Tag Archives: François

La saga des intellectuels français 1 : A l’épreuve de l’Histoire (1944-1968) ha 2 : L’avenir en miettes (1968-1989), François Dosse, Frañs (2018)

Dindan 1300 pajennad ha div levrenn e kont François Dosse istor ar soñjoù e Frañs eus an eil brezel-bed betek 1989.

Intret eo al levrenn gentañ gant samm ar brezel. Gwelet e vez penaos eo bet klasket puraat bed ar skrivagnerien hag an embannerien eus ar re o doa kenlabouret gant an alamaned en un doare anat. Disingalderioù bras a zo hervez an dud. Ne vez ket anv eus brezhonegerien, met ur blaz ispisial zo d’ar pajennadoù-se evit ar vrezhonegerien : petra a oa bet graet eus ar re all ?

Pouez ar soñjoù komunour hag ar spi a zo bet postet enno adalek fin ar brezel a zo hollvezant el levr  : ur pouez ha n’eo ket ken aes da vuzuliañ pa vez kinniget mod-all eget dre ur seurt saga. Gwelet a reer anezho o sevel hag o weñviñ tro-ha-tro, meulet pe diskaret hervez an dud hag hervez hent soñjal pep hini e oadoù disheñvel e vuhez.

Displeget e vez al liammoù etre an intelektualed, pe vijent tost pe vijent enebet, hag an doare ma z’a o mennozhioù war-raok, kar ne chom netra sonnet. Tro em eus bet da gompren, en ur lenn al levr-mañ, eo bet tud evel Sartre pe gCamus kalz ouzhpenn skrivagnerien pe brederourien : gouleier o sklêrijennañ an hent, hag e-pad pell.

En eil levrenn e vez troet kein da vat ouzh an hunvre komunour, re a brouennoù ‘zo bet ez eo bet ur c’hwitadenn, met poan o deus ar soñjoù o kavout hentoù nevez. Dianalet int. Krog eo da c’hwezhañ an avel a sturia ar bed a hiziv, hini al liberalism. Er bed a zeskriv François Dosse evit ar bloavezhioù 80 e santer emañ hon hini e gor.

Re a demoù all a vez pledet ganto evit ma rin ur roll klok anezho amañ. Bredoniezh, sktrukturalism, dispac’h Mae 68 hag an emsav e-kichen a zo diwanet da heul gant an hipied, “Touche pas à mon pote”, diskred war ar skiant evel kredenn, dasorc’hidigezh an tu dehoù… Un interest ispisial em eus kavet d’al levr adalek ar bloavezhioù a oan gouest da liammañ gant va buhez din-me.

Kavet em eus, en ur pennad burutellad diwar-benn ar saga-mañ en Le Monde, rebechoù diwar-benn an dibaboù amsklaer hag ar fazioù graet gant ar skrivagner, anezhañ ur c’helenner eus ar Sorbonne. N’on ket kizidik ouzh an arguzennoù kinniget, o vezañ ma n’on ket gouest da welet hini ebet. Krediñ a ran n’eo ket posubl ober seurt labour en ur chom objektivel penn-da-benn, hag an disoc’h a seblant din bezañ ouzhpenn onest.

Evidon ez eo al levr-mañ un doare da liammañ etrezo ur bern anvioù, levrioù, danvezioù, kentelioù istor ha politikerezh ha ne oa anezho nemet elfennoù distag an eil re eus ar re all. Teurel a ra ur sell hollek war ar mare studiet, e stumm ul lanv galloudus o vont war-raok : er gwagennoù e teu war-wel den pe zen, soñj pe soñj tro-ha-tro a-raok bezañ erlec’hiet gant hini pe hini all. Hervez gouiziegezhioù kent al lenner e c’hell bezañ kavet hir pennadoù ‘zo (ar strukturalism… va doue…) met dre vras e laka ar soñjoù en urzh hag e ro ster dezho.

Danvez preder ha studi, d’ar re n’o do ket aon rak ment an div levrenn…

 

Advertisements

Nicolas Le Floch 8 : Le noyé du Grand Canal, Jean-François Parot, Frañs (2009)

le-noye-du-grand-canalStaliet klet eo an heuliad bremañ : gouzout a reer mat pe da vare e vo deskrivet ur rekipe, pe da vare e vo roet un ali fur gant Noblecourt kozh, ha kement ‘zo. N’eo ket ken strilhus al levrenn-mañ ha reoù all, p’en em glev a-zoare Nicolas Le Floch gant an holl dud o deus pouez evitañ : divroc’het eo ouzh Sartine kement hag ouzh Aimée d’Arranet, pep tra a ya mat gant e vab en deus kavet ur plas brav el lez ha gant ar vamm anezhañ, spierez e bro-Saoz. Ul levr seder eo en ur mod.

Ne skuizher ket oc’h intrañ ar c’hantved hag ar metoù kinniget, koulskoude. Tost eo Nicolas ouzh ar Roue Loeiz XVI hag ouzh Marie-Antoinette, a vez diskouezet o-daou gant ar sioù istorel a anavezer dezho. Roet e vez eus ar c’hentañ an doujañs a vag ar c’homisar evito, en ur reiñ da gompren ivez, en un doare soutil, ne lak ket e holl fiziañs enno, daoust ma argasfe ar santadurioù-se abalamour d’ar gred en deus outo.

Mont a reer e darempred gant ur bern tudennoù istorel, pe e klever diwar o fenn. Marv Voltaire, bommoù tennet eus Molière e genoù Noblecourt pe e hini Nicolas, bizitadenn e ti an doktor Mesmer… Ur c’hoan a-zoare gant spazharded diwezhañ lez bro-Frañs a bermet gouzout pep tra diwar o fenn : tro da islinennañ o deus ar sonerezh hag an arzoù ur plas brav el levrioù-mañ ivez.

Un anaoudegezh tost eus ar c’hantved a vez savet a bajennad da bajennad. Mont a ra an ober d’ar c’haloup er pajennadoù diwezhañ, muioc’h a suspens enno, ar pezh a uhela c’hoazh live ul lennadenn a oa renket dija e-touez ar re a-zoare.