Tag Archives: Kong

King Kong Théorie, Virgine Despentes, Frañs (2006)

king kong theoriePlijet e oan bet gant Apocalypse Bébé, ar romant kentañ em boa lennet gant ar skrivagnerez souezhus-mañ. Ne oan ket engortoz tamm ebet d’en em gavout gant ur skrid-esae o tifenn ar wregelouriezh p’em eus tapet krog el levr-mañ avat. Ha ken kilhet all on bet.

Mont a ra Virginie Despentes en tu all da reolennoù an dud a-feson. Skrivañ a ra gant gerioù pemdez, pe gant gerioù gros, gant gerioù skoüs atav. Peadra he deus bet d’en em soñjal war he sekselezh, evel ma kont tamm-ha-tamm : gwallaet eo bet ha hi plac’h yaouank pa oa o c’hoari biz-meud, ha diwezhatoc’h he deus bet tro da c’hounit bleud en ur werzhañ he c’horf, hep mont evit kement-se da c’hast a-vicher. An darvoudoù-se o deus graet o hent en he fenn ha kinnig a ra he savboent diwar-benn ar wregelezh hag ar wregelouriezh. Komz a ra ivez diwar-benn pornografiezh.

Graet he deus vad din al lennadenn-mañ peogwir en em gaven akord ganti war gement tra a ginnige, koulz lavaret, hag ivez dre m’he deus an destenn ur stil bourrabl, dichek, feukus, a blant startijenn en nen.

Echuiñ a ra he levr gant un asuradenn : ne vo gounezet ar stourm evit kevatalded ar reizhoù nemet p’en em ganno paotred ha merc’hed war un dro.

Ouzhpenn mignoned he deus gounezet ar skrivagnerez gant ar skrid-mañ, evel ma c’heller lenn er bajenn Wikipedia a gomz diwar e benn. Menegiñ a ra bommoù bet skrivet diwar e benn e meur a lec’h, lod meuleudius, lod all farsus (a gav din) :

« On aura saisi qu’il est inutile de chercher une cohérence intellectuelle à cet essai plein de gros mots. » Astrid de Larminat dans Le Figaro littéraire.

« Despentes s’est mise en situation de se faire haïr par les philosophes autant que par les psys, et par les dames patronnesses autant que par les chiennes de garde. Le bonheur, quoi… » Pierre Marcelle dans Libération.

« King Kong théorie n’est pas seulement un livre atterrant de bêtise, un monument d’incompétence, un espace où toute pensée se fige sur place, glacée jusqu’à l’ultime neurone par le degré zéro. De chaque ligne suinte en outre une haine féroce pour l’Autre. » Éric Naulleau dans Le Matricule des anges.

Din-me eo ul levr mat, skrivet gant unan ha ne ra forzh ober he zoull (pe get) e-touez an dud en em gav, liv ar wirionez hag ar prim warnañ dreist pep tra, perzhioù a lakaan dreist ar re all evit seurt skridoù. Emichañs ho po c’hoant da lenn anezhañ en ur lenn kritikoù ken disheñvel diwar e benn.

 

Advertisements