Tag Archives: Kuzh

Kuzh, Paol ar Meur (2017)

Echu oa ar romant-mañ e 2014, daoust ma n’eo bet embannet nemet e 2017. Ur romant-polis brestad a c’hellfe bezañ graet anezhañ. Mont a reer war roudoù un den a zo aet diwar-wel, diwar an testennoù brezhonek a zo chomet en e urzhiataer dreist-holl, ha diwar ar pezh a lavar ar re o deus bet darempredoù gantañ. Don a-walc’h eo ar poltred, p’eo ret kaout meur a savboent da gompren aes peseurt doare den e oa.

Met ar pep pouezusañ, ar pezh a zesach an evezh dreist pep tra, eo kêr Brest, metoù bihan ar vrezhonegerien tro-dro d’ar greizenn a c’hell bezañ an Tara Inn : un testeni bennak eus ar vuhez e 2014, na petra ‘ta… Hag un nebeut temoù a-dreñv ivez : naturegezh, abegoù ar skrivañ e brezhoneg…

En ur stil disheñvel en deus lakaet ac’hanon da soñjal e romant Frañsez Favereau Dianket, hag en hini Yann Gerven Brestiz o vreskenn.

N’eo ket kaset an itrik gant ul lusk dichadennet, met dedennus ha pinvidik eo memestra.

 

Advertisements