Tag Archives: gasoni

Andon ar gasoni, Mich Beyer (2011)

andon ar gasoniUr romant-polis eo a ginnig Mich Beyer gant an titl-mañ, ur wezh ouzhpenn. Pell zo eo donezonet ar skrivagnerez evit ar jener-mañ, ha romantoù ar Pennoù Koltar, skrivet evit ar yaouankiz er bloavezhioù 90, ne oant ket fall tamm ebet kennebeut.

Andon ar gasoni zo deuet ken brav all ganti : gant ul labour sirius, ur yezh bet labouret kalz ganti, eo al levr-mañ, evel he holl embannadurioù, a live uhel ha plijadurus da lenn.

Lamm ebet en amzer ar wezh-mañ (ha gwell a se), c’hoarvezout a ra an istor en amzer-vremañ hag e lec’hioù anavezabl daoust ma ne vijent ket anvet sklaer : Douarnenez, Enez Sun.

Ur plas a-feson a  vez roet d’al levrioù en istor-mañ, peogwir ez eus ul levr kozh e kreiz an itrik ; hag e tro an istor tro-dro d’ur c’hafe-levrdi ; met ar sonerezh klasel, al liorzhañ hag ar c’heginañ a vez graet anv anezho ivez : temoù n’eo ket ral o c’havout e romantoù ar skrivagnerez. Kalzig a vousfent zo ivez : an doare ma echu istor kement koublad em eus kavet farsus da skouer. Met soñjal a ra din e c’hellin gortoz seurt diluziadenn ar wezh kentañ ma lennin ul levr gant Mich Beyer : krog on da grediñ ne fell ket dezhi leuskel e harozed d’en em garout e peoc’h 🙂

Gant an niver a levrioù a galite he deus skrivet emañ Mich Beyer e penn ar skrivagnerien glasel a-vremañ. Douetus e kendalc’ho pell war he lañs, evit brasañ dudi he lennerien.