Tag Archives: Herri

Son ar sell, Herri ar Borgn (2009)

N’em eus ket kavet ken aes-se mont tre el levr-mañ. Renket eo ar barzhonegoù a-demoù ennañ, ha kregiñ a ra gant al lodenn Natura. Rimoù klasel, aketus, war demoù eeun : dubeed, lann, sapin… ur spered tost a gaver en-dro e fin al levr, el lodenn anvet Ar Skorv. O vezañ n’on ket plac’h an natur, ne vezen ket maget kalz gant seurt boued.

Koulskoude e teu war-wel tamm-ha-tamm un drolinenn spisoc’h-spisañ eus ar skrivagner. Dre e endro a zepegn gant karantez, ha dre an dud a zoug pri outo. Un den kizidik ouzh braventez ar bed, a vag truez, doujañs, a heul nevezentioù hor flanedenn gant dastornelloù e santoud. Un humanour, leun a spi daoust ma vije skodeget a-wezhioù gant soñj, arvest pe arnodad ar marv. Un den desket ivez, a c’hoari gant e anaoudegezhioù da binvidikaat e skridoù. Un hoal ispisial a zegas implij ar gwenedeg, a oar Herri ar Borgn lakaat da blegañ ha da sujañ d’e ezhommoù. Plijet on bet, kazi, gant an holl varzhonegoù a zo e kreiz al levr : Dervennig ar feministed, Kae kuit, Dibenn Gwengolo, Adtommiñ ur c’hwil-Doue

Muioc’h en em adkavan -ral eo !- e-barzh barzhoniezh Herri ar Borgn eget e-barzh gomz-plaen, ha fromet don on bet gant lod eus ar skridoù-mañ. Tost eo ar barzhonegoù-mañ da vuhez an dud, aes da lenn, aes en em adkavout enno. Poblek int en ur mod, evel ma c’helle bezañ Levr al labourer, d’ur mare ma veze poblek barzhoniañ ha degemer barzhoniezh.

Advertisements

Tremenet eo an amzer-se, Herve Herri (1984)

Ur mor a zastumadoù eñvorennoù em eus bet tro da lenn c’hoazh e brezhoneg. Reoù Herve Herri o deus ur plas eus an dibab en va c’halon. Plijet e oan bet kalz gant e levr kentañ, Evel-se e oamp, dija, a oa kreizennet muioc’h war e vicher mouler. El levr-mañ e kont Herve Herri e vugaleaj e Montroulez da voulc’hañ ganti. Kenderc’hel a ra gant e bazioù kentañ war ar vuhez micherel, hep mont re zon ganti, ha goude ne heul ket nemeur red an amzer : skrivañ a ra diwar-benn an hen-mañ-hen eo en em gavet gantañ ; kontañ a ra un darvoud bennak, kleñved, obidoù, displegañ a ra penaos e implij ar sammañ tud o c’hoari biz-meud evit rannañ ganto e garantez ouzh Breizh, ha kement ‘zo. E istorioù zo leun ha fent ha buhezek, kontet gant filozofiezh dibar unan en deus bet un hir a vuhez hag a rann gant e lenner, n’eo ket an amzer dremenet nemetken, met ivez ar pezh a gred dezhañ e teuio ar bed da vezañ, dre dezennoù leun a faltazi hag a fent.

Anv a ra kalzig eus Roazhon etre an daou vrezel-bed hag e-pad an eil : lodenn dedennusañ al levr ez eo marteze.

Skrivet gant un den en tu all d’e 80 vloaz, n’eo ket intret al levr-mañ gant melkoni. Lennet e vez ken aes ha tra, evel pa vijer o selaou un istrogell a dad-kozh o kontañ eñvorennoù d’e vugale vihan. Lakaat a ra an unan war e du mat. Dreist eo.


Evel-se e oamp, Herve Herri (1982)

Evel-se e oamp

Emañ al levr etre an dastumad eñvorennoù hag an danevelloù, o vezañ ma kont ar skrivagner buhez tud all egetañ a-wezhioù. Ar santimant ‘m eus bet memestra da lenn e vuhez, daoust ma vije kreizennet an eñvorennoù war tem e labour a vouler. Aes eo da lenn, skrivet en ur brezhoneg lennek “klasel” ma c’heller lavaret, kuit a droiennoù lec’hel met gant ur geriaoueg resis ha spis. Plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ peogwir e skeudenn mat tre Breizh an XXvet kantved (penn-da-benn, kazi) er c’hêrioù. Kalzig a fent zo el levr ivez, mousc’hoarzhet e vez, c’hoarzhet a-wezhioù ! Ur spered didrabas a ziskouez kaout ar skrivagner, hep bezañ pout, ar pezh a lak flour al lennadenn. Skoet on bet gant an diforc’h a ambiañs war ar prantad-labour gwezhall ha bremañ : diaes eo da empentiñ evidomp !

En desped d’e ditl divlaz ha d’e c’holo diamzeriet eo Evel-se e oamp ul levr bourrus a zesker ur bochad traoù ennañ.


Pennduig ma c’hazhez, Herri ar Borgn (2004)

Pennduig ma c'hazez
Kontrol d’ar pezh a c’hellfer krediñ diouzh ar c’hentañ sell, n’eo ket ul levr evit ar vugale tamm ebet. Evel Moc’h-gouez Kenekan e vez renket gant ar romantoù defod da c’houzout ‘ba peseurt rummad lakaat an dezrevelloù iskis-se ! En honnezh e lenner un diviz etre Pennduig hag he mestr. Ar gazhez, dre he c’hlemmoù hag he gourc’hemennoù, a lak ar skilf war ar pezh a ya a-dreuz er bed met, dreist-holl, a lak er gouloù munudoù eürus bezañs mabden ha… mabloen ? E-kerzh al lennadenn e teuer da anavezout gwelloc’h ar skrivagner hag e filozofiezh eus ar vuhez, emgannoù hag all. Mard eo dibreder an ton, n’eo ket dibreder al levr. Ober a ra dave d’ur bern traoù, lec’hioù, oberennoù, ur wezh pe ziv n’on ket bet evit kompren eus petra ‘oa kaoz met farsus e vez atav peogwir ez eus kalz a fent. Bourrus eo da lenn, en ur gwenedeg pemdez saoürus gant ur bern c’hoarioù-gerioù. N’emañ ket ar fin, taoloù pav Pennduig, tre gant ar memes ton, n’eo ket ar c’hazh a gaoz met ar mestr, anat. Sklaer eo e teu aes ar gerioù dezhañ dindan e bluenn. Mousc’hoarzhus, kempouez ha didrabas, plijus eo kavandenn Herri ar Borgn.