Tag Archives: grand

Le grand n’importe quoi, J. M. Erre, Frañs (2017)

El levr farsus-mañ emaer paket en ur boukl-amzer ma vez pleustret war meur a amzer-vremañ gant an haroz, en desped dezhañ. Degouezhout a ra mat, peogwir emañ dres an deiz hag an eur m’en em gav ur pladig-nij er gêriadenn eo stanket enni. Pep tra a gavo e zisplegadenn a-benn ar fin, ha nag ur fin !

Ne oan ket dedennet bras gant an tem, met anavezout a ran fent J. M. Erre ha peadra zo da gas anezhi er romant-mañ c’hoazh. Leun a faltazi eo e ijinadennoù, ha pinvidik e gavadennoù, a-fed itrik evel a-fed yezh -ret eo lenn penaos e wask e haroz warnañ e-unan evit chom hep soñjal en netra, da skouer… seurt pennadoù a lak da soñjal en Fredric Brown pe en Lemony Snicket-. Ur c’hoari a zo ivez war framm ar romant, a zegas soñj eus an doare ma c’hoarie an tresour bannoù-treset Fred gant karrezennoù plankennoù Philemon.

Ha kaer ez eus bezañ o lenn foutr petra, e tarzh hor bouzelloù gant ar c’hoarzh, ken droch ha birvidig e oar bezañ pluenn ar skrivagner.

Ul levr da lakaat an unan war e du mat, ha pa vije an distro-skol anezhi !

 

Advertisements

Nicolas Le Floch 8 : Le noyé du Grand Canal, Jean-François Parot, Frañs (2009)

le-noye-du-grand-canalStaliet klet eo an heuliad bremañ : gouzout a reer mat pe da vare e vo deskrivet ur rekipe, pe da vare e vo roet un ali fur gant Noblecourt kozh, ha kement ‘zo. N’eo ket ken strilhus al levrenn-mañ ha reoù all, p’en em glev a-zoare Nicolas Le Floch gant an holl dud o deus pouez evitañ : divroc’het eo ouzh Sartine kement hag ouzh Aimée d’Arranet, pep tra a ya mat gant e vab en deus kavet ur plas brav el lez ha gant ar vamm anezhañ, spierez e bro-Saoz. Ul levr seder eo en ur mod.

Ne skuizher ket oc’h intrañ ar c’hantved hag ar metoù kinniget, koulskoude. Tost eo Nicolas ouzh ar Roue Loeiz XVI hag ouzh Marie-Antoinette, a vez diskouezet o-daou gant ar sioù istorel a anavezer dezho. Roet e vez eus ar c’hentañ an doujañs a vag ar c’homisar evito, en ur reiñ da gompren ivez, en un doare soutil, ne lak ket e holl fiziañs enno, daoust ma argasfe ar santadurioù-se abalamour d’ar gred en deus outo.

Mont a reer e darempred gant ur bern tudennoù istorel, pe e klever diwar o fenn. Marv Voltaire, bommoù tennet eus Molière e genoù Noblecourt pe e hini Nicolas, bizitadenn e ti an doktor Mesmer… Ur c’hoan a-zoare gant spazharded diwezhañ lez bro-Frañs a bermet gouzout pep tra diwar o fenn : tro da islinennañ o deus ar sonerezh hag an arzoù ur plas brav el levrioù-mañ ivez.

Un anaoudegezh tost eus ar c’hantved a vez savet a bajennad da bajennad. Mont a ra an ober d’ar c’haloup er pajennadoù diwezhañ, muioc’h a suspens enno, ar pezh a uhela c’hoazh live ul lennadenn a oa renket dija e-touez ar re a-zoare.