Tag Archives: Kervendal

Un aod… ur galon, Frañseza Kervendal (1987)

Tennet eo holl destennoù an torkad danevelloù-mañ diouzh buhez ar skrivagnerez Morwenna Steven, Frañseza Kervendal diouzh he anv-pluenn, a oa gwreg Per Denez. Met n’eo ket diouzh red an amzer e kont he eñvorennoù. Gwelloc’h eo bet dezhi skrivañ war un tem bennak bep tro. Lod a zo stag ouzh ar gêr a oa o vevañ enni en he yaouankiz, Douarnenez, tra ma pled reoù all gant temoù personeloc’h, en o zouez loened he doa bevet ganto pe tammoù eus buhez tud he familh.

Netra tridus, diouzh ar c’hentañ gwel marteze, dindan an titl un tamm chuchu-mañ ha tres teñval ar golo, aet diouzh ar c’hiz bremañ. Met ar brezhoneg a implij zo ken flour, ken naturel, ma vez lonket al levr en un tenn, gant ar santimant emaer o selaou ur vignonez war an oad o flapat en he gegin tra m’emañ o tibluskañ legumaj ha c’hwi o kafeta. Eeün ha fromus eo war un dro. Unan eus an testennoù, lec’hiet er fin, Kêrbenn, a ziskouez ur vretonez harluet e Roazhon hag a c’houzañv gant koll he gwrizioù. N’eo ket an hini gwellañ moarvat met ranngalonus eo, dreist-holl goude bezañ lennet ar peurrest, pa c’hell al lenner e-unan muzuliañ ar pezh a zo aet kuit.

Ur souezhadenn vrav eta.

Advertisements