?

Lavarout a ra Pierre Bayard ez eus meur a zoare da anavezout ul levr ha d’e varn. Dre follennata anezhañ, dre glask titouroù, dre glevet tud all o kaozeal diwar e benn… Degas a ra da soñj n’eo ket posubl lenn pe tra, ha memes ul lenner touet ne c’hello krignat e-kerzh e vuhez nemet ur begad eus hollad al levrioù embannet, ha pa vevje kozh-meurbet.

Addegas a ra lufr Pierre Bayard ouzh ar pezh a sonj an nen diwar-benn ul levr, n’eus forzh pehini : ur chenchamant savboent a zigor ar spered hag a ro foenn da zaskiriat. Komz eus levrioù n’hon eus ket lennet, ne reomp nemet se, emezan. Peogwir e komzomp diwar-benn un envorenn eus al levr, bihan pe bihanoc’h, ha ne c’hellomp ket gouzout hag-en e sonjfemp c’hoazh ar memestra pa adlennfemp anezhan. Gant se, e lak al lenner d’en em sonjal war an derc’hel sonj dre vras.

Ha mont a ra pelloc’h c’hoazh : ma paouezomp da lenn, e roomp kement a aked, a garantez, da gement levr n’eo ket bet lennet . Evitan, an dud a vag ur garantez wirion ouzh al levrioù ne glaskont ket digempouezan an evezh a daolont da bep hini… (diaesoc’h din asantin war ar poent-se avat).

En tu all d’ar boelladenn-stil e veiz-diveiz al levr-man konseptoù n’or ket boaz da sellout pizh outo. Kavet em eus anezhan dedennus-tre, aes da lenn, farsus. Arabat kredin evit kement-se ez in da bleustrin war an danvez : va blog a chomo mod-kozh hag e kendalc’hin da bledin gant levrioù em eus lennet 🙂

Advertisements