Tag Archives: James

Les 50 ménagères de Gray, James Lee, Stadoù Unanet (2013)

Kavet em eus farsus ar soñj luadenniñ best-seller E. L. James Fifty Shades, ha ne oa ket plijet din : kement hag ober, kenkoulz tennañ ur vad bennak eus an oberenn… Setu perak em eus lakaet va fri el levr-mañ, ha dre ma ne oa ket hir em eus lennet anezhañ penn-da-benn.

Digoret ez eus ur c’hleub-lenn e kêriadenn Gray. Hentet e vez gant merc’hed nemetken. Kinnig a reer Fifty Shades da lenn d’ar maouezed, 50 anezho. Ul lod vras, spered puritan ganto, a guita ar sal. Ar re a chom a grog da geñveriañ sekselezh Anastasia gant o hini, plañ-plañ ha reuzeudik. Ha setu ma tiviz lod anezho pebrañ buhez o c’houblad, en un doare tagus a-walc’h…

Soñjoù mat a zo, hag o dije gellet bezañ farsus ma ne vije ket bet skrivet ken fall al levr. Ne gomzan ket eus ar fazioù reizhskrivañ droch, met eus an dic’houest m’emañ ar bluenn da ren ur pennad, da zegas suspens, da gaout an disterañ soutilded (ur fentigell, na pegen farsus e c’hellfe bezañ, a goll pep blaz ma vez divinet div bajenn a-raok en em gavout ha ma chomer da arguzenniñ diwar e benn e-pad div bajenn all). Hag ar pep gwashañ, marteze, eo n’eo ket barrek ar skrivagner(ez ?) war an erotelezh : deskrivañ a ra senennoù a c’hellfe bezañ dedennus, met gant ken nebeut a zonezon ma kollont pep interest.

Ponner eo, eta : ne dalv ket ar boan, dre ret, lenn en tu all da bedervet pajenn ar golo. Nemet da gaout greun nevez da valañ m’ho peus ur bern mignonezed a vije sot, c’hoazh, gant Fifty Shades

 

Advertisements

Pa ne varver ket en aner… seizh danevell troet gant Per Denez (1997)

pa-ne-varverKemeret unan hag unan eo mat-tre pep danevell eus an dastumad-mañ. Lakaet on diaes un tamm gant ar fed ne vije ket unvan o zemoù, nag o stil, nag ar prantad m’int bet skrivet. Al liamm nemetañ etrezo eo ar fed o dije plijet kalz da Ber Denez da vare pe vare eus e vuhez (lod a oa bet troet abred, evel Aquis Submersus tro 1950, ma ne fazian ket). Kentoc’h eget un dastumad, e welan al levr-mañ muioc’h evel un diretenn da renkañ hiniennoù.

Ar seizh danevell-mañ a gaver e-barzh :

Istor Gunnel, gant Pelle Molin eus bro-Sveden (fin an XIXvet kantved)

An Digoll, gant an iwerzhonad James Joyce (hanterenn gentañ an XXvet kantved)

Daou Voujik Bihan gant Nikolai Schedrin, eus bro-Rusia (fin an XIXvet kantved)

Karantez gant an hungarad Tibor Dery (XXvet kantved)

Pa ne varver ket en aner gant ar c’hatalan Manuel de Pedrolo (XXvet kantved)

Ar Vretechenn Veur gant Honoré de Balzac (XIXvet kantved)

Aquis Submersus gant an alaman Theodor Storm (XIXvet kantved)

Feuls betek re em eus kavet Daou Voujik bihan hag An digoll, daoust ma vijent mat-tre e-keñver ambiañs. Lakaat a ra Ar Vretechenn Veur da soñjal e skridoù ‘zo gant Edgar Poe… ha gant lod eus re Ber Denez ivez, ar pezh a zo poellek. Un danevell glasel hir eo Aquis Submersus, diwar-benn karantez dibosubl ha pouez ar pec’hed : eus ar c’hentañ ivez. Soutil ha tener eo Karantez, war un tem a vez labouret nebeut warnañ, an distro eus an toullbac’h. An danevell he deus roet hec’h anv d’an torkad zo un danevell stourm, da lenn en ur geñveriañ gant stad an traoù e Breizh sur a-walc’h : n’on ket kendrec’het gant ar pezh a gredan kompren, ur meni meulgan d’ar stourm armet, re eeun e kavan an traoù, met kontet mat eo memestra hag en ur glask kempouez prederiadennoù disheñvel an daou benndudenn, ar pezh a ro danvez preder.

Permetiñ a ra an dastumad-mañ anavezout gwelloc’h Per Denez evel den ha skrivagner, kompren gant petra eo bet skoet hag awenet hag heuliañ un tammig e hentoù krouiñ.

 


Jurgen, James Branch Cabell, Stadoù-Unanet (1919)

jurgenSammet eo el levr-mañ ur bern traoù n’on ket hoalet ganto. Lennet em eus anezhañ betek penn, dezhañ da vezañ tev ha stambouc’hus, peogwir e felle din kompren kousto pe gousto da belec’h en doa c’hoant ar skrivagner da gas e lennerien… Dre chañs eo dedennus ar yezh ennañ, pinvidik, resis en implij an amzerioù hag ar c’hengerioù, hag em eus kavet ennañ peadra da barfetaat ar yezh, d’an nebeutañ.

En ul lec’h bennak etre ar gontadenn hag an dezrevell harozel emañ an destenn, kaoteriad laouen mesket enni troiennoù adlavaret kar ouzh re ar Bibl tra ma amprest ar skrivagner lod eus an tudennoù (ar boudennoù, a zlefer lavaret kentoc’h) ouzh ar mitologiezh gresian hag ouzh danvez Breizh.

Jurgen zo o pourmen war e drankilite en ur soñjal en e hini gozh a vez war e groc’hen. En em gavout a ra gant unan bennak a lak ar vaouez da vont diwar-wel dre ma kav anezhañ sichant. Jurgen a ya da glask e wreg, dre zever muioc’h eget dre geuz. Kregiñ a ra ur gantreadenn hir e meur a lec’h iskis m’en em gav Jurgen gant boudoù iskisoc’h-iskisañ, merc’hed koant ar pep brasan anezho. Ret eo lavaret en deus adkavet, war e hent, e gorf den yaouank tra m’en deus miret e skiant-prenet hag e eñvorennoù a zen deuet.

Ur meni filozofiezh zo er pajennoù-mañ, emichañs, ur brederiadenn livet a fent diwar-benn an amzer o tremen, gwir dalvoudegezhioù ar vuhez, ar garantez, ha kement ‘zo. Poan em eus, koulskoude, o teskrivan an enoe en deus paket ac’hanon goude un hanter-bajennad lennadenn ha n’en deus ket kuitaet ac’hanon betek ar fin, kement m’em eus lennet meur a levr all a-raok echuiñ hennezh. N’eus buhez ebet en divizoù, anezho rambreadennoù isfilozofel astennet ken hir ha ken hir… N’eo ket dedennus an haroz, an dra nemetañ a ra, estreget dozviñ kaozioù toull, eo fleurachiñ a vaouez da vaouez…

Awenet e vije bet Terry Pratchett gant James Branch Cabell, hervez.

N’em eus c’hoarzhet nemet ur wezh, ha c’hoazh e ran, en ur lenn ar pennad-digeriñ skrivet gant an troer William Auld e 2001 : …”Eus holl levrioù Cabell, Jurgen eo an hini nemetañ a zo chomet war ar marc’had atav eus an deiz m’eo deuet a-ziwar ar wask betek bremañ. Kresket e oa bet e vrud gant ar fed, digredus d’al lenner a-hiziv, e oa bet savet prosez outañ e New-York abalamour ma oa bet kavet dizoare hag hudur. N’it ket da glask kement-se el levr avat !”. Ha me d’en em soñjal : ha posubl e vije, e gwirionez, en dije troet William Auld an 236 pajenn-mañ hep kompren o ster gwirion ? Dezhañ da vezañ skosat, ne ziskouez ket hennezh bezañ bet luskellet gant kanaouennoù hengounel, a-hend-all e ouezfe hep mar petra eo ur vazh, ur c’hleze pe ur vougev evit ar skrivagner-mañ… Seul vuioc’h m’eo pell lennegezh Jamez Branch Cabell da vezañ ken dilikat ha kanaouennoù poblek Breizh !

Pep hini a raio e soñj, evidon, Cabell ebet ken, touet eo.


50 nuances de Grey, E.L. James (levrennoù 1,2,3), bro-Saoz (2011)

50 nuances 123 francaisDiskaret a-walc’h e oa bet an drilogiezh-mañ dirazon evit ma tivizfen chom hep e lenn. Etretant on en em gavet meur a wezh gant ur vignonez a zo tik ouzh ar romant hag a gomz alies diwar e benn : troet em eus va chupenn evit abegoù sokial eta, evit gellout eskemm ganti war he sujed muiañ-karet.

N’eo ket bet ur binijenn e lenn dre m’eo deuet brav gant an aozerez ar senennoù erotel : ar c’hentañ levrenn, dreist-holl, zo dedennus-rezonabl. Met pa jeder ez eus ouzhpenn 1200 pajennad war an hevelep tem, ha pa ouezer eo a-boan ma c’hell al levr-mañ kevezañ ouzh n’eus forzh peseurt romant embannet gant Harlequin e-keñver istor, eo hir memestra.

Ar pep heverkañ adalek ar pajennoù kentañ eo al live yezh dister implijet gant E.L. James. Pep tra zo kontet en amzer-vremañ, ha pa zigorer al levr e n’eus forzh peseurt pajenn e vezer skoet gant an itik m’eo ar yezh -betek bezañ droch. (Stourm a ran ouzh ar c’hoant da ginnig ur bomm tennet eus al levr…) En em voazañ a reer goude ur prantad koulskoude. Displijet on bet dreist-holl gant an tudennoù, koant-meurbet ha pinvidik evel n’heller ket ijinañ : bez em boa ar santimant da lenn romant buhez Barbie ha Ken. D’an oad m’on erru, seurt karantezioù etre tud a gredfer achapet eus uzin c’hoarielloù Mattel n’hellont ket mui va lakaat da hunvreal. Dipitet on, a-benn ar fin, e vije sot a-walc’h an dud evit kavout mat seurt keusteurenn marc’had-mat : pa lavaran an dud, e tlefen kaozeal diwar-benn ar merc’hed nemetken, pa vez lennet ar best-seller-mañ gant merc’hed dreist-holl…

Dedennus e c’hell bezañ gouzout penaos eo bet skrivet ar romant-mañ : ur fan-fiction diwar-benn Twilight e oa e penn kentañ ! Pa veze kavet re bornografel senennoù ‘zo gant tud ar blogoù a embanne E.L. James enno, he deus strollet he zestennoù en ur blog dezhi hec’h-unan, cheñchet anvioù an tudennoù (a oa Edward Cullen ha Bella Swan, eta, e-lec’h Christian Grey hag Anastasia Steele !) ha… graet berzh. Ur produ 100% rouedel eo en ur mod.

Dedennusoc’h e kavan rambreal diwar-benn planedenn dreistordinal al levr-mañ ha diwar-benn ar brud en deus degaset d’he skrivagnerez, eget koll amzer gant istor karantez diroufenn he zudennoù.

Fin, diaes eo chom hep lenn ul levr en deus graet kement a verzh. Ha marteze e vo kentelius d’ar baotred, da c’houzout petra a zegas c’hwiti d’ar merc’hed a-vremañ ?

Evit ar fan-fictions niverus a zo bet skrivet diwar-benn 50 nuances de Grey, ne gontit ket warnon. Me, n’on ket mazochist 😉


Underworld USA, James Ellroy, Amerika (2009)

Underworld USA
Setu echuet ganin rummad teir levrenn James Ellroy diwar-benn Istor ar Stadoù-Unanet (al levrioù all o vezañ American Tabloïd hag American Death Trip). Kollet e oan un tammig e penn kentañ o vezañ ma anavezen tamm-pe-damm tudennoù ‘zo hep bezañ dalc’het soñj eus o ferzh resis en itrikoù kent… Nag a souezh bremañ pa verzan n’em boa ket lennet an eil levrenn, kontrol d’ar pezh a soñjen ! Dipitet un tamm eta. N’eo ket kalz tra koulskoude, peogwir eo ken luziet an itrikoù ha ken pinvidik ar romantoù-se m’em boa graet start va soñj, en ur lenn hennezh, adlenn ar rummad teir-levrenn-se en urzh hag en un tenn pa gavin tro. Klaz eus an tudennoù oa marvet el levrioù kent ivez, pezh a aesa al lenn en ur mod 🙂 Skrivet eo bet an teir levrenn en ur ober 15 pe 20 vloaz bennak, pezh a lak da gompren al labour a zo a-dreñv seurt oberenn.

Ul levr taer eo, feuls ken ez eo betek ma vez heuget al lenner gwezhioù ‘zo… met dont a reer da voazañ, a-benn ar fin. Seul vui ma teu a-wel, tamm-ha-tamm, inizi a zouster degaset gant maouezed ‘zo (dezho ur perzh politik a-bouez memestra) ha gant o darempredoù karantez ha familh, daoust ma ne vije ket boutin ar re-se. Denelezh ivez o tont a-wel dousig eus tu an hini glas e vegel, ar paotr yaouank a emell eus ar jeuioù dañjerus a vez anv anezho, hag a weler o vont da vras tamm-ha-tamm en ur dreuziñ meur a janglenn ferv.
Er bed feuls-se e pourmen James Ellroy ur bluenn dibar, hep munud ebet a re, betek bezañ sec’h a-wezhioù : klotañ a ra mat gant an tudennoù eo ar muntr hag an drougemglev o femdez.
Ur romant e chom, daoust ma vije diwar-benn Istor ar Stadoù-Unanet eus JF Kennedy betek ar Watergate. Un istor eus an Istor, gwelet eus tu teñval an daolenn, en ur mod. M’en dare hag-eñ ne vezer ket kaset pelloc’h ha gwirionoc’h gant ijin James Ellroy eget gant an titouroù ofisiel a c’heller rastellat diwar-benn ar vro liesdremm-mañ he deus, evel an holl vroioù met marteze muioc’h, ur bern traoù da guzhat.


Le bébé dans le frigidaire, James M. Cain, Stadoù-Unanet (1928-1936)

Le bébé dans le frigidaire Un dibab a 5 danevell “zu” gant ar skrivagner amerikan-se n’anavezen ket a-raok. Plijus kenañ eo, aes da lenn, skrivet gant aesder, skiant-prenet anat hag ampartiz. Merzet em eus dreist pep tra al labour war an tudennoù, holl zisheñvel hag ijinet brav. An aergelc’hioù, ar metoù, zo liesseurt ivez daoust ma chomfe atav gant tud a netra, en ur mod.
Va danevell muiañ-karet eo an hini kentan, Le bébé dans le frigidaire / ar babig er yenerez, souezhus e kavan ar soñj ha skoüs an titl, daoust m’en em c’houlennfen hag-eñ eo gwirheñvel an istor : ha posubl eo analiñ en ur yenerez e-pad eurvezhioù ??
Setu aze ur skrivagner dudius kenañ em bo plijadur o lenn muioc’h a draoù gantañ.