Tag Archives: Lavrand

Orties / Linad va halon, Laurence Lavrand (2015)

An torkad barzhonegoù-mañ em eus graet div lennadenn dezhañ : unan e brezhoneg, en ur luchañ war an destenn c’hallek, hag unan e galleg penn-da-benn.

An tu brezhonek on bet dipitet gantañ. Hep na vije dic’houzvez ar gerioù da Yann vrezhoneger em eus kavet diaes an testennoù da lenn, ha war-bouez ur varzhoneg pe ziv (Ne vern din bremañ… p. 78, Selaou a ran… p. 58 da skouer) ne vezen ket gwall dizhet ganto.

Adalek ar pennad-digeriñ e lavar Laurence Lavrand eo bet luskellet he bugaleaj gant gwerzennoù 12 troatad. Dont a reont dezhi en un doare naturel, evel da Jean Conan moarvat. Al lodenn c’hallek a zo enni gwerzennoù mentet. E brezhoneg, n’eo ket bet miret an troatadoù. Tennañ a ra an hanter eus ar chalm.

An eil abeg d’am dipit eo an diazezet m’eo barzhoniezh Laurence Lavrand war he dibab geriaoueg, a zo e kreiz he c’hizidigezh a gav din. Un dastumad gerioù heson a implij, gerioù dezho un dalvoudegezh son uheloc’h eget o zalvoudegezh ster, daoust ma vije liammet an daou evel-just. Lakaomp un anv evel “scolopendre”, a implij ouzhpenn ur wezh. Nebeutoc’h ez a en-dro ar varzhoniezh-mañ dre grouiñ skeudennoù eget dre grouiñ sonioù. Evel m’en lavar ar skrivagnerez er pennad-digeriñ, ar barzhoniezh zo un afer kerzenn, da vezañ klevet ha lavaret a vouezh uhel. Ha setu c’hwitet eil dae an droidigezh, hag a chom peurliesañ e live an treiñ gerioù, evel er werzenn-mañ :

“Pays surpeuplé d’eaux tordues en fondrières / Bro leun a fozioù dourioù kammet”

N’eo ket ur rebech a ran d’an troer, met savet eo ur goulenn en va fenn en ur lenn an droidigezh-mañ : ha posubl eo treiñ pep tra ? Darn eus elfennoù arz ar skrivagner a vez kollet bep tro, met pa vez ken uhel an dregantad, ha talvezout a ra ar boan ?

Ha setu me adkrog gant al levr penn-da-benn e galleg, en ur leuskel ar brezhoneg a-gostez.

En un doare dispis e kav din e kont ar barzhonegoù-mañ un istor : un hir a gañv, ur bajenn o treiñ (Peu m’importe à présent… p. 79), ur spi nevez o c’henel (Je n’aurais jamais cru… p. 63). Mesket ouzh al luskadoù bras-se, santadoù all. Karantez (Ils me plaisent tes yeux… p. 33) ha ne vez ket atav hini ar c’houblad, (Je m’effraie de ce vide… p. 41), daoust ma vije an hevelep santimant a vank da heul, teneridigezh ouzh an endro ivez  (Image très juste… p. 23). Harp eo ar skeudennoù war an natur peurliesañ : mor, glav, bezhin… , maget gant ur galleg pinvidik, ken war ar geriaoueg ha war framm ar frazennoù. Pep tra zo e servij ar preder, an imbroud-spered (Il pleut… p. 73). Kavout a ran dispar an titl, Orties / Linad va c’halon, ar plant nerzhus-se en em stalia e pep lec’h kerkent ma laosker fraost ur c’horn bennak eus e ene.

Alies on bet lakaet diaes gant ar bajennaozañ ha ne c’hoari ket a-walc’h gant ar gwenn : o lenn da heul an holl varzhonegoù, stag ouzh temoù damheñvel alies hag hep titl ebet dezho, ne ouezen ket atav pelec’h e kroge hag echue an traoù.

E galleg ez a en-dro an huderezh hag e z’eer da heul ar skrivagnerez en he bed melkonius, gwriziennet en he bro, kaeraet gant kavadennoù barzhoniel.

Teñval met saourüs, amzer ur gejadenn.

 

 

 

Advertisements

Panelloù, Laurence Lavrand (2016)

Div banell zo o kaozeal : an neudenn eo evit kontañ senennoù bihan n’o deus netra da welet etrezo estreget ma tremenont e Breizh ; evel ma vez graet gant ar vugale pa ginnigont beihadegoù er c’hampoù-vakansoù. Ur studierez komunour, un tad-kozh hag e vab-bihan, un eured farsus, kannerezed-noz, atalier un arzour, ur c’houblad o tispartiañ, peñse ur vag-dre-lien…

N’eo ket skrivet fall, evel-just, ouzh ur skrivagnerez arroutet hon eus afer, met anzav a ran on chomet digas-kaer rak buhez kuzh an daou damm tol. N’eo ket ordin an tem met ne lak ket anezhañ da vezañ dedennus evit kelo-se. C’hwezh an dever-skol zo war al levr, diawen ken ez eo. M’en dare petra a zegas seurt oberenn d’al lennegezh vrezhonek, ha penaos e c’hellfe bezañ entanet ar grennarded eo bet skrivet al levr evito, ganti… Gant ar skrivagnerez-mañ e alian kentoc’h an oberennoù kreizennet tro-dro d’ur grennardez bennak, dont a reont bravoc’h ganti, hep mar.


Loeiza, Laurence Lavrand (2015)

loeiza-laurence-lavrandDispartiet eo he zud, ha divizet he deus he mamm kuitaat Breizh evit mont d’en em staliañ e… Mayotte ! Start eo evit Loeiza, ha hi merc’h nemeti ar familh, pa zle ober he zistro-skol 6vet klas ken pell eus korn-bro Karaez.

Poan em bez o kompren an darempredoù etre merc’h ha mamm el levr-mañ, ne seblantont ket din bezañ gwall wirheñvel. Emzalc’h ar vamm dre vras a gavan iskis hag un tammig emgar, forzh penaos.

Ar pezh a zo plijus eo e splujer en ur bed all, a weler eo bet amprouet gant ar skrivagnerez hag en deus, ar wezh-mañ, tres ar wirionez. Ul levr jentil eo hag a lak al lenner da veajiñ. Evit ober war-dro kudennoù donoc’h, eo ret gortoz bezañ un tamm brasoc’h eget ar publik bizet gant al levr-mañ (merc’hed 10-12 vloaz).


Nadjati, Laurence Lavrand (2011)

nadjatiKregiñ a ra evel ul levr evit merc’hedigoù : kudennoù krennardiezh, mignoniezh, arc’hant, darempredoù er skol… peadra da grediñ ne vo netra da besketa evit un den gour. Dalc’het ‘m eus gant va c’hrog avat ha n’on ket dipitet peogwir e teu da vezañ kalz dedennusoc’h war-lerc’h. Renet eo e doare un enklask-polis ; tost a-fed temoù ouzh levrioù all evit ar grennarded gant Keit Vimp Bev : An dervenn gant Mich Beyer (kest an tad) pe Lomig Boulomig gant Youenn Brenn (kudenn an dud dibaper). Met gwelloc’h e kavan Nadjati eget an daou-se, peogwir ez eus gant ar skrivagnerez ur gwir donezon da blantañ lusk en hec’h istor, ur wezh loc’het. Ar pezh nemetañ em bije da rebech eo eeunded an istor a zo enni kement a zegouezhioù dreistordinal m’eo romantel betek re… met ur gwir rebech n’eo ket : skrivet eo bet evit bugale, hag a live gant ar pezh a c’hellont gortoz. Emichañs eo mat evit ar merc’hed dreist-holl, tro 13 bloaz hag ouzhpenn.

Bez ez eus eus al levr-mañ e galleg ivez.


Bec’h war ar c’helenner, Laurence Lavrand (2010)

Bec'h war ar c'helenner

Un droidigezh diwar ar galleg eo, pezh n’eo ket anat diouzh ar c’hentañ sell peogwir eo kuzhet an troer a-dreñv un anv-pluenn : SPARF. Ar pevare levr ganti eo en dastumadeg levrioù evit ar re yaouank gant Keit Vimp Bev, ha n’int ket bet holl lakaet e brezhoneg gant ar memes den evit doare. Perak treiñ romantoù Laurence Lavrand kentoc’h eget reoù all, ne ouezan ket : daoust hag-eñ e teu ar goulenn diganti ?
Evit Bec’h war ar c’helenner, n’eo ket ul levr fall, kemeret he deus ar boan ar skrivagnerez da gampiñ tudennoù gwirion, dezho ur vuhez leun e-kichen ar meni enklask-polis : ar vuhez-se a gemer kalz a blas e-keñver an itrik ha n’eur ket sur n’eo ket pemdez ar skolajiadez danvez pennañ al levr zoken (betek an hanter e kaven fall tre an titl !). N’eo ket ken dedennus an darvoudoù tro-dro d’ar c’hevrinoù a dremen er skolaj, eta. Ha m’en dare hag-eñ n’eo ket dre m’eo un tammig re jentil ar re zroug, kuit da feukiñ den ebet (evit ar vugale eo, kea !).
Skrivet mat eo ha dedennus eo da lenn, met anat eo n’eo ket ur bennoberenn, evel levrioù all ar skrivagnerez bet lakaet e brezhoneg. E galleg, war astell al levrioù evit ar grennarded, e kavfe e blas kement ha paskañ boued d’al lennerien douet. E brezhoneg avat, m’eo evit skolajidi a lenn tri levr ar bloaz peogwir int rediet d’en ober, n’on ket sur e vo dibabet gant ar gelennerien, dre an abeg m’eo un droidigezh paneveken !
Chom a ra an dud deuet, ar re o teskiñ, hag ar re all a lenn eveldon evit diverrañ o amzer hep terriñ o fenn… Evito e vo mat tre, ha ne chomo ket gwall bell da bouezañ war o soñjoù ouzhpenn : Eus ar c’hentañ.


Heol, mor ha muntr, Laurence Lavrand (2007)

Heol mor ha muntr

Ar pep gwellañ en istor-mañ eo e tremen e Mayotte hag e lak da zizoloiñ lec’hioù pell. Ijinet mat eo pa ne ziviner ket piv eo ar muntrer a-raok pajennoù ar fin. Ne oa ket bet prientet a-walc’h al lenner ouzh ar pezh a c’hoarvez el linennoù diwezhañ avat, met n’eo ket re bouezus. Farsus em eus kavet doare an enseller da c’houlennata an dud, en ur en em staliañ war al lec’h m’eo bet tremenet an darvoud, e-touesk an dud : soñjet ‘m eus en Agatha Christie… Re a hed a lak Laurence Lavrand etrezi hag he zudennoù marteze, n’eo ket aes en em santout tost outo daoust ma vije roet kalzig a vunudoù diwar-benn o buhez prevez. Ur romant mat eo da ziverrañ an amzer koulskoude.