Tag Archives: Kerverziou

Barzhaz, Gwilherm Berthou Kerverziou (1933-1950)

Morse n’ez eus bet graet ul levr eus oberenn glok Kerverzioù, din da c’houzout. Posubl eo pellgargañ ar gelaouenn he doa roet bod d’e varzhonegoù : Al Liamm 48 (1955)

Ezel e oa Kerverziou eus luskad ar Seiz Breur. Lod e oa bet e taol-sponterezh Roazhon e 1932 hervez Wikipedia e brezhoneg.

Un tañvaig em boa graet d’e varzhonegoù en ur staj KEAV, gwall bell ‘zo. Plijet gant an oberennoù goude bezan o studiet. Chomet e oa en va fenn e oa unan eus gwellañ barzhed Breizh. Diegi o lenn anezhañ, koulskoude. Chomet eo al levr e-pad 20 vloaz en va berniad levrioù da lenn : biskoazh hiroc’h !

Dleet em eus poaniañ kalz evit nebeut a c’hounid. N’eus nemet un dornad skridoù en em santan desachet pe blijet ganto en dastumad, diwar-benn karantez dreist-holl : Hollwenn, Y mae’r eneth, Al lenverez, Merc’hed… A-hend all ez int skridoù distag-mat eus ar vuhez, pa ne vezont ket en ur bed kenstur da vat, evel ar Mojennoù keltiek.

Tro din d’en em soñjal war ar pezh a glaskan er varzhoniezh, a-benn ar fin : an trid, ar munudoù boutin etre ar skrivagner ha me hag a laka ac’hanomp da vezañ unvan, amzer un nebeut frazennoù, da santout ar memestra, da rannañ hor skiant-prenet a zen. Ne lavaran ket eo dibosubl gant ar barzhonegoù-mañ : n’on ket kizidik outo, setu tout. Evel pa vije nebeut-nebeut a c’hrafoù boutin etre Kerverzioù ha me.

A-hend-all ez int diaes-tre da lenn, ken a-fed geriaoueg ken a-fed stumm. Techet eo ar barzh d’ar genedelouriezh, d’ar gefredelouriezh. Danvez studi, kentoc’h ha danvez dudi, eta…

Advertisements