Tag Archives: kalon

An tri boulomig kalon aour, Roparz Hemon (1961)

An tri boulomig kalon aour
Ur seurt “toy story” mod kozh eo : un dornad c’hoarielloù a dec’h diouzh o zi lec’h ma vezent gwallgaset gant ur paotrig kriz. Ar vugale a-vremañ ne c’hoariont ket gwall bell gant c’hoarielloù, hag evit bezañ gouest da lenn ar brezhoneg pinvidik a implij Roparz Hemon el levr e vije ret dezho bezañ oadet a-walc’h dija ! Sed ma n’eo ket mat evit den ebet ken, nemet evit an dud gour a vag melkoni ouzh o yaouankiz…
Kavet ‘m eus diaes pegañ er romant er penn kentañ, met en ur zelc’her krog em eus bet plijadur o tizoloiñ bommoù dedennus-mat e-touez an istorioù bihan a ya d’ober an hini vras : va hini muiañ-karet o vezañ hini Neferifra. An doare-se da sevel ur romant zo un tammig evel aozañ ur saladenn mesk-divesk : tammoù a gaver mat ha tammoù a gaver fall zo e-barzh. Digempouez em eus kavet ar romant un tamm. Pezh em eus kavet dedennus dreist-holl eo an daveoù niverus a gaver en Tri Boulomig da levrioù klasel ar yaouankiz e-kerzh an XXvet kantved (Cervantes, La Fontaine, Andersen…) : gouizieg e oa Roparz Hemon war an dachenn-se, hag e lennadennoù a gendalc’he da dreiñ en e benn en ur vagañ e ijin, un tammig evel m’en doa implijet ar Bibl en Alanig an tri Roue nemet gant meur a oberenn vrudet ar wezh-mañ.
Ne gav ket din e vije unan eus romantoù gwellañ Roparz Hemon, koshaet o deus fall an Tri Boulomig kalon aour. N’eo na skrivet fall na displijus da lenn, met n’eo ket dreistordinal. Ha m’o deus c’hoant al levrdioù da werzhañ ar skouerennoù a chom e vije emsav dezho embann ur jaketenn gant un titl gwelloc’h peogwir ez eus flaer ar c’hozh war hennezh, ur spont !