Tag Archives: guerre

Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.

Advertisements

Les autodafeurs : Mon frère est un gardien (1) ; Ma soeur est une artiste de guerre (2) ; Nous sommes tous des propagateurs (3), Marine Carteron, Frañs (2014 ha 2015)

Marine Carteron, hervez a lavar, he deus skrivet an heuliad teir levrenn-mañ evit he mab, a gave dezhañ ne c’hellfe lenn netra dedennus ken goude Harry Potter. Atizet eo bet va c’huriusted gant ar poent-loc’hañ-mañ.

Lennet em eus an teir levrenn en un tenn, ar pezh a ziskouez eo deuet a-benn eus he zaol. Gwallzedennus eo an istor. Treiñ a ra tro-dro da zaou haroz pennañ, ur paotr 14 vloaz hag e c’hoar 7 vloaz, aotegez “Asperger”. Tudenn Césarine, ar plac’hig, n’eo ket gwirheñvel tamm ebet d’am soñj ; implijet e vez an aotegezh evel ur perzh dibar, evel re an elfed pe ar c’horred. Koulskoude e lak he sav-boent hag he oberoù dic’hortoz kalz fiñv ha kalz pebr en istor.

N’on ket bet plijet gant pep tra el levrioù-mañ : live-yezh komzet ar grennarded, da skouer, pe ar fed e vije re bimbatromel an holl dudennoù. Ar skrivagnerien wellañ evit ar rummad-oad-mañ  a lak an dud gour er jeu kement hag ar re yaouank, doare Timothée de Fombelle pe J.K. Rowling. Gant Marine Carteron, ne zisoñjer ket bezañ aet en tu all d’an oad rekis. Lec’hioù a zo ma tispleg re a draoù en un doare un tammig pedagogel, ne vez ket skañv.

Daoust da se ez eus ur bern perzhioù mat gant an istor-mañ, fiñval a ra kalz, meskañ a ra a-zoare kudennoù krennardiezh pe familh gant traoù kalz ledanoc’h -tost eo ouzh Harry Potter war ar poent-mañ-. Dic’hortoz eo an tem ha pledet e vez gantañ en un doare nevez a-walc’h. Pa soñjer e oa levrioù kentañ ar skrivagnerez, kelennerez diouzh he micher, e c’heller krediñ ez eus a-walc’h a zanvez hag a ijin enni evit gwellaat hag ober ur vrav a resped skrivagnerez. Emaon o vont da heuliañ anezhi a-dost, da c’hortoz e vo prenet an istor-mañ gant saverien filmoù, ar pezh a zlefe c’hoarvezout abred pe ziwezhat.

 


L’art français de la guerre, Alexis Jenni, Bro-C’hall (2011)

l'art français de la guerre Priz Goncourt 2011 en doa bet ar romant-mañ, dezhañ un titl hoalus ouzhpenn : ne oa ket ezhomm muioc’h evit reiñ c’hoant din d’e lenn.

Plijus a-walc’h, met n’eo ket direbech ar romant, sur a-walc’h dre ma z’eo an hini kentañ skrivet gant an den.

Kavet en deus un ahel a ro tro dezhañ da vont eus penn kentañ an eil brezel-bed betek an devezh hiziv dre an holl vrezelioù all a zo bet abaoe gant bro-Frañs, evit kontañ darvoudoù brezel : kement lodenn a c’hoarvez da vare brezelioù zo deuet brav-tre gantañ. Gwriet eo an holl darvoudoù-se gant un neudenn c’hros a-walc’h, istor an dezreveller, en deus fourret enni a bep seurt soñjezonoù, lod prederourel ha lod all n’int ket kement. Kavout a ran un tamm re, ivez, ar fed e vije livour ha soudard an haroz, daoust ma ne vije ket dibosubl-krenn eveljust… hag un disterig chuchu ha diezhomm eo an istor karantez e fin al levriad.

N’eo ket evit kement-se eo disteriet ar blijadur a c’hell bezañ kavet o lenn an nemorant eus ar romant, met dre tremen hep an dezreveller-se en dije savet Jenni ur romant eeunoc’h ha gwirionoc’h : kement romant-brezel zo prederouriezh ennañ, a c’heller klask silañ e spered al lenner dre daolennañ an traoù kentoc’h eget a vorzholiadoù… Abalamour da se e kav din eo bet skrivet al levriad-mañ en un doare re glasel, ar pezh a laka anezhañ da vezañ arabadus a vare da vare.

Al levriad-mañ n’eo ket pec’hed e lenn memestra : a live uhel e kavan eo ar pezh a zo mat ha dedennus ennañ.