Tag Archives: jour

Le jour d’avant, Sorj Chalandon, Frañs (2017)

Dre zegouezh, e oan bet bloaz ‘zo o vakañsiñ e Hanternoz bro-C’hall hag e oan bet sorc’hennet gant ar rannvro. Ha dres pa oan o tont en-dro, em boa klevet ur pennad-kaoz gant Sorj Chalandon o kinnig e romant, ha me stanket e sal-gortoz ur mezeg bennak. Kement ha lavaret e oa bet graet ur serr-lagad din gant ar romant-mañ.

Kavet em eus dispar an hanterenn gentañ. Lakaat a ra da vevañ, en ur yezh eeün ha brav, bed ar vengleuzieren, e diabarzh ur familh, dre zaoulagad ur bugel bamet dirak e vreur bras. Ur breur ha ne chom nemet eñvorennoù anezhañ : lonket eo bet gant ar vengleuz, ha ret eo d’ar breur bihan lakaat unan bennak da baeañ ar vuhez laeret-se, asambles gant hini an holl re all nijet kuit war un dro (kemer a ra harp ar skrivagner war ur gwallzarvoud gwirion).

Hag en un taol, souezhadenn ! Ar romant-mañ a zo eus ar re-se ma vez ur skoulm, en o c’hreiz, a lak kement tra zo bet kontet da gemer ur ster all -un tammig evel romant John Irving Une veuve de papier. Echuiñ a ra evel kalz telefilmoù amerikan, gant un hir a senennad prosez. Ne ouezen ket petra a oa da c’hortoz ha souezhet on bet gant an doare, daoust ma vije kendrec’hus ha kizidik an arguzennoù kinniget. Gwirheñvel eo ar studiadenn bsikologel, ha reiñ a ra peadra da brederiañ war an emouez hag an diemouez, ar pezh em eus kavet brav.

Plijet on bet dre vras gant ar romant daoust ma vije digempouez interest an div lodenn. Da lenn evit dizoloiñ pe addizoloiñ Hanternoz bro-Chall da vare ar mengleuzioù…

 

 

 

 

Advertisements

Je suis né un jour bleu, Daniel Tammet, bro-Saoz (2006)

Dreistje suis ne un jour bleuordinal em eus kavet al levr-mañ. N’eo ket ur romant met istor ur paotr aotek “Asperger”, skrivet a-feson, en ur dremen dre ar munudoù met hep en em goll e-barzh koulskoude. Daoust d’e namm eo Daniel Hammet ur paotr donezonet-bras, n’eo ket war ar matematik nemetken met war ar yezhoù ivez : gouest eo da zeskiñ ur yezh dindan ur sizhunvezh bennak. Ur stil brav en deus da skrivañ ivez, un teuzar eo Je suis né un jour bleu evit al lenner. Frammet eo, lusket, evel pa vije ur romant.

Souezhus eo gwelet e c’heller dont a-benn ken brav eus e vuhez daoust d’ur namm a lak an unan e-kichen ar gevredigezh. Mont a ra Daniel Tammet da gelenn saozneg e Lituania, ha eñ paotr yaouank, hag en em dennañ a-feson. Ur vuhez koublad en deus. Pep tra a zeu mat gantañ. Pa ne vije ket dezrevell e vuhez evel m’eo tremenet, em bije soñjet ez ae un tammig re bell ar romantour… met ober a ra eus al levr-mañ ul lennadenn yael, leun a spi, a ziskouez ez eus ur plas bennak evit pep hini er bed, ha barzhoniezh en aotegezh hag e disheñvelderioù an dud. Ul levr pouezus.