Tag Archives: gall

Iru Gudari, Manuel de la Sota (1933), hag Aotrou Maer Zalamea, Pedro Calderon de la Barca (1651), Bro-Spagn

Daou bezh-c’hoari troet diwar ar spagnoleg gant Youenn Drezen. Setu perak int bet strollet en hevelep levr, daoust ma vije bet skrivet an eil tri c’hantved bennak a-raok egile.

Embannet eo bet Iru Gudari e Breiz Atao e 1938-1939. Pouezet en doa endro ar brezel war an dibab en doa graet Youenn Drezen da dreiñ an oberenn-mañ, sur a-walc’h. Ur pezh-c’hoari dedennus eo dre m’eo kar-e-vro. Diskouez a ra euskariz en em sant keodedourien eus o bro ha n’eus ket anezhi war ar c’hartennoù ofisiel. Betek mervel eviti. Kavet em eus eeün ar soñj , hag hegasus a-walc’h ar fin aroueziek, diouzh doare an amzer. A-hend-all ez eo bev an destenn ha plijus da lenn, reiñ a ra d’en em soñjal war dibaboù Youenn Drezen e-pad ar brezel.

Evit Aotrou Maer Zalamea, embannet e oa bet e Gwalarn e 1942. Soutiloc’h eo an tem pledet gantañ, enor an unan a-enep da enor ar strollad, hervez Aleksandr ar Gall a ginnig an testennoù. N’on ket sur em bije komprenet va-unan. Lennet em eus ur pezh-c’hoari klasel, birvidik, gant ul leurenniñ a-feson ha darvoudoù fentus mareoù ‘zo, daoust ma vije grevus lod all. Marteze n’eo ket gwall splann din peogwir e kavan dic’hizet an dodenn. Ma vije ur gentel da dennañ eus ar pezh, evidon, e vije kentoc’h n’o deus spi ebet an dud vihan da dennañ o spilhenn, tra ma c’hell ar re o deus an disterañ elfenn a veli ofisiel en ober. Gant se, e vir an destenn un dalvoudegezh a-vremañ.

Forzh penaos eo dedennus ha dudius al levr da lenn, ha pa ne vije nemet evit prederiañ war an dibaboù yezh graet gant Youenn Drezen en div oberenn-mañ.

Advertisements

Bara brith, David ar Gall (2015)

bara-brithBez em eus bet kalz plijadur o lenn al levr-mañ hag a zo, evit poent, hini gwellañ ar skrivagner da va soñj.

Ur romant eo. Heuliañ a ra ur plac’h yaouank en he beaj da vro-Gembre. Kuitaat a ra ar paotr a gar dre voazamant evit amzer ar vakañsoù, ha ne ouezer ket re hag-eñ e pado an istor karantez-mañ pe get : ar veaj, hag ar pezh a dremen e-pad m’emañ ezvezant Anna, a cheñch he buhez penn-da-benn.

Ar pezh a zo plijus eo e kemer David ar Gall e amzer evit lakaat an traoù e plas, deskrivañ soñjoù e dudennoù, ha reiñ a ra ar santimant d’al lenner da veajiñ ganto.

An eil tra plijus-tre hag a zo ivez ur meni beajig evit al lenner, eo ar gwenedeg brav implijet da gontañ an istor.

Direnket on bet gant un dra memestra, met dindan dec’h emañ, diaes eo da zisplegañ… kavout a ra din, a-wezhioù, n’eus ket kalz ster gant an darvoudoù ; int bet berniet aze just evit reiñ un tamm lusk d’ar romant. Ar pezh a glaskan en ur romant n’eo ket diverrañ va amzer nemetken, fellout a ra din ivez deskiñ traoù diwar-benn anien mabden, ster buhez an haroz ha kement ‘zo. An traoù-se a vez roet gant David ar Gall el levr-mañ, met an darvoudoù ne gavan ket abeget a-walc’h a-wezhioù. N’eus ket a ster a-vras, a luskad, a arguzenn. Gouzout a ran eo un doare da skrivañ, evel un all, met n’on ket gwalc’het gantañ, daoust m’em bije bet kalz ebat o lenn, amzer ar romant.


An avel en ho plev, Monika Piarden (2012)

Anv-pluenn ur strollad a bevar gwenedour eo Monika Piarden : Yann-Charlez Kaodal, Patrick Drean, Gael Drion ha David ar Gall. Lod anezho o doa kemeret perzh e personelezh John Graydd, skrivagner Ne vo ket kig-ha-fars evit Samantha e 2005.

Un taol kaer o deus kaset da benn ar wezh-mañ peogwir ne vije ket douetet ez eus meur a skrivagner en unan. Gwenedeg flour a zeu ganto eus an eil bajenn d’eben ha ne ziviner ket penaos eo bet rannet al labour a-raok an disoc’h brav-se.

Ur romant polis eo, deuet brav lod eus ar senennoù suspens ennañ. Pezh em bije da rebech, avat, eo n’eo ket gwall zedennus an tudennoù. Start eo pegañ mat en istor eta. Ha chom a ra amsklaer, betek ar fin, doare an darempredoù etre an teir flac’h pennañ (Kristina-Loeiza-Pierrette). Fuilh-difuilh eo an istor. Mont a ra war-raok memestra, a bep eil enni pennadoù dedennus-mat ha reoù all etre.

Un eil rebechig a sell ouzh hirder an traoù. P’o dije traoù zo ezhomm da vezañ disklaeriet diardoù, e vez adlavaret en un doare ponner titouroù zo bet divinet dija : enep da stil ar romantoù-polis eo. Ur skouer a gement-se zo diskoach ar muntrer kentañ, met c’hoarvezout a ra ouzhpenn ur wezh.

Diverrus eo forzh penaos, hag un drugar eo lenn ur romant-polis e gwenedeg : emichañs e raio kalz berz !


Hent Arkadius, David ar Gall (2009)

Hent ArkadiusBoued ‘zo forzh pegement en dastumad danevelloù puilh-mañ dezho ur blaz gwenedek kreñv. Plijadur ‘zo gant ar yezh ha gant ar skritur, modern ha tanav. Kaset e vezer da bourmen e lec’hioù, broioù, metoù, grezioù disheñvel an eil re eus ar re all : bez ez eus en David ar Gall kalz a ijin hag a blijadur o skrivañ, dont a ra aes ar frazennoù dindan e bluenn. Ur gwir skrivagner a santer ennañ.
Koulskoude, n’on ket bet plijet kement-se gant al levr-mañ : an danvez a ver e zanevelloù anezhañ n’eo ket diouzhin, ‘m eus aon. Ar feulster zo enno zo kaoz. Soñjet ‘m eus war un dro e romantoù Bret Easton Ellis hag er sevenadur klewelet. Ar feulster (dic’houzañvus) a gaver e romantoù Bret Easton Ellis a servij da un dra bennak, d’am soñj, o tikriañ ar gevredigezh amerikan m’emaint, pa ne servij an telefilmoù polis nemet da ziverrañ e amzer (seul nevesoc’h ar film, seul zic’houzañvus ar feulster e-barzh). Danevelloù David ar Gall zo kentoc’h stag ouzh ar sevenadur tele evidon : feulster “evit netra” zo enno gwezhioù ‘zo.
Kavet ‘m eus digempouez al lusk a-vareadoù ivez, daoust ma ouife ar skrivagner kemer e amzer war taolennoù ‘zo. N’eo ket ral ez afe decrescendo e zanevelloù, o kregiñ mat tre hag oc’h echuiñ re vuan, pe re drumm, pe en un doare distag eus ar penn kentañ (aze e soñjan en Lipousaj)… Meur a wezh e danevelloù ‘zo eus ar penn kentañ on chomet oc’h en em c’houlenn piv oa o kaozeal, pegoulz e oamp erru ivez : plijout a ra dezhañ cheñch dezreveller pe mare hep gouzout da zen. Un dibab lennegel eo, met anzav a ran e vezen kollet a-wezhioù…
M’en dare hag-eñ ne chom ket a-ziavaez an danevelloù-se, hep stur resis, paneve heuliañ e ijin ha diduellañ al lenner : doare Yann Gerven, un tamm, war un ton un tamm mat duoc’h ! Pezh a zo mat dija pa zeu brav gantañ. Met moarvat e oan engortoz ag un dra bennak all…


Ne vo ket kig-ha-farz evit Samantha, John Graydd (2005)

M’ho peus c’hoant, hag amzer, e c’hellit selaou un atersadenn gant ar skrivagner evit kregiñ e-barzh (trugarez Kaouenn) :

Plijet on bet gant al levr-mañ e meur a geñver. Da gentañ peogwir em eus c’hoarzhet frank gant an dra-levr n’eus netra laosket d’ar sord ennañ. Anv an ti-embann TRES (o tistresañ TES), buhez ar skrivagner war ar pevare pajenn golo (realist, a gav din), c’hoarioù-gerioù adalek ar golo (merc’hed flour o br’oneg !), an trugarezioù niverus skrivet ment 6 (met talvezout a ra ar boan lakaat ho lunedoù war o fri), ar pezhioù sonerezh awenet da selaou e-kerzh ho lennadenn en ur paskañ boued dourennek d’ho kourlañchenn ken awenet all, ar bommoù tennet eus ar c’hazetennoù diwar-benn al levr (evel pa vije ur romant gant Guy Des Cars pe un teknik burzhudus evit treutaat), ha lod eus titloù an daolenn (Get Izabel n’imp ket pell… pe c’hoazh An hini a soñjer n’on ket). Eya, n’eo ket John Graydd an hini a soñjer, pe just ul lodenn anezhañ pa n’eo ket ur sekred ken en deus David ar Gall un dra bennak da welet e-barzh an afer-se… Ne z’in ket da ginnig anvioù evit ar re all, padal eo anat eo bet skrivet gant meur a zen. Ne vez ket merzet diouzhtu peogwir eo kalz peurlipetoc’h an div drederenn gentañ eget ar fin, lec’h ma krog an traoù da vout gwall luziet ha da vont re bell da vat lec’hioù ‘zo. Daoust da se e tremener ur prantad plijus, leun a c’hoarzh, bourrus dre m’emaomp da vat er bed a-vremañ gant e dud bleup, e fulennoù, e referañsoù hag e vuntrerien. N’eo ket un oberenn arzel, un dudi, ne lavaran ket… met ezhomm zo eus seurt skridoù e brezhoneg. Pa vije embannet kantadoù anezho bep miz e vijent taolet er blotoù a-vuzul evel ar rummad SAS pe me ‘oar, met o vezañ m’emañ frank an dachenn tro-dro dezho e chom prizius al levr-se, “ar c’hentañ romant-ospital e brezhoneg”, daoust d’e oad.


Koulz ar c’hastrilhez, Herve Ar Gall (2007)

Koulz ar c'hastrilhez

Ur romant mat eo dre vras. Un nebeud soñjoù pizh :
– Dibab an ukroniezh : diouzh ar c’hiz eo ha meur a hini ‘m eus lennet. Koulskoude e kavan iskis an dodenn. Hervez va gouiziegezhioù (strizh, anzav a ran), n’o doa ar Vretoned emskiant ebet eus o “bretoniezh” er mare-se, ur santimant nevez-flamm eo e-keñver an Istor.
A-hend-all em eus kavet iskis e klaskfe ar Bleidi Ruz harp ar Re Wenn evit sevel o Republik dezho. O vezañ m’em bije roet muioc’h a bouez, pa vijen bet en o flas, 1-d’ar bretoniezh, 2- d’ar republik… met mat o deus graet emichañs, p’eo aet ar maout ganto.
– Perak eo bet skrivet ar romant er c’hentañ gour unan penn-da-benn daoust ma vije daou gonter o vont dre “me” ; Per Menguy ha Kaourintin ? Techet e vefer da soñjal eo dre ma oa aesoc’h evit ar skrivagner… Nann ‘vat : e eil romant eo, ha pa lenner e weler mat eo arroutet an den.
Pa vije chomet en trede gour a-hed al levr e vije bet aesoc’h din bezañ paket gant an istor. Evit na vezañ ket direnket gant an doare-se da ober, ‘m bije bet ezhomm e vije bet sklaeroc’h : a bep eil pa cheñcher pennad, pe gant ur skritur disheñvel (stouet da skouer) evit unan eus an daou haroz.
– Pinvidik em eus kavet ar yezh. N’en deus ket aon Herve Ar Gall da spontañ e lennerien gant frazennoù re hir, hag ar frankiz a gemer war ar poent-se a gavan mat.
– Sklaer ha resis eo an deskrivadurioù, diellet pizh emichañs. Goût a ra ar skrivagner livañ estreget an emgannoù hag ar c’hrogadoù ; ar pemdez, ar pezh a ra ar soudarded pa vezont war ziskuizh, pa zebront, p’o devez amzer vak, p’o devez ezhomm eus ur pezh dilhad bennak… Barrek eo evit lakaat an amzer-se da vevañ da vat.
– Plijet on bet dre vras ha bamet rak al labour a zo a-dreñv ar skrid-se. Daoust da se em eus kavet hir va amzer gwezhioù ‘zo. Kavet ‘m eus digempouez an istor un disterig, daoust ma vije krogadoù ha kalmijennoù a bep eil. Mareoù ‘zo m’en deus deskrivet mat tre senennoù ‘zo, mareoù all ma ne chomer ket e-barzh. Evit bezañ lod en istor ‘m bije bet ezhomm hag un neudenn-red fetisoc’h da lakaat an darvoudoù da vont war-raok.
Pa ‘m boa lennet ar romant kentañ em boa soñjet : sed aze ur romant mat tre evit ar baotred !
…hag evit hennezh e soñjan un tammig ar memestra.