Tag Archives: Gray

Les 50 ménagères de Gray, James Lee, Stadoù Unanet (2013)

Kavet em eus farsus ar soñj luadenniñ best-seller E. L. James Fifty Shades, ha ne oa ket plijet din : kement hag ober, kenkoulz tennañ ur vad bennak eus an oberenn… Setu perak em eus lakaet va fri el levr-mañ, ha dre ma ne oa ket hir em eus lennet anezhañ penn-da-benn.

Digoret ez eus ur c’hleub-lenn e kêriadenn Gray. Hentet e vez gant merc’hed nemetken. Kinnig a reer Fifty Shades da lenn d’ar maouezed, 50 anezho. Ul lod vras, spered puritan ganto, a guita ar sal. Ar re a chom a grog da geñveriañ sekselezh Anastasia gant o hini, plañ-plañ ha reuzeudik. Ha setu ma tiviz lod anezho pebrañ buhez o c’houblad, en un doare tagus a-walc’h…

Soñjoù mat a zo, hag o dije gellet bezañ farsus ma ne vije ket bet skrivet ken fall al levr. Ne gomzan ket eus ar fazioù reizhskrivañ droch, met eus an dic’houest m’emañ ar bluenn da ren ur pennad, da zegas suspens, da gaout an disterañ soutilded (ur fentigell, na pegen farsus e c’hellfe bezañ, a goll pep blaz ma vez divinet div bajenn a-raok en em gavout ha ma chomer da arguzenniñ diwar e benn e-pad div bajenn all). Hag ar pep gwashañ, marteze, eo n’eo ket barrek ar skrivagner(ez ?) war an erotelezh : deskrivañ a ra senennoù a c’hellfe bezañ dedennus, met gant ken nebeut a zonezon ma kollont pep interest.

Ponner eo, eta : ne dalv ket ar boan, dre ret, lenn en tu all da bedervet pajenn ar golo. Nemet da gaout greun nevez da valañ m’ho peus ur bern mignonezed a vije sot, c’hoazh, gant Fifty Shades

 

Advertisements

Poltred Dorian Gray, Oscar Wilde, bro-Iwerzhon (1890)

dorian_gray-golo-29-09-2015_0Ur skritur klasel flour ha temoù ken klasel all, evel mojenn Faust pe Narcisse, a ra eus ar romant-mañ (hini nemetañ Oscar Wilde) un taol-lenn plijus. E penn kentañ e vezen un disterig hegaset gant un implij c’hwezhet eus antifrazennoù ha soñjoù lakaet en ur geñver, a oa ur mailh Oscar Wilde warno war a seblant, met stag int ouzh personelezh Lord Henry, a skeudennont eus ar c’hentañ.

Pennadoù ‘zo em eus kavet re hir, o vezañ m’en em gollont e prederioù pa vije ken splann all diskouez anien ha techoù an tudennoù dre an ober : gant se e weler eo aet al lennegezh war-raok abaoe an XIXvet kantved. Reiñ a ra ar romant danvez preder da chaokat kouskoude, diwar-benn al liamm start a zo etre tres hag ene da skouer. Gwir eo n’eo ket gwall anat war beseurt tu e kostezia Dorian Gray, mat pe fall, ar pezh a harz ouzh ar romant-mañ da goshaat re vuan ha da vezañ renket e-touez al lennegaj moral.

Gant e ster kuzh, ar pezh en doa c’hoant Oscar Wilde da ziskuilhañ pe da guzhat diwar e benn ha diwar-benn e heñvelreviadelezh, ha gant an endro dedennus ouzhpenn (pemdez noblañsoù Iwerzhon), ez eo ar romant-mañ ul lennadenn a vroud ar guriusted. Ken desachet all e oan gant prederiadennoù a eil renk e-keñver dodenn ar romant. Basil Hallward a zispleg diwar-benn e daolenn en deus lakaet kement anezhañ enni ma ne c’hell ket mui he diskouez d’an dud. Lord Henry a lavar, tro ar fin, ne zlefer morse ober traoù ha ne c’heller ket kontañ d’an dud d’en em lakaat da splannañ. N’eo ket ur preder moral a ziskouez dre ar gerioù-se, met ur c’hoant didec’hus d’en em ziskouez, diehan, hag a veze peg e Oscar Wilde ivez emichañs pa seller ouzh istor e vuhez. Forzh penaos e vez desket ur bern traoù diwar-benn an den ma oa ar skrivagner er romant-mañ, evel ma c’heller lenn er pennad-digeriñ : an teir zudenn bennan n’int nemet teir skeudenn anezhañ e-unan.