Tag Archives: inizi

Aada ha Narki 2 : Etrezek an inizi, Goulc’han Kervella (2014)

Evit bezañ sur da gompren mat, ha peogwir e kave din em boa c’hwitet war un dra bennak ar wezh kentañ , em eus adlennet kentañ levrenn Aada ha Narki a-raok tapout krog en honnezh.

A-benn ar fin n’ez eus ket diforc’hioù bras etrezo, ha chom a ran gant va soñj kentañ : n’on ket entanet. Kompren a ran ar c’hoant a zo gant an aozer da vont (pe da lakaat mont) donoc’h e-barzh anaoudegezh ar vro, dre ergerzhout ar grez ragistorel. Al levrioù-mañ o deus perzhioù mat e skridoù all a-hend-all : yezh splann ha pinvidik war un dro, gwriziennet met klasel.

Met mont a ra re vuan an traoù, moarvat. An doare “Aada, mab an amzerioù skoemp” a gavan un tamm hegasus. Test eo ar paotr, gant e zaoulagad digor bras war ar bed, eus dizoloadennoù a raio berzh e-pad kantvedoù. Kammedoù kentañ ar pesketaerezh aozet, ar gounid plant… kelennus eo, mat. Met marteze ez eus re a draoù en un taol. Hag eus un tu all, e vank an tudennoù a zonder, ha ne vez staliet eskemm nes ebet etre al lenner hag int.

Al levrioù-mañ a zegemeran muioc’h evel doareoù senarioioù eget evel oberennoù echu a-benn ar fin. Efedus int, gant pimpatromoù tud aes da anavezout ha da implijout, met n’eus ket kalz buhez enno.

Dont a ra marteze eus ar fed n’on ket ar publik eo bet skrivet al levrioù-mañ evitañ.

Advertisements

An dour en-dro d’an inizi, Youenn Drezen (1932)

dour inizi

Kened melkonius sonerezh Joséphine Baker en un ostaleri a vroud Maheo da zigeriñ e galon d’e vignon euskarat Iribe : emañ o klask ankounac’hat, dre veajiñ, ur plac’h yaouank koant a Vreizh-Izel en doa lakaet e soñj enni, p’he doa urzhiet div delwenn digant ar c’hizeller a oa anezhañ. Amzer dezhañ d’o stummañ e kresk tamm-ha-tamm ar garantez e kalon Maheo, a-raok na zimezo Anna Bodri gant unan all. Ur wezh m’en deus livret frouezh e labour e ya Maheo da foetañ bro.
Kavet en doa din e oa dedennus an danvez ha soutil skritur Youenn Drezen er romant-mañ. Temoù tost d’e galon a adkaver : ar c’hizellañ, an dour… hag a vo muioc’h diorroet e Itron Varia Garmez. Kavout a ra din eo mat e vije berr a-walc’h an oberenn p’eo skañvig an arguzenn : muioc’h a bouez a ro d’ar gerioù, skeiñ a reont al lenner. Evel just n’eo ket gwall joaüs da lenn met ar velkoni a zere mat ouzh skridoù Youenn Drezen. Ur romant bihan mat eo.