Tag Archives: Jean-Paul

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Une vie française, Jean-Paul Dubois, Bro-C’hall (2004)

Une vie française Jean-Paul Dubois-se, kontrol d’ar pezh a c’hellfe lakaat e anv gwall voutin lakaat da soñjal, n’eo ket n’eus forzh piv, war dachenn al lennegezh c’hall d’an nebeutañ ha daoust ma ne vije ket anavezet a-walc’h a gav din : gwezh ebet n’em boa klevet anv anezhañ betek-henn.
E c’halleg zo war un dro hered ha lennek : lennet vez hep diaesamant met ne enoeer morse gant ar reizh m’eo an dibab gerioù hag ar bras m’eo e skiant war ar geriaoueg. Ur bern gerioù n’anavezen ket em eus kavet el levr, pezh ne c’hoarvez ket alies er romantoù. Ouzhpenn da se eo barrek ha soutil ar skrivagner da c’hoari gant ar gerioù, hep na vije breinaet e skritur gant se, plijout a ra dezhañ implijout meur a ster d’ur memes ger evit kas e vetaforennoù da skouer. Ur galleg eus ar c’hentañ troc’h eta, hag a zle bezañ gwall ziaes da dreiñ brav e yezhoù all, ‘m eus bet tro da soñjal alies. M’ho peus c’hoant da bleustriñ, setu un tañva :
“Etrangement, cette éducation passait par l’Angleterre, territoire flottant et initiatique où tout petit bourgeois était censé parfaire sa première ou seconde langue, appendice qu’il s’empressait, sitôt le Channel franchi, de fourrer dans la bouche de la première Londonienne venue” 😀 evel ma welit, n’eo ket ar fent a ra diouer el levr-mañ kennebeut, daoust ma ne vije ket ul levr farsus diouzh ar c’hentañ sell…
Ar pep souezhusañ el levr gall-se eo e vez lennet evel ur romant amerikan : ar pezh a gavan espar, ha ral, digant ar skrivagnerien c’hall. Paneve an tem, ha bezañs bro-Frañs a-hed al levr, e vije disoñjet n’eo ket amerikan ar skrivagner.
Petra a gont al levr emezoc’h-c’hwi ? El linennoù brasañ, buhez un den eus e yaouankiz betek e gozhni… netra souezhus eta ! Met kontet ha dielfennet e vez a-dreuz lunedoù ispisial, reoù ar politikerezh gall etre 1958 hag ar bloavezhioù 2000. Pep pennad a glot gant ur resped-prezidant, ha taolet en deus evezh ar skrivagner da blediñ kement gant buhez an hinienn eget gant buhez ar vro hag ar bobl : skrapet en deus mat an ambiañsoù disheñvel a veze a-hed ar cheñchamantoù politikel a c’hoarveze, efed ar barradoù ekonomikel, hag all. N’eo ket ar politikerezh va zachenn muiañ-karet, gwezh ebet ne gaver hir e amzer koulskoude gant an ampart m’eo mesket an eil preder ouzh egile ! ha ma vez plijadur o tizoloiñ traoù bet c’hoarvezet a-raok ho kanedigezh, e vez muioc’h c’hoazh oc’h adkavout ar re zo c’hoarvezet war-lerch, gant ur sell muioc’h objektivel eget an hini a c’hellit teurel a-dreñv war ho puhez !
Echuiñ a ra fall an traoù evit ar penndudenn, a gouezh war e chouk a bep seurt gwalleürioù : ne gav ket din e vije dre zegouezh, ur vetaforenn eus ar semplidigezh politikel o c’hounit tachenn e c’hellfe bezañ… met se zo ur soñj personel ha n’eo ket kinniget e mod-se el levr.
Un dra zo sur : ul levr gwallzedennus eo hag a vez lennet en un tenn ur wezh lañset. Jean-Paul Dubois zo ur skrivagner da heuliañ a-dost !