Tag Archives: Jarl

Distro Jarl eus ar brezel, Goulc’han Kervella (2018)

Pa z’a Jarl d’ar brezel, e laosk war e lerc’h e vestrez koant, e vez sikouret gant ar soñj anezhi da anduriñ braouac’h stuz ar soudarded. Hag, e gwirionez, chomet eo stag Diell ouzh Jarl betek e zistro. Met cheñch a ra an traoù pa wel anezhañ, mac’hagnet ha disneuziet.

Estreget ur c’hemm korfel a zo : chomet eo en Jarl un dra bennak eus feulster ar brezel.

Soñjal a ra din en deus lakaet Goulc’han Kervella kalz anezhañ er romant-mañ, a goubla e garantez evit e vro, e sevenadur, ar vicher a vezhinaer, hag e skiant-prenet a wezhall tro-dro d’an dud klañv o spered.

Liammet brav eo sevenadur kozh Breizh gant an istor : ar romant en deus lakaet ac’hanon da soñjal en hini Yves Miossec Lorc’h, kasoni ha poan, a zo eus ar memes troc’h.

An disoc’h zo ur romant dedennus, pinvidikoc’h eget ar pezh a roe ar skrivagner abaoe un nebeut bloavezhioù, ur romant en deus goulennet muioc’h a labour eget skridoù ‘zo ivez kredabl. Neuze ma ne c’hellit ket lenn kement levr bet skrivet gantañ, ne vije ket fall dibab hennezh.

 

Advertisements

Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.


An teirgwern Pembroke, Jarl Priel (1957)

An teirgwern pembroke
E gwirionez e oa bet skrivet al levr e galleg da gentañ gant Jarl Priel : Le trois-mâts errant, hag embannet e 1931. Me gav din eo unan eus an oberennoù gwellañ em bije lennet biskoazh e brezhoneg, koulskoude ne gav ket din o dije soñj gallegerien ‘zo eus an embannadur gentañ… Ne renkañ ket anezhañ e-barzh an troidigezhioù eta. Forzh penaos e oa un azasadur.
Un strolladig a vourc’hizien a Landreger en em vod evit lakaat an taolioù da dreiñ. Mont a reont e darempred e mod-se gant bagad martoloded an teirgwern Pembroke a oa dianket 15 bloavezh kent hep na vije bet gouest den da zisplegañ petra oa c’hoarvezet. Pep den eus ar bagad a zeu da gontañ e istor a-raok advevañ e varv… Betek ma vo diluziet pep kevrin… Met tomm e vo ivez da lêr an droerien daolioù… Lakaat a ra ac’hanon da soñjal en 10 petits nègres gant Agatha Christie. Ar suspens zo espar, n’eus levr brezhonek all a vije kement anezhañ e-barzh. Ar stil zo dreist, labouret ha klasel-meurbet gant ur brezhoneg pinvidik ha blazet c’hwek ; an ambiañs zo eus ar c’hentañ, evel e danevelloù spouronus Maupassant… Laouen-meurbet e oan pa oa bet adembannet e 2002 : lenn a ran anezhañ bep 10 vloaz gant ur jourdoul dideuz !