Tag Archives: Galbraith

Cormoran Strike 2 : Le ver à soie, Robert Galbraith (J. K. Rowling), Rouantelezh Unanet (2014)

En eil levrenn-mañ eus troioù-kaer Cormoran Strike hag eus e genlabourerez Robin, e teuer da anavezout donoc’h an tudennoù. Ar pep retañ o vezañ bet lavaret dija, e tremener war dachenn ar munudoù. Gouzout a oar J. K. Rowling lakaat he zudennoù da vont war-raok, ha n’eus ket afer da gavout hir e amzer gant al lennadenn-mañ.

Ar souezh bras am eus bet, koulskoude, da zivinout abred-mat gant piv e oa bet graet an taol. Dre ma ne c’hoarvez koulz lavaret morse din, ha ne gredan ket e vije savet dastornelloù en va fenn e-pad ar vakañsoù, e vijen techet da grediñ ez eus ur gwan bennak e-barzh an itrik, ur c’hempouez n’eo ket bet kavet, evel el levrioù-enklask evit ar vugale : perak e vez komzet eus an dra-mañ-tra mard eo evit chom hep e implijout diwezhatoc’h ? Ne lavarin ket sklaeroc’h va soñj evit nompaz diflourañ plijadur an dizoloadenn d’ar re o dije c’hoant… Nemet un taol-degouezh e vefe ? Kontant e vijen da gaout ali al lennerien, ma z’eus…

Forzh penaos, tre evel e-barzh Harry Potter, n’eo ket er steuñvenn emañ talvoudegezh al levrioù-mañ. E pinvidigezh psikologiezh an tudennoù, e gwirionded o emzalc’h, o gwanderioù hag o denelezh ne lavaran ket. Da briz ebet ne ziouerfen lennadenn an trede hini.

 

Advertisements

L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

Romant-polis kentañ J.-K. Rowling eo, dindan an anv-pluenn Robert Galbraith peogwir he doa c’hoant da c’houzout penaos e vije degemeret he levr hep diazezañ e soñj war brud Harry Potter. C’hwitet an taol, evel-just. Re a c’hlaou en doa an ti-embann da rastellat evit chom feal d’ar promesa graet d’ar skrivagnerez… Ha ret eo din anzav ne vijen ket bet o lenn L’appel du coucou pa n’em bije ket gouezet e oa bet skrivet ganti. Ne gavan ket desachus an titl, ha tremen a ra ar bras eus an istor en ur metoù n’on ket tomm outañ : hini ar c’hiz.

Cormoran Strike, haroz ar romant, zo detektiv prevez. 7 levr diwar e benn he deus bizet J.-K. Rowling skrivañ ; erru eo d’an trede embannet en deiz a hiziv.

D’ar mare ma krog ar romant emañ Cormoran en ur pleg diaes. Soudard a vicher eo bet en Afghanistan, m’en deus kollet un tamm eus ur c’har. Emañ o paouez kuitaat ar vaouez a gare hag a oa o chom en he zi. N’en deus ket arc’hant, ha rouez eo al labour. Ur sekretourez, Robin, a zeu da sikour anezhañ dre zegouezh ha ne gred ket he lakaat er-maez diouzhtu daoust ma n’en dije ket peadra d’he mirout pell. Chom a ra gantañ amzer e enklask diwar-benn ur vaouez yaouank du, manikin diouzh he micher, a zo tremenet dre brenestr he ranndi. He breur John ne fell ket dezhañ asantiñ da zisoc’hoù ar polis a gomz eus un emlazh ; sur eo eo bet drouglazhet.

Kaset on bet gant va c’huriusted e penn kentañ, o klask er pajennadoù munudoù a c’helle degas soñj eus amzer-dremenet glorius J.-K. Rowling hag he Harry Potter. Kavet em eus, evel-just, evel e kentañ kejadenn Robin ha Cormoran, pe e kleñved ar vamm a red penn-da-benn ar romant… Met buan em eus paouezet gant ar jeu-se evit en em reiñ korf hag ene d’al lennadenn. Dreist eo tudenn Cormoran, en deus bevet a-walc’h a draoù evit gellout hevelebiñ gant n’eus forzh piv. Soutil eo al liamm a vez gwiadet etre eñ hag e sekretourez tamm-ha-tamm. Paket on bet gant an itrik da vat ha n’em eus ket gellet diskregiñ dioutañ a-raok gouzout an diskoulm. Teuzet eo ar sell kritik a daolen war an traoù da heul. Ur romant-polis mat he deus savet J.-K. Rowling, pa n’eo ket chomet war live ar fedoù nemeto ; aet eo don e psikologiezh an tudennoù hag ar pezh a stag an eil re ouzh eben -evel m’he doa graet en Une place à prendre, met gant un istor dedennusoc’h a-bell.

Gant se, on sur e lennin an heuliad a-bezh bremañ !