Tag Archives: gouez

Galv ar bed gouez, Jack London, Stadoù Unanet (1903)

Ur gevrin eo bet din e-pad pell gwelet e c’helled kaout un interest bennak o lenn istorioù loened, ur romant o vezañ istor un den evidon. Setu perak n’em boa ket lennet al levr-mañ a-raok, daoust ma vije bet du-mañ a-viskoazh.

N’eo ket gwall hir, skrivet ampart en ur stil klasel. Anat eo en deus awenet don ar bras eus an oberennoù skrivet ha filmet a zo deuet war e lerc’h, ha ne c’heller ket bezañ skoet gant nevezenti an diabarzh en deiz a-hiziv. Koulskoude e chom gwirion ar from a sav el lenner, en em lak digudenn e plas Buck, ar c’hi-haroz.

Ur romant-deskoni eo, muioc’h eget ur romant-deskiñ. Kuitaat a ra Buck ar bed sevenaet klet eo bet e hini e-pad pevar bloavezh kentañ e vuhez evit bezañ taolet trumm e ifern ar chas-labour e norzh amerika. M’eo ur c’hi hep e bar a oar en em dennañ eus kement plegenn ziaes, e vez kemmet don e bersonelezh gant an darvoudoù. Kontañ a ra ar romant an hent a ra eus ar sevenadur d’ar gouezder, a glev ar galv anezhañ kreñvoc’h-kreñvañ ennañ. Distaget eus kement liamm denel, e c’hell dont da vezañ ar pezh a sant ez eo : ur bleiz.

Ur c’hlasel brav, troet brav, gant skeudennoù ken brav all, ar pezh a dalv ar boan bezañ saludet o vezañ m’eo ralik gant al levrioù brezhonek.

Advertisements