Tag Archives: français

La saga des intellectuels français 1 : A l’épreuve de l’Histoire (1944-1968) ha 2 : L’avenir en miettes (1968-1989), François Dosse, Frañs (2018)

Dindan 1300 pajennad ha div levrenn e kont François Dosse istor ar soñjoù e Frañs eus an eil brezel-bed betek 1989.

Intret eo al levrenn gentañ gant samm ar brezel. Gwelet e vez penaos eo bet klasket puraat bed ar skrivagnerien hag an embannerien eus ar re o doa kenlabouret gant an alamaned en un doare anat. Disingalderioù bras a zo hervez an dud. Ne vez ket anv eus brezhonegerien, met ur blaz ispisial zo d’ar pajennadoù-se evit ar vrezhonegerien : petra a oa bet graet eus ar re all ?

Pouez ar soñjoù komunour hag ar spi a zo bet postet enno adalek fin ar brezel a zo hollvezant el levr  : ur pouez ha n’eo ket ken aes da vuzuliañ pa vez kinniget mod-all eget dre ur seurt saga. Gwelet a reer anezho o sevel hag o weñviñ tro-ha-tro, meulet pe diskaret hervez an dud hag hervez hent soñjal pep hini e oadoù disheñvel e vuhez.

Displeget e vez al liammoù etre an intelektualed, pe vijent tost pe vijent enebet, hag an doare ma z’a o mennozhioù war-raok, kar ne chom netra sonnet. Tro em eus bet da gompren, en ur lenn al levr-mañ, eo bet tud evel Sartre pe gCamus kalz ouzhpenn skrivagnerien pe brederourien : gouleier o sklêrijennañ an hent, hag e-pad pell.

En eil levrenn e vez troet kein da vat ouzh an hunvre komunour, re a brouennoù ‘zo bet ez eo bet ur c’hwitadenn, met poan o deus ar soñjoù o kavout hentoù nevez. Dianalet int. Krog eo da c’hwezhañ an avel a sturia ar bed a hiziv, hini al liberalism. Er bed a zeskriv François Dosse evit ar bloavezhioù 80 e santer emañ hon hini e gor.

Re a demoù all a vez pledet ganto evit ma rin ur roll klok anezho amañ. Bredoniezh, sktrukturalism, dispac’h Mae 68 hag an emsav e-kichen a zo diwanet da heul gant an hipied, “Touche pas à mon pote”, diskred war ar skiant evel kredenn, dasorc’hidigezh an tu dehoù… Un interest ispisial em eus kavet d’al levr adalek ar bloavezhioù a oan gouest da liammañ gant va buhez din-me.

Kavet em eus, en ur pennad burutellad diwar-benn ar saga-mañ en Le Monde, rebechoù diwar-benn an dibaboù amsklaer hag ar fazioù graet gant ar skrivagner, anezhañ ur c’helenner eus ar Sorbonne. N’on ket kizidik ouzh an arguzennoù kinniget, o vezañ ma n’on ket gouest da welet hini ebet. Krediñ a ran n’eo ket posubl ober seurt labour en ur chom objektivel penn-da-benn, hag an disoc’h a seblant din bezañ ouzhpenn onest.

Evidon ez eo al levr-mañ un doare da liammañ etrezo ur bern anvioù, levrioù, danvezioù, kentelioù istor ha politikerezh ha ne oa anezho nemet elfennoù distag an eil re eus ar re all. Teurel a ra ur sell hollek war ar mare studiet, e stumm ul lanv galloudus o vont war-raok : er gwagennoù e teu war-wel den pe zen, soñj pe soñj tro-ha-tro a-raok bezañ erlec’hiet gant hini pe hini all. Hervez gouiziegezhioù kent al lenner e c’hell bezañ kavet hir pennadoù ‘zo (ar strukturalism… va doue…) met dre vras e laka ar soñjoù en urzh hag e ro ster dezho.

Danvez preder ha studi, d’ar re n’o do ket aon rak ment an div levrenn…

 

Advertisements

Je tue les enfants français dans les jardins, Marie Neuser, Frañs (2011)

Me ‘garfe gouzout petra eo al levr-mañ : n’eo ket ur romant-polis, evel ma laka e ditl da grediñ. Ur romant diwar-benn buhez ar gelennerien e skolajoù ar bannlevioù, ne lavaran ket. A ! eo, ur muntr bihan zo er fin…

Anat eo he deus kemeret harp Marie Neuser war he skiant-prenet war he micher, ar pezh a lak he levr da vezañ dedennus ha gwirheñvel. N’on ket evit lavaret hag-eñ ez a re bell ganti. Skeiñ a ra spered al lenner, keit ha ma chom gant an endro boaz : sal-klas; sal ar gelennerien. E fin al levr e tro ravoltadennoù ar skolajidi da aferioù personel etre int hag ar gelennerez, ha d’ar mare-se e koll an istor pep gwirheñvelder, pep tevder. Gwelet a ran ar fin evel ur seurt katarsis eviti, hep talvoudegezh e-keñver an danevelliñ.

Gant se ne ouezan ket re e peseurt rummad lakaat al levr-mañ. N’eo ket fall a-fed yezh, ar pezh a laka anezhañ da vezañ plijus a-walc’h da lenn, met n’eo ket labouret a-walc’h ar fin anezhañ evit ober anezhañ un oberenn vat. Un titl desachus zo dezhañ, d’an nebeutañ !


Anti-manuel de français, Claude Duneton, Jean-Pierre Pagliano, Frañs (2003)

Anti-manuel de français
En ur mod eo un dastumadeg testennoù, evel n’eus forzh peseurt hentenn evit labourat war ar galleg. Dibabet eo bet pizh an testennoù-se, n’eo ket evit doujañ d’ur program bennak met evit deskiñ penaos ober e soñj e-unan war ar pezh a lenner, en ur sellet ouzh an en-dro kement hag ouzh an destenn. Un deskadur ret en hor c’hevredigezh ma tremen kement a draoù dre ar skrivañ pe ar selled. Dibabet int bet ivez evit feukañ an dud, moarvat, ar gelennerien war ar galleg da gentañ. Testennoù o jubennañ ar yezh komzet eus o gwellañ, testennoù oc’h asantiñ da gement dremm ouzh ar yezh pe ouzh ar yezhoù : testennoù e yezhoù rannvro a gaver ivez el levr, brezhoneg en o zouez. Deskiñ a reer penaos lenn ur romant-fotoioù pe ur romant gant Guy Des Cars gant ur sell kritik… Dreist em eus kavet an testennoù o kontañ emgavioù gant skrivagnerien, pe kritik ar goulennoù savet goude testenn klasel un hentenn c’halleg klasel da skouer. Ur bern testennoù klasel a gaver ivez, Balzac, Retif de la Bretonne evit diskouez ar pezh a soñjent diwar-benn ar beizanted ; lizhiri, diskourioù… Daoust ma vijemp sañset gouzout ar pezh a vez lavaret deomp, ne soñjomp ket atav en dielfennañ a-raok ma vije graet gant ar skrivagnerien.
Mat em eus kavet al levr peogwir e ro peadra d’en em soñjal. Traoù anat a-wezhioù, met pas evit an holl marteze : ne gav ket din vije tu da implijout an hentenn-se evit kelenn ar galleg en doare ma c’hortozer e vo kelennet en deskadurezh-stad en deiz a hiziv. Sevel a ra al levr-se, gant ar fed vije bet skrivet, ur goulenn diwar-benn ar programoù ofisiel ivez. Mat eo da lenn en un tenn met mat ivez da bigosat e-barzh ur wezh an amzer diouzh a dro : ur bern frazennoù bihan skoüs zo strewet amañ hag ahont, da gregiñ gant ar pennadoù pe da ginnig ur savboent all d’un destenn emaer o paouez lenn.