Tag Archives: jardins

Je tue les enfants français dans les jardins, Marie Neuser, Frañs (2011)

Me ‘garfe gouzout petra eo al levr-mañ : n’eo ket ur romant-polis, evel ma laka e ditl da grediñ. Ur romant diwar-benn buhez ar gelennerien e skolajoù ar bannlevioù, ne lavaran ket. A ! eo, ur muntr bihan zo er fin…

Anat eo he deus kemeret harp Marie Neuser war he skiant-prenet war he micher, ar pezh a lak he levr da vezañ dedennus ha gwirheñvel. N’on ket evit lavaret hag-eñ ez a re bell ganti. Skeiñ a ra spered al lenner, keit ha ma chom gant an endro boaz : sal-klas; sal ar gelennerien. E fin al levr e tro ravoltadennoù ar skolajidi da aferioù personel etre int hag ar gelennerez, ha d’ar mare-se e koll an istor pep gwirheñvelder, pep tevder. Gwelet a ran ar fin evel ur seurt katarsis eviti, hep talvoudegezh e-keñver an danevelliñ.

Gant se ne ouezan ket re e peseurt rummad lakaat al levr-mañ. N’eo ket fall a-fed yezh, ar pezh a laka anezhañ da vezañ plijus a-walc’h da lenn, met n’eo ket labouret a-walc’h ar fin anezhañ evit ober anezhañ un oberenn vat. Un titl desachus zo dezhañ, d’an nebeutañ !

Advertisements