Tag Archives: Floc\’h

Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Itrikoù tort Sartine ha ne fell ket dezhañ diskuilhañ evit piv e labour e gwirionez a adkaver el levr-mañ. Ar pep diaesañ, memes pa ouezer gant piv eo bet graet an taol, eo enklask e metoù ken gwarezet ma c’hell ho imbourc’h en em dreiñ enep deoc’h ken aes ha tra.

Mat eo an istor, met ar pezh a blij din dreist pep tra eo e bilhoù. Nicolas a stourm ouzh barradoù moral evel ur paotr yaouank, tra ma prof Noblecourt un endro familh dezhañ ha ma ro dezhañ kuzulioù a c’hellfe bezañ re un tad.

Dedennusoc’h-dedennusañ eo emdroadur Bourdeau, lenner entanet eus prederourien ar gouleier hag a zegas tamm-ha-tamm c’hwezh an dispac’h en divizoù. Daoust ma vije dedennet Nicolas Le Floch gant ar soñjoù denel-se ez eo dibosubl dezhañ tennañ e lealded digant ar roue.

Un opus a brou c’hoazh n’eo ket aet Jean-François Parot war zisteraat, daoust ma vijer o tostaat gant an 12vet romant-mañ eus fin an heuliad, a zo ennañ 14 romant en holl.

Advertisements

Nicolas Le Floch 11 : L’année du volcan, Jean-François Parot, Frañs (2013)

Ma n’eo ket disteroc’h an 11vet romant-mañ eus enklaskoù ar c’homisar Le Floch, n’eo ket dreistordinal an enklask-mañ kennebeut. Chom a ra ar perzhioù mat boaz : ar yezh, o treveziñ galleg an XVIIIvet kantved, (un dakennig a vrezhoneg a-wezhioù, zoken !) ; an en-dro deskrivet munut, an tudennoù istorel mesket gant ar re a zo ganet diwar ijin ar skrivagner, ar fedoù gwir, an enklask kaset war-raok gant ar polis ha war-gil gant tud brasoc’h ha galloudusoc’h egeto, ha ne heuliont ket atav an hevelep palioù hag int, ar c’heginañ… Staliet eo al lenner en un doare aes hag heuliañ a ra bonnoù an heuliad hep terriñ e benn, gant ar blijadur da gaout atav un dra bennak da zeskiñ e-ser lenn.

Aet eo Jean-François Parot da anaon e miz Mae 2018 : biken ne dizho Nicolas Le Floch an Dispac’h bras… 14 levrenn eus e avañturioù a zo bet embannet en holl.


Nicolas Le Floch 9 : L’honneur de Sartine, Jean-François Parot, Frañs (2010)

Kenderc’hel a ra Jean-François Parot war e lañs ha perzhioù mat an heuliad a adkaver en 9vet levrenn-mañ : munudoù istorel, tudennoù gwir mesket gant an tudennoù ijinet, meskaj a-feson etre buhez prevez ha buhez publik el lez… Kaset e vez Nicolas war ur roudenn nevez, hini e c’hanedigezh ha ne oar netra diwar he fenn ; emichañs e vo heuliet an neudenn el levrioù da heul.

N’eus ket peadra da enouiñ, koulskoude n’em eus ket kavet an istor eus ar re wellañ ; kregiñ a ra da rouzmouzat un tammig ha n’eo ket awenet-kaer, nemet e vijen bet dedennet nebeutoc’h gant an temoù a vez pledet ganto el levrenn-mañ. Chom a ra ul lennadenn a galite hag ur bazenn n’heller ket dioueriñ, forzh penaos, evit lenn avañturioù Nicolas Le Floch penn-da-benn.


Nicolas Le Floch 8 : Le noyé du Grand Canal, Jean-François Parot, Frañs (2009)

le-noye-du-grand-canalStaliet klet eo an heuliad bremañ : gouzout a reer mat pe da vare e vo deskrivet ur rekipe, pe da vare e vo roet un ali fur gant Noblecourt kozh, ha kement ‘zo. N’eo ket ken strilhus al levrenn-mañ ha reoù all, p’en em glev a-zoare Nicolas Le Floch gant an holl dud o deus pouez evitañ : divroc’het eo ouzh Sartine kement hag ouzh Aimée d’Arranet, pep tra a ya mat gant e vab en deus kavet ur plas brav el lez ha gant ar vamm anezhañ, spierez e bro-Saoz. Ul levr seder eo en ur mod.

Ne skuizher ket oc’h intrañ ar c’hantved hag ar metoù kinniget, koulskoude. Tost eo Nicolas ouzh ar Roue Loeiz XVI hag ouzh Marie-Antoinette, a vez diskouezet o-daou gant ar sioù istorel a anavezer dezho. Roet e vez eus ar c’hentañ an doujañs a vag ar c’homisar evito, en ur reiñ da gompren ivez, en un doare soutil, ne lak ket e holl fiziañs enno, daoust ma argasfe ar santadurioù-se abalamour d’ar gred en deus outo.

Mont a reer e darempred gant ur bern tudennoù istorel, pe e klever diwar o fenn. Marv Voltaire, bommoù tennet eus Molière e genoù Noblecourt pe e hini Nicolas, bizitadenn e ti an doktor Mesmer… Ur c’hoan a-zoare gant spazharded diwezhañ lez bro-Frañs a bermet gouzout pep tra diwar o fenn : tro da islinennañ o deus ar sonerezh hag an arzoù ur plas brav el levrioù-mañ ivez.

Un anaoudegezh tost eus ar c’hantved a vez savet a bajennad da bajennad. Mont a ra an ober d’ar c’haloup er pajennadoù diwezhañ, muioc’h a suspens enno, ar pezh a uhela c’hoazh live ul lennadenn a oa renket dija e-touez ar re a-zoare.


Le sang des farines, Jean-François Parot, Frañs (2005)

sang-des-farinesC’hwec’hvet romant heuliad enklaskoù Nicolas Le Floch eo hennezh. E 1775, war ur foñs emsavadegoù pobl abalamour da briz uhel ar bara e red ar c’homisar war-lerc’h torfedourien seul ziaesoc’h da zivasklañ m’eo red, evel boaz, doujañ ouzh peoc’h hag interestoù prevez lod tud eus an noblañs pe eus ar familh roueel.

Erru oan poaz gant an istor-mañ peogwir em eus sellet ouzh an azasadenn dele meur a wezh ; met honnezh zo pell a vezañ ken pinvidik hag al levr. Feal d’e dech da etrelasañ fedoù gwirion gant e faltazi, e ro Jean-François Parot ur bern titouroù diwar-benn Loeiz XVI ha Marie-Antoinette, e penn kentañ o renad. Mont a ra Le Floch da Aostria lec’h ma vez resevet gant mamm ar rouanez hec’h-unan, da skouer. Soutil e vez an eskemmoù ha santout a reer mat pegen amjestr e oa ober e dreuz er gevredigezh kozh-se, diazezet penn-da-benn war berzhioù digempouez : ganedigezh an dud, o soutenioù a bep seurt… Barrek eo Nicolas Le Floch gant ar jeu-se, ha gwelet mat gant ar roue yaouank evel ma oa gant an hini kozh (ar pezh n’eo ket gwir evit an holl, Sartine lakaomp, kaset kuit eus e bost letanant polis da ren war ar verdeadurezh).

War an dachenn brevez e ra mui-ouzh-mui Nicolas war-dro e vab Louis, erru krennard. Gant harp e vignoned, e vez degemeret hennezh e-touez flec’h ar roue, ur plas enorus, a weler anezhañ ennañ e fin al levr da vare sakr ar roue. Darempredoù karantez Nicolas hag e geurenn zo lakaet etre kromelloù el levrenn-mañ : chifet eo an dimezell, met ne bado ket, war a zesker er pajennadoù diwezhañ.

Un opus mat, a santer ennañ an Dispac’h bras o tostaat.


L’affaire Nicolas Le Floch, Jean-François Parot, Frañs (2002)

laffaire nicolas le flochN’eo ket mui Nicolas Le Floch unan glas e vegel o paouez en em gavout e Pariz : Jean-François Parot a oar lakaat e dudenn da goshaat dre ma ya e vuhez war-raok. Seblant glasaat a greder divinout ouzh e vlev, ha kemeret en deus e verkoù, kement en e di (hini e vignon kozh an Ao. De Noblecourt hag a sikour anezhañ da welet spishoc’h en aferioù emañ e karg anezho), en e labour (ma tiskouez e chef Sartine bezañ sot outañ, daoust ma vije dibleg a-walc’h) hag el lez, ma vez priziet gant ar roue Loeiz XV ha gant e familh. Hennezh a blij dezhañ dreist pep tra klevet Nicolas o kontañ e enklaskoù dre ar munud ez-prevez.
Siwazh, kavet eo korf marv mestrez Nicolas en he zi, aozet eo bet pep tra evit ma vije kredet eo gantañ eo bet lazhet. Kregiñ a ra da enklask war an torfed, a-raok bezañ distroet gant Sartine war-zu aferioù all, gant ar c’hizidik m’eo e jeu. Redek a ra eta a-dreñv meur a c’had.
Jean-François Parot a santer el levr-mañ e krog da gaout ar stek gant an endro istorel en deus adsavet ha gant e dudennoù. Luzietoc’h-luzietañ eo an itrikoù, dedennusoc’h-dedennusañ an dalc’hoù. Implijet e vez a-feson marv Loeiz XV (dirak Nicolas, mar plij !) evit adlañsañ un enklask a oa bet troc’het-naet evit chom hep noazhout ouzh tud ‘zo a oa gwarezet gantañ. Gant ar cheñchamant roue en em gav pep hini en ur pleg distabil : peseurt plas a vo dezhañ en aozadur nevez ? Mesket e vez ar c’hartoù adarre. Hep souezhadenn ebet en em denno Nicolas Le Floch eus kement enkadenn a gavo war e hent, ha dizoloet e vo gantañ un dra bennak pouezus-tre a sell ouzh e vuhez prevez hag a gemero muioc’h-muiañ a blas en dazont, moarvat.
Ur romant dreist, en un heuliad atav e crescendo betek-henn !


L’énigme des blancs-manteaux, Jean-François Parot, Frañs (2001)

enigme des blancs manteauxEnklask kentañ Nicolas Le Floch eo hennezh. C’hoarvezout a ra e 1761 e Pariz, lec’h m’eo bet kaset Nikolaz da labourat gant ar polis. Dleout a ra kuitaat trumm Gwennrann, lec’h ma oa bet desavet, hag en em ober ouzh ur vuhez nevez. Diskouez a ra bezañ donezonet war ar vicher, ha dizale e vestr an Ao. Sartine a laka anezhañ e penn un enklask pouezus-bras, pa douch ouzh metoù ar Roue.

Ur wezh n’eo ket atav, dre an heuliad tele eo em eus anavezet Nicolas Le Floch, hag erru sot gantañ diouzhtu. Tost-tre eo spered an heuliad ouzh hini al levrioù, daoust ma vije traoù disheñvel en itrik a-wezhioù. Un heuliad dudius-kenañ, gant sonerezh cheuc’h, dilhad peurlipet diouzh giz an XVIIIvet kantved ha, dreist-holl, ar yezh : poaniet en deus Jean-François Parot da lakaat e dudennoù da gaozeal galleg ar mare-se ha degas a ra un ton dispar d’al levr kement ha d’ar filmoù. Dibab ar geriaoueg a vez farsus lies gwezh. Notennoù niverus zo da zisplegañ an traoù iskis pe an dibarderioù, a ya pell en tu-hont d’ar yezh : ar skrivagner, istorour a vicher, a gemer plijadur o lakaat e dudennoù da bourmen e Pariz, hag a gont dre ar munud ar predoù a reont, betek lakaat ar rekipeoù war beg o muzelloù a-wezhioù. Diellet-kaer eo al levr eta, ar pezh a c’heller gwiriañ en ur glask un tammig war ar rouedad : desachañ a ra Nicolas Le Floch ur mor a arbennigourien, a blij dezho tabutal war ar ger-mañ-ger implijet d’ar mare-mañ-mare, war pezhioù-arrebeuri, rekipeoù-keginan al levrioù ha kement ‘zo. Evel ma c’hoarvez alies er romantoù istorel en em gaver a-wezhioù gant tud a zo bet anezho e gwirionez, en o zouez ar bourev, Charles-Henri Sanson. (Hennezh eo a droc’ho penn Loeiz XVI d’an Dispac’h !) pe Markizez Pompadour.

Itrik an enklask zo luziet hag a zalc’h mat an evezh ivez, daoust ma ne vije ket ar pep dedennusañ e istorioù Nicolas Le Floch : an aked lakaet o tepegnañ an endro, ne lavaran ket. Krediñ a rafec’h klevet frand ar pladoù ha flaer ar c’horfoù-marv !

Daouzek romant zo bet embannet en holl, un trizekvet hini a erruo war ar marc’had e miz Here ha, m’en tou, me lonko anezho holl !


Lennegezh evit an dibenn-sizhun (1989)

Lennegezh evit an dibenn-sizhun
Ar soñj kentañ a zeu din diwar-benn al levr-mañ, kasaüs a-walc’h da lenn, eo ne glot ket an titl gant ar pezh ‘zo e-barzh. Gwelloc’h ‘vije bet un dra bennak evel : “Testennoù da studiañ e kentelioù-noz”, pe un dra bennak seurt-se…
Un dastumad testennoù berr eo, tennet holl eus ar re a veze embannet er gelaouenn Arvor, krouet gant Roparz Hemon e-pad an eil brezel-bed. Anat eo o zalvoudegezh a-fed yezh : ar vrezhonegerien a skrive d’ar mare-se, er bloavezhioù 40, a oa holl bet desket war barlenn o mamm, ar brezhoneg skrivet o vezañ un dra bennak ouzhpenn evito. N’eus ket ur mor a dra ouzhpenn da dennañ eus an testennoù-se… Kalz anezho zo bommoù eñvorennoù (brezel pe bugaleaj), pe istorioù a veze kontet e-pad ar beilhadegoù. N’o deus ket a zalvoudegezh lennegel (setu perak ez eus anv eus “dibenn-sizhun” ‘barzh an titl moarvat) ha gall a reont zoken bezañ skrivet en un doare ponner a-walc’h, evel testennoù Per Mokaer, a gav din…
Danvez-studi, n’eo ket danvez-dudi eta.